Marzhin Divinour - Marzhin barzh

Kelc'h Marzhin Eilved Rann

Marzhin divinour (1839: "Merlin diwinour")

Ton

1. - Marzhin, Marzhin, (1839: "Merlin") pelec'h it-hu
Kén beure-se gant ho ki du?
You, you, ou.

diskan
You, you, ou, you, you, ou!
You, you ou, you, ou!


2. - Bet on o kaz kavout an tu
Da gavout bremañ ar vi ruz.

diskan

3. Ar vi ruz euz an naer vorek,
War lez an aot, toull ar garreg.

4. Mont a ran da glask ar flourenn
Ar beler glas hag an aour-yeotenn.

5. Koulz hag uhelvarr an dervenn,
E-kreiz ar c'hoad,'lez ar feunteun.

6. - Marzhin, Marzhin,(1839: "Merlin")distroit en-dro!
Laoskit ar varr gant an dero:

7. Hag ar beler gant ar flourenn
Kenkoulz hag an aour-yeotenn.

gui, mistletoe

8. Kenkoulz ha vi an naer vorek
E-touez an eon, ' toull ar garreg.

9. Marzhin, Marzhin, (1839: "Merlin") distroit en-dro!
N'eus divinour nemet Dou(e)!



Galleg Saozneg