Itron Varia Follgoat

Itron Varia Follgoat

ND du Folgoėt
Ton

Notre-Dame du Folgoėt
est l'un des chants de pélerinage
étudiés dans
CANNIBALES, TOMBEAUX ET PENDUS,
un essai au format
LIVRE DE POCHE



de Christian Souchon

Our Lady of Folgoėt
is one of the pilgimage songs
presented, in French, in
CANNIBALES, TOMBEAUX ET PENDUS
(Cannibals, graves and gallows)
as a PAPERBACK BOOK



by Christian Souchon


Cliquer sur le lien ou l'image - Click link or picture for more info


I

1. Yec'hed ha joa ganeoc'h va zad
Petra rit aze mintin mad? o, o!
Petra rit aze mintin mad?

2. Gwalc'hiń doaloł ker gwenn hag erc'h !
Petra 'rit-c'hwi aze, va merc'h ?

3. - Me zo deut d'ho pediń, va zad,
Da vont evidon d'ar Follgoat

4. Ha mont diarc'hen ha war droad
Ha war ho taoulin, mar gell pad

5. Eno e kefot ludu graet
Diouzh ar galon hoc'h eus maget

6. - Petra, va merc'h paour, hoc'h eus graet,
Pa viot evel-se luduet ?

7 .- Ur bugelig zo bet lazhet,
Ha din, va zad, eo tamallet

II

8. Un deiz an aotrou Pouligwenn
Oa aet da "zersal" 'raok e lein

9. - Setu amań ur c'had kignet,
Pe ur bugelig gwalennet

10. Krouget eo ouzh skourr ar wezenn
E kerc'henn e c'houg ar seizenn

11. Hag eń da gaout e itron,
O sońjal du en e galon

12. - Sellit ! ur bugel paour lazhet !
Piv, anv Doue, 'n eus hen ganet ?

13. An itron, hep lavarout ger,
Ez eas d'ar vereuri e-berr :

14. - Mat ar bed ganeoc'h, mereurez
Dont 'ra ho kanab brav er-maez

15. - Va c'hanab brav 'maez na sav ket
Mont a ra holl gant ho koulmed

16. - Pelec'h int aet ho merc'hed-c'hwi
Pa na welan nemet hoc'h-c'hwi ?

17. - Div zo er stźr gant an dilhad
Ha div all zo o paluc'hat

18. Ha div all zo o paluc'hat
Hag an div all zo o kribat

19. Mari-Fańchonig, va nizez,
Honnezh zo er gwele diaes
20. Er gwele klańv ez eo chomet
Eizh pe nav deiz zo tremenet

21. - Digorit din, va mererez,
Hag e welin va filhorez

22. - Va filhorez, din livirit,
Pelec'h 'mań 'n droug a zamantit ?

23. - Kreiz-tre va c'hof ha va c'halon,
Emań va droug, va mamm baeron

24. - Savit, savit, va filhorez,
It d'an Tad Frańsez da goves

25. Kovesait mat ho pec'hed
Hag eveshait mar karet

26. - Evit pec'herez, n'em on ket
Eizhteiz zo on bet koveset

27. - Gevier din na livirit ket
Ur pec'hed bras hoc'h eus c'hwi graet

28. C'hwi zo bet mintin-mat d'ar c'hoad
Ruz eo ho poutoł gant ar gwad !


III

29. - Pachig bihan, lavar din-me,
Petra 'z a gant ar paz-se ?

30. - Ho mereurien a Wigourvez,
Ar c'hrouger hag ho filhorez

31. Kriz vije neb ha na ouelje
War dachenn Follgoat, pa zeue

32. Pa zeue ar plac'h pemzek vloaz,
E-kreiz daou archer da grougań

33. Ur c'hwrac'hig kozh paour dirazi
O terc'hel ur gouloł dezhi

34. Hag hi, o vont, a lavare :
- Ne oa ket din ar bugel-se

35. An itron war-lerc'h o c'houlenn
Truez d'he filhorez a-grenn :

36. - Laoskit ganin va filhorez :
Reiń a rin deoc'h, arc'hant he fouez

37. Ha mar na blij deoc'h kement-se
Me 'roi deoc'h pouez va inkane

38. Me 'roi deoc'h pouez va inkane
Ar plac'h ha me war he c'horre

39. - Ho filhorez n'ho pezo ket
Neb a lazhas a vez lazhet


En caractčres gras, changements significatifs par rapport au MS
IV

40. Pa 'z ea 'r senesal da verennań
Ez eas ar c'hrouger d'he c'hrougań

41. A-benn ur pennadig goude
Dont a reas d'e gaout-e :

42. - Aotrou Senesal, me ho ped,
Mari-Fańchonig na varv ket

43. Pa daolan va zroad war he skoaz
Distreiń da c'hoarzhin ouzhin 'ra

44. - Taolit-hi ha didaolit-hi
Kasit-hi d'ar fagoderi

45. - Taolomp-hi ha didaolomp-hi
Greomp tan ha moged d'he leskiń

46. A-benn ur pennadig goude
Dont a rae 'r c'hrouger adarre

47. - Aotrou Senesal, me ho ped,
Mari-Fańchonig na varv ket!

48. 'Mań en tan betek e divronn
C'hoarzhin a ra leizh he c'halon

49. - Pa gredin pezh a leveret
Ar c'habon-mań 'n devo kanet

50. (Ur c'habon rostet war ur plad,
Ha debret nemet e zaoudroad)

51. Ar senesal oa souezhet :
Ar c'habon en devoa kanet

52. - Mari-Fańchonig, me ho ped,
Me zo faziet, c'hwi n'oc'h ket

53. Me zo faziet, c'hwi n'oc'h ket
Petra zo en tan d'ho miret ?

54. - An Itron Varia-Follgoat
Zo 'skubań dindan va daoudroad

55. Ar Werc'hez, mamm ar gristenien,
Zo 'skubań en-dro d'am c'herc'henn

56. - Ret eo kas prim da Wigourvez
Kas prim da di ar vereurez

57. Kas prim da di ar vereurez
Da c'houzout piv eo pec'heurez


58. Tremenet oant holl dre an tan
Ha nikun na lakeas mann

59. Tremenet holl hep lakaat mann :
Nemet ar vatezh hec'h-unan.

En italiques, passages sans équivalent dans le MS




Variantes tirées du premier carnet de collecte de La Villemarqué


P. 281

QUISQUIDI


II
(8) An aotroł a zavas mintin mat
Da voned da chaseal ur had:

(9) Koad ar Jardin pe doa chaset
Ur hadig penn-gwenn 'n deus kavet:

(10) Eń res an dro parkoł hag er fos
A gavez ur plac'h mailhuret kloz.

(11) N aotroł Kiskidi dalc'h m'he welas
Da gaout e itron eń yeaz.

(12) - Demat deoc'h-hu, ma Itronez,
Setu amań zo ur vinourez.

P. 282

(13) N intronez, dalc'h m'he welas,
Da gaout he merour ez yeas.

(14) - Yec'hed mad deoc'h-hu, ma merourez,
Dont a ra ho kanab brav er-maes?

(15) - Ma c'hanab brav er-maes ne zeont ket:
Mont e rant holl gand ho koulmed.

(16) - Pelec'h ema aet ho merc'hed-hu?
Pa ne welan ket nemetoc'h-hu?

(17) - Div eo aet d'ar ster gant an dilhad,
Ha div all a zo o palluc'had,

(18) Hag an div all a zo o kribat.

(19) (20) Mari-Fransoazig, ho filhourez,
Honnez a zo 'n he gwele diaez!

(21) - Digorit din 'n nor, ma merourez,
Ma yan men da wel ma filhorez
(a) Rag 'm-eus aon na vo pec'herez.

- Ho filhorez pec'herez n'eo ket
Rag n'he-deus ket war-nes evit boud.


P. 283

(22) - Dallit-hu, ma filhorez,
Pelec'h eo an drouk a zamantez?

(23) - Kreiz-tre ma bouzelloł ha ma c'halon,
Ema ma drouk, ma mamm-baeron. -

(b) Hi daolas he dorn war he c'halon,
Ha strinkas al laez deuz he divvron.

He dorn war he galon 'neus taolet
Hag ur bugel 'neus tennet.


(24) - Savit alese, ma filhorez,
Da vonet da Zant-Fransez da goves

(25) Kar c'hwi a zo sur ur bec'herez. -

(c) Mari-Fransoazig a lavare
War an uhellań pazenn pa bigne:

- Mez, me wel maner Kiskildri!
Hag, amań, 'n aotrou 'n e studi.

Rag ma ve an tan deus-e deviń!
Mar yin d'ar marv eń zo kaoz din.

N'ede nemed seizh merc'hed en tiad;
Ma oa ar vravań wiske dilhat
Hag a ya d'ar marv da gentań.

Kemend a laroc'h d'am c'hoar Loiza
Na heulio ket at vuhez a ra.


P. 284

Na heulio ket ar festoł an noz,
Ispisial d'ar zadorn d'an noz,
Balamour ve ar zul, antronoz.


Variante notée au crayon
dans les interlignes


An aotrou senechal

II
(8-2) Zo aet da chaseal goude lein.

(12-1) - Dallit, dallit, ma itronez,
Setu ur paor-kaez minorez
(12-2) Ur vinourez paour hag he lazhet. -

(d) Hag hi da sońjal 'n he kalon
Piv oa brazez er c'hańtoń.

- Ma nizes zo 'n he gwele klańv chomet
Eizh pe nav miz zo tremenet.

- Pec'herez Fanchonik n'eo ket!
Mar d'eo 'nan, homań na n'eo ket.


(25) - Kofesit mat ho pec'hed
Hag e vefec'h mat mar karit.

(o) Pe hent-all e vihot devet. -
P. 301.1

JANEDIK AR MORRU

III
(e) 'N Itron Poullgwenn (8) a c'houlenne
Gant he fajik 'n deiz a oe:


(29) -Pajik bihan, lavar din-me,
Petra ya gant ar pavez-se?

(30-2) - Janedik ar Morruz, ho matez
Hag a-neuze ho filhorez

(33) Zo 'vont da grougo he tre tri
Hag ar bugel bihan dirazi. -

(34) Hag hi a lare dre ma ye:
- Ne ket din-me eo ar bugel-se!

(f) Bet eo kavet e-toue ma lińseriaoł
Keun ha glac'har kalon-me zav.

Terzhienn bep tri deiz voa ganin
N'ouien petra ober d'outi

Hag ar vatez oa en ti ganin
'Deus laret gwiskad 'n hiviz ganti
Birviken terzhienn na greńvin mui.


P. 301.2

Ha me, siwazh, em-eus sentet
Hag ur kreadur e ma gwele zo kavet. -


(35) (36) - Losket ma filhorez ganin d'am ger
Hag e rin d'oc'h poez he afer.

(37) Mar n'oc'h ket koutant kemend-se
Me rayo d'eoc'h samm ma inkane
Ha pouez an dibr zo war he c'hore!

(g) - N'oc'h ket ker braz a ouarnerez
A dennfec'h den d'oc'h-kreiz al lez!

- Me zo ken braz a ouarnerez
Hag a zo an den 'barzh al lez.


IV
(40) Pa yez ar senechal da merennań
Ha yez ar bourrev d'he c'hrougań.

(41) A-benn ur boutadig goude-se
A te ar bourrev d'e c'haout tre.

(42)- Aotroł Senechal ma ekskusit:
Janedig ar Morru ne varv ket.

P. 302.1

(43) Graet 'meus teir zro war he divskoaz
Nemed c'hoarziń d'ouzhin na ra!

(44-2) - Kasit du-se da fargodiri!
(45-2) Grait tan ha moged d'he leskiń!

(46) A-benn ur boutadig goude-se
A te ar bourrev d'o c'haout tre.

(47) - Aotroł Senechal, ma ekskusit
Janedig ar Morru na varv ket:

(48) Ema barzh an tan betek he divvron
Ha ra nemet c'hoarzhiń leizh he c'halon!

(49) - Kent a ve da greden kemend-se
Ma ve kanet gant ar c'hapon-mań. -

(50) 'R c'hapen rostet war ar plad
Hag eń debret-toud 'med e zaoudroad.

(51) Ar senechal voa souezhet:
R c'hapen rostet 'n-defe kanet!

(52) -Janedik Morru, m'ekskuzit
Me zo failhet, c'hwi n'emaoc'h ket!

(53-2) Petra zo en tan deus ho mired?

(54) - Itron Varia ar Follgoat
A zo o skubań dindan ma daoudroad.

(55) Hag an Itron Varia Gwaien
Zo o skubań tan dindan va c'herc'henn.

P. 302.2

(h) Me garfen 'ti ma mamm ha ma zad
E'it mont d'ar pardon d'ar Follgoat.

- Me ray deoc'h-hu ma inkane,
Pe ma c'haros, unan anezhe!

- Na war inkane, na war karos!
Nemed war ma daoulin noazh!

P. 302.2

OH, BONJOUR MA MAMM, MA ZAD

I
(1) - Oh, bonjour, ma mamm ha ma zad!
- Petra rit aze ken mintin-mat?

(2) O walc'hiń dilhat ken gwenn hag erc'h?
Petra rit aze ma merc'h, ma merc'h?

(3) - Me zo deuet d'ho kavout, ma zat,
Lared mond evidon d'ar Follgoat.

(4) Di allań diarc'hen ha war-droad,
War benn ho daoulin, mar galfec'h padal.

(5) Hag eno e kavfec'h ludu graet
Dimeus ar galonik 'peuz maget.

P. 306.1

(6) - Petra ma merc'h paour ho-peus-hu graet
Mar e vec'h mod-se luduet?

(i) An derzhienn an tri deiz vije ganin.
Gouarnerez an aotroł 'n eus laret din:

"Gwiskit...
Na ait-c'hwi prompt 'n ho kwele!
Birviken terzhienn n'ho-po, goude."


(7) Ur bugel bihan zo bet kavet
Oa laket tre plouz ha kolret.
Din-me, tadig paour, 'ma tamallet. -

*********
(31) Ha kriz vije 'r galon na ouelje
War dachenn Follgoat neb a vije,

(32) O weled ur plac'hik pevarzeg bloaz,
O vont gant daou archer da grougań,

(j) Med o vont da vout krouget tre tri,

(35) Hag he mamm-gaer o vont war he lerc'h
Hag a c'houle gras he filhorez:

(36) - Loskit ma filhorez dont d'ar ger!
Me lako poez war pouez aour.

(k) - Bouit...gouarnerez
C'hwi n'ho-po ket gras d'ur pec'herez. -


(40) Pa oa aet 'r senechal da verennań
A oa laret d'ar bourev he c'hrougań.

(43) Pa a daolas he troad war he skoaz,
Distro da c'hoarzhiń d'outań a ra.

P. 306.2

(42) (47) Aotroł Senechal, am ekskuzit,
Ar plac'h pevarzek bloaz n'eus ket pec'het.

(43-1) Pe a deulan...
(45-1) O taollomp-hi ha didaollomp-hi

(44-2) Ha ni kaso d'ar fagodiri
(45-2) Ha ni c'hwezo an tan diwarnezhi. -

(48) Pa oa...
Walc'h he c'halon.

(52-1) - Plac'hig pevarzeg din lavarit
(53-2) Ha petra zo kirieg ne varvfec'h ket? -

(58) An holl a oa paset dre an tan
Ha nikun anezhe ne lakaez van.

(59) 'Med ar ouarnourez hag an aotroł:
Re-se oa chomet ennań o-daou!

(l) Aes 'walc'h e vez lared traoł:
Red e vez kavoud 'raok an testoł.

(57) Red eo kas maner Drivien
Evit goūt piv a oa ar bec'herien.

(58.1) Holl a oant tremenet an tan.


Variante

(m) Holl e oant tremenet an tan;
Nemed ar c'hure a jom ennań;


(59) Nemed matez an ti, hi-unan
Hag a jom e-barzh an tan!

En italiques, passages sans équivalent dans le Barzhaz

En caractčres gras, changements significatifs par rapport au MS
Line




Galleg Saozneg