1.Taget ar yar gant ar falc'hun, |
11. E c'hwreg gantan er penn araog, Ganti war he skoaz zehou eur c'hrog, Hag hi o kana tre ma yee: "Timad, timad, va bugale! ![]() 12. N'eo ket vit mond da glask o boued, Em-eus va zregont mab ganet; N'eo ket evid dougen keuneud, O na mein benn-rez kennebeud! ![]() 13. N'eo ket evit dougen ar zamm Emaint bet ganet gant ho mamm, N'eo ket evit pila lann glaz, Pila lann kriz gant ho zrei noaz; ![]() 14. N'eo ket a-hend-all evit peuri Mirc'hed, chas-red hag evned kriz; Nemed da laza 'r vac'herien, Em-eus-me ganet va mibien!"- ![]() 15. Ha d'euz eun eil tan d'egile A eent héd-ha-héd d'ar menez: -Timad! timad! boud! boud! you! you! Tan ruz war baotred ar gwirioù!- ![]() 16. O tont d'an traon gant ar menez Tri mil ha kant a oa aneze; Ha pa oant digoueet e Langoad, E oant nao mil en eur bagad. ![]() 17. Pa oant digoueet da Geraran, E oant tregont mil ha tri c'hant; Ha Kado a vennaz neuze: -Ai'ta aman 'n hini eo!- ![]() 18. N'oa ket e gomz peurlavaret, Tri c'hant karrad lann oa kaset Ha laket tro-war-dro d'ar ger Hag an tan enni, fol ha têr; ![]() 19. Eun tan ken fol, eun tan ken têr Ma teuze ennan ar ferc'hier, Ma strake ennan an eskern Evel re zaonet en ifern! ![]() 20. Ma yudent gant kounnar en noz Evel bleizi kouezet er foz; Ha tronoz pa zavaz an heol, Oa 'r gwiraerien luduet oll! ![]() |