Azenorig C'hlaz

Ton

I
1. Azenorig c'hlaz a zo dime'et,
Ne d'eo ket d'he muiań karet, O
Ne d'eo ket d'he muiań karet

2. Azenorig c'hlaz a zo dime'et,,
D'he dousig kloareg ne d'eo ket,o
D'he dousig kloareg ne d'eo ket

II
3. 'Zenorig oa 'tal ar feunteun
Ha ganti ur vrozh seiz melen

4. War lez ar feunteun, hec'h-unan,
O pakat eno bleuńv balan,

5. Da ober ur bokedig koant
Ur boked da gloareg Mezlean

6. Bout e oa-hi 'tal ar feunteun
Pa dremenas an Aotrou Youenn

7. 'N Aotrou Youenn, war e varc'h glas
Kerkent, en ur redadenn vras

8. Kerkent, en ur redadenn vras
Hag outi damsellet a reas:

9. - Houmań a vezo ma fried
Pe n'am bo, 'vit gwir, gwreg ebet ! -

III
10. Kloareg Mezlean a lare
Da dud e vaner, un deiz oe :

11. - Pelec'h eus ur c'hemengader
Ma skrivfen d'am dous ul lizher ?

12. - Kemengaderien vo kavet
Hogen e vint re ziwezhat. -

13. - Va matezhig, din lavarit,
Na petra zo amań skrivet?

14. - Azenor, me na ouzon ket,
Biskoazh e skol ne on-me bet.

15. - Azenor, me na ouzon ket,
Digoret-hen, hag e welfet. -

16. Pe oa lakaet war he barlenn
'Zenorig a zeuas d'he lenn

17. Ne oa ket evit he lenn mat,
Gant daeroł eus he daoulagad

18. - Ma lavar gwir al lizher-mań
'Mań-eń tost da vervel bremań ! -

IV
19. Ne oa ket he c'homz peuzlaret
Pe d'al leur-zi oa diskennet

20. - Petra nevez zo en ti-mań
Pa welan 'n daou ver ouzh an tan.

21. Pa welan 'n daou ver ouzh an tan
'N hini bras ha 'n hini bihan?

22. Petra nevez zo en ti-mań
Pa erru sonerien amań ?

23. Pa erru sonerien amań
Ha pajigoł a Germorvan?

24. - En ti-mań n'eus netra henoz.
Nemet ho eured zo arc'hoazh.

- 25. - Mar d'eo 'benn arc'hoazh va eured
Mont a rin abred da gousked.

26. Hag ac'hano ne savin ket
Ken da lienań vin savet.

27. 'Tronoz beure pa zihunas
He matezhig-gambr erruas

28. He matezhig-gambr erruas
Hag er prenestr en em lakaas:

29. - Me wel an hent, ha poultrenn ennań,
Gant kalz rońsed o tont amań :

30. An Aotrou Youenn 'penn-kentań,
Ra vo torret e c'houg gantań ! -

31. D'e heul, ha flec'h ha marc'heien
Ha kalz tudjentil 'hed an hent,

32. Ha dindanań 'n inkane gwenn
Ur stern aouret war he gerc'henn

33. Ur stern alaouret penn-da-benn,
Un dipr voulous ruz war he gein.

34. - Mallozh d'an eur e teu amań !
D'am zad, d'am mamm, ar re gentań !

35. Difennet eo d'an dud yaouank
Da heuliań, er bed-mań, o c'hoant. -

V
36. Azenorig-c'hlas a ouele
O vont d'an iliz an deiz-se

37. Azenorig a c'houlenn
A-biou Mezlean pa dremene :

E.Souvestre, Le Foyer breton
38. - Va fried, mar plij ganeoc'h-c'hwi
Me 'yel un tammig tre an ti

39. - Evit feteiz na yefec'h ket ;
Arc'hoazh e yefec'h, mar karit. -

40. Azenorig druz a ouele
Ne gave den he frealze

41. Ne gave den he frealze
'Met he matezhig, hi a rae :

42. - Tavit, itron, na ouelit ket,
Gant Doue viot digollet. -

43. Azenorig c'hlas a ouele
E-tal an aoter, da greizteiz

44. Adal 'n aoter bet' an nor sal
Oa klevet he c'halon strakal

45. - Tostait, va merc'h, em c'hichen
Lakfen war ho piz ar walenn.

46. - Poan zo ganin tostaat amań
Pa n'am eus an hini 'garan

47. - Azenorig, pec'hiń a rit
Un den a-feson ho-peus bet

48. Perc'henn en arc'hant hag en aour
Ha kloareg Mezlean a zo paour.

49. - Pa ven gantań o klask ma boued,
Se na ra tra da zen ebet ! -

VI
50. Azenorig a c'houlennas
E Kermorvan pa zegouezas :

51. - Va mamm-gaer, din-me lavarit
Pelec'h emań ma gwele graet

52. - Bout 'mań tal kambr ar marc'heg-du ;
Me ya d'hen diskouez deoc'h diouzhtu. -

53. War he daoulin 'n em strinkas krenn
Dispalafet he blev melen

54. War an douar, gant gwir enkrez :
- Ma Doue ! Bezet ouzhin truez ! -

VII
55. - Va mamm itron, ha me ho ped,
Pelec'h emań aet va fried ?

56. - Er gambr d'an nec'h emań kousket
Aet-hu di hag he frealzit"

57. Pa zeuas tre kambr he hini :
- Eurvat deoc'h, intańv", emezi .

58. - Itron Varia hag an Drinded !
Evit intańv am c'hemerit ?

59. - 'Vit intańv n'ho kemeran ket,
Hogen e berrig e viet

60. Setu amań brozh ma eured,
A dalv, a gredan, tregont skoed.

61. Houmań vo d'ar vatezh vihan
He deus bet ganin kalzig poan

62. A zouge lizherioł kollet...
A Vezlean d'hon zi, va fried.

63. Setu ur vantell nevez-flamm
Zo bet brodet din gant va mamm:

64. Houmań vo roet d'ar veleien
Da bediń Doue 'vidon-me

65. 'Vit va c'hroaz ha va chapeled
Ar re-se zo deoc'h, ma fried:

66. Mirit o mat, ha me ho ped,
Ma zalfec'h sońj eus ho eured. -

VIII
67. - Petra zo degou'et er gźr-mań
Pa son ar gloc'h war e gostez ?

68. - Azenor mervel he-deus graet
He fenn war barlenn he fried. -

69. Maner Henan, war un daol grenn,
Emań bet skrivet ar werzh-mań

70. Maner Henan, 'tal Pont-Aven,
Da vout kanet da virviken.

71. Barzh an Aotrou kozh he savas
Hag un dimezell he skrivas.



Variantes tirées du premier carnet de collecte de La Villemarqué


p. 74

Premičre version (A + variantes C, D, E)

Renig Ar C'hlaz

(1) (A) Renig Ar C'hlaz zo dimezet,
(D) Hogen pa d'he vuia-karet.

(A) N'eo ket he fantazi e-neus bet, O
(2) He dous kloarek en-deus ket bet,
Difenn 'neus bet he dousig kloarek, O.

(11) - Me a garfe kavoud ur mesańjourier
Hag e scrivfe din-me ul lizher.

(11) (c) Me a garfe ur c'hemengader
Da goūt di yan ma dousik d'ar ger.

(62) E tougfe al li(zhe)rioł kollet
Etre bourc'h Melzran ha maner Penret.

(12) (A) - Mesańjourien awalc'h vo kavet,
Mez non-pa re zeskouet, O

(19) (C) Antronoz ar mintin pa save
D'he mamm, d'he zat e c'houlene:

(13.1) - Petra e li'zh)er-mań skrivet
(15.2)- Digorit hen hag e gelfet.

(13) (A)- Matezhig vihan, din lavarit,
Petra zo el li(zh)er-mań laket?

(15) - Renig Ar C'hlaz he n'ouzhon ket.
Digorit hen hag a gwelfet. -

(16) Pa voa laket de(zh)i war he barlenn,
Renig Ar C'hlaz komańs da lenn, O.

p. 83

(18) - Mar eo gwir a lar al li(zh)er-mań,
'Ma he c'horf war ur vazh-skańv bremań, O
(c) Laromp: "Doue pardono d'an anaon!".

(20.1) (A)- Petra zo en ti-mań fenoz,
(21.2) Ha pe ma bir bihan an hini braz? O

(24) - Barzh an ti-mań 'neus netra fenoz,
Nemed ho eured zo benn warc'hoazh.

(25) - Mar ma va eured benn warc'hoazh
Me yei da gousked abred fenoz, O.

(26) Ma sa(v)en mintin mat warc'hoazh
Evit gwiskań va koefoł, va dilhad. -

(28.1) Pa oa Renig Ar C'hlaz prenestr he c'hambr studi,
(29.1) Hi wel en hent triboultr treańiń, O
(29.2) Gand ar rońsed o tont d'he zi.

(29) (C) - Me wel an hent Melzran o poultrein
(30.1) Ivonik Selar a penn-kentań.
(31.2) Gant an dudjentiled o tont tre-amań

(31) Gantań zo flec'h ha baronoł
Ha kalz tudjentil eus ar vro.

(32) (E) Gantań zo ur pikol marc'h wenn
Ur stern alaouret en e gerc'henn.

(33.1) Ur stern alaouret penn-da-benn
Ur c'hapez arc'hant en e benn,
(33.2) Un dibr brodet seiz war e c'hein.

(34) Va malloz a pedan gantań!
Gant va mamm, va zat ha re gentań

(35) Ha kement a vak an tud yaouank
Difenn a lezent kemer o c'hoant

(34) (A)- Va malloz d'an eured, pe da
Va zat, va mamm, ar re gentań! O

(35) Difennet o-deus d'o zud yaouank
Da gemer ar fantazi, holl gontantamant.

(X) - Dibonjour-ta, tud an ti-mań,
Mar eo me ar merc'h-kaer en ti-mań,

p. 84

- N'eo ket c'hwi ar merc'h-kaer en ti-mań
Pa n'eoc'h ket deuet war rońsed amań.

- Me garfe boud deuet gant va volontez vat
Eged boud me deuet war va daoudroad.


(51) - O, va mamm gaer din lavarit
Pelec'h ma un gwele amań da gousked?

(C) Ivonik Selar a goulene
Gant he vamm, he tad d'an devez-se:


(56) (A) - Ema en he c'hambr a studi,
Renig Ar C'hlaz, ait-hu d(ezh)i.

(55) - Va mammig paour, din lavarit
Renig Ar C'hlaz, pelec'h eo aet?

(56) - Ema en he c'hambr da studi
Vonig Salaru, eit d'he konsoliń!

(56.2) (D) Eit da wel mar he konfortfec'h
Prest eo he c'halonik da varked.

(C) Du-se e... ema deuet
Prest eo he c'halonik da vankiń.


(57) Ha pa oa antreet barzh ar gambr:
- Dibońjour deoc'h, intańv yaouank!

(58) - Renig Ar Glas, em exkuzit!
Mar da lec'h intańv em kemerit?

(59) (A) - Lec'h un intańv n'ho kemeran ket,
Mez e berrig amzer vihot lakaet. -

(67) - Petra zo degouet er ger-mań,
Pa son ar c'hleier war ar goste?

(68) - Renig Ar C'hlaz zo desedet
'N ur souchań he fenn war barlenn he fried.

(68) (D) Mervel neus graet
He fenn war barlenn he fried.

(60) (C) - Me m'eus aze broz...
Hag a kost ar som a...

(A) - Setu 'ma va kotilhon va eured,
Ma somm ane{zh)i a bemp kant skoed, O

(65) Homań, a vo roet d'eoc'h-hu, va fried,
Evit ar mizoł ho-peus-hu bet.

(63) Setu ma amań tavańcher va eured
Ma som an'(ezh)an a tri kant skoed, O

(64) Hemań vo roet d'ar veleien
Evit pediń Doue vidon-me,

(60) Setu 'ma ar manchou va eured
'Ma som anezhan daoukant skoed. O

(61) (A) Hemań vo roet d'ar vatezhig vihan
Pehini 'neus bet ganin kalzig poan,
(62.2) Kreiz-tre maner Drevin ha bourc'h Landevant.

P. 74

Deuxičme version (B)

(1) (B) Renig Ar C'hlaz zo dimezet
N'eo ket dimezet d'he vuiań karet

Renig Ar C'hlaz a lavare
D'he zat ha d'he mamm en devezh-se:


(20.1) - Petra zo e-nevez en ti-mań?
Petra zo e-nevez en ti-mań,

(21) P' ema er pod braz
An hin' braz hag hini bihan?

(22) Petra zo nevez en ti-mań
P'erruas sonerien amań
(23.2) Hag ar pajigoł Kermorvan?

(24) (C) - N'eus netra en ti-mań fenoz
Med ho eured a zo benn warc'hoazh.

(25) - Mar ma va eured benn warc'hoazh
Me ya da gouked abred fenoz.

(B) - Renig Ar C'hlaz c'hwi n'ouzoc'h ket?
(29.2) Warc'hoazh kentań 'ma ho eured.

(25) - Mar warc'hoazh kentań 'ma va eured
Me yelo a-bremań da gousked,

(26) Evit savein warc'hoazh mitin mad
(Y) Evit gwiskiń va dilhat.

Evit lakaad an habit nevez
'Vit mond da Kermorvan da vale. -

Barzh di Kermorvan pa voa degouet:
- Debońjour a joa, eń lavare.

Debońjour ha joa, tud an ti-mań,
Kerkoulz ar re braz ha re bihan.

Mar me eo m'ar merc'h-kaer en ti-mań.

- Evit merc'h-kaer en ti-mań n'oc'h ket,
Pa n'oc'h ket e karos karret.

- Kezeg awalc'h zo en ar marchosi
Evit lakaad brańkar dindan tri. -


(28) Renig Ar C'hlaz a lavare
E prenestre he kambr hag an deiz-se:

(29) - Me wel erru kompagnonez
Hag hini tremen Koad-an-Enez,

(30) Ivonik Selin en penn kentań
Ra vezo torret e c'hou(z)oug gantań!

P. 85

(56) (D) ... ema d'an nec'h
Eit da wel mar he konfortfec'h:
Prest eo he c'halonik da vanked.

(58) O, Renig Ar C'hlaz em zigar(ez)it...

(68) ... mervel n'eus graet
He fenn war barlenn he fried.







Galleg Saozneg