Fontanella

Sac de Penmarc'h par La Fontenelle
Ton

1. Fontanellan, a barrez Prad,
Bravañ mab a wiskaz dilhad,
E-deus lammet ur benn-herez
Diwar barlenn he magerez.

2. -Pennherezig, din lavarit,
Petra er c'hleuz-se a glaskit ?
-Klasked a ran boukejoù hañv
D'am breurig mager a garan;

3. D'am breurig mager a garan,
Klasked a ran boukejoù hañv,
Hogen aon 'm eus, ken a grenan,
Na erruje Fontanellan.

4. -Pennherezig, din lavarit,
Fontanellan a anave't ?
-Fontanellan n'anave'an ket,
Kleved komz ane'an 'm eus graet,

5. Kleve komz ane'an 'm eus graet,
Lared oa gwall baotr, 'm eus klevet,
Lared penaos e lamm merc'hed.
- Ya ! ha dreist-holl pennherezed !-

6. Tre he zivrec'h he c'hemeras,
Hag he briatad a reas,
Ha war lost he varc'h he zaolas,
Ha da Sant-Malo he c'hasas.

7. Da Sant-Malo 'neus hi c'haset,
El lean-di 'neus hi lakaet,
Ha pa oe pevarzek vloaz net,
'Neus hi c'hemeret da bried.

II
8. Da vaner Koadelan int aet;
Ur mab bihan he-deus ganet,
Ur mab ker koant evel an hañv,
Heñvel d'e dad Fontanellan.

9. Ken a oa ul lizher degoue'et:
Da Baris e oa red monet.
- Ho unan, amañ ho loskan,
Da Baris raktal a ean.

10. - Fontanellan, chomet er gêr;
Paeañ a rin ur c'hannader;
En an' Doue, na it ket di;
Ma it di na zistroec'h mui.

11. - 'Peus ket da gaout aon ebet;
Me ya ma unan d'o c'havet;
Grit ervad d'am mabig bihan,
Keit e vin pell deus ar gêr-man.-

12. Fontanellan a lavare
D'an dud yaouank, pa ziblase:
- Me rey ur banniel ar c'haerañ,
D'an itron Vari Rozeran;

13. Banniel ha dilhad ar c'haerañ,
Ma po soñj ouzh Fontanellan;
Ha damant ouzh e vab bihan,
Ken na zistroy da Goadelan.-

III
14. - Demat, Roue ha Rouanez,
Deut on d'ho kavout en ho palez.
- Pa oc'h deut, deut mat ra viet !
Mes ac'halenn c'hwi na yey ket.

15. - Mes ac'hano me a yelo,
Aotrou Roue, pe ni welo !
Sternit din-me ma inkane,
Ma in-me d'ar gêr adarre.

16. -Da Goadelan c'hwi na yey ket;
D'ar prizon, ne lavarann ket;
Chadennoù awalc'h zo em zi,
Evit chadennañ daou pe dri.

17. - Pajig, pajig, pajig bihan,
Kae ker skañv 'trezek Koadelan,
Ha lavar d'ar bennherez kaezh
Ma na zougo mui dantelezh;

18. Ma na zougo mui dantelezh,
Rak he fried paour zo diaes;
Kas din ur roched da wiskañ,
Hag ul liñser d'am liennañ.

19. Kas din, te, ur roched lien,
Hag ul liñser vras lien gwenn,
Hag ouzhpenn ur plad alaouret,
Da lakaat va fenn da selled;
20. Dal ur guchenn eus ma blev-mañ.
Da stagañ ouzh dor Koadelan
Ma laro re yey d'an iliz:
Truez Doue war ar markiz !

21. -Kaset blev kement ma garfit
Evit pladoù aour na vern ket
Taol't vo he benn war ar pave,
Da c'hoari boul d'ar vugale.-

22. Ar pajig bihan lavare,
E Koadelan pa errue:
- Demat, demat deoc'h, penn-herez,
Gwelloc'h e'it zo gant 'n aotrou kaezh !

23. Ur roched a c'houl da wiskañ,
Hag ul liñser d'e liennañ,
Hag ouzhpenn ur plad alaouret,
Da lakaat e benn da sellet-

IV
24. Re Bariz a oa souezhet,
O c'houzoud petra oa degoue'et,
Gweled un itron a bell vro,
Trouz bras ganti, dre ar ruioù.

25. - Setu pennherez Koadelan
Ganti ur sae c'hlas ha ledan;
Ma c'houfe pezh a ouzon-me,
Ur vrozh du-peg a gemerfe.

26. - Aotrou Roue, ha me ho ped,
Ma fried din-me daskorit.
- Ho pried deoc'h ne zasin ket,
Tri deiz zo emañ bet torret.-

27. Neb a zeufe da Goadelan,
Eñ- defe keun ha nec'hamant,
Eñ-defe keun bras o weled
Marv an tan war an oaled,

28. O weled al lenad kreskiñ
En toull an nor hag el leur-zi
El leur-zi hag e-kreiz ar sal,
Hag an dud fall eno 'vragal;

29. Hag an dud paour, en ur dremen
Oc'h ouelañ, siwazh, gant anken,
Oc'h ouelañ, o komz evel-henn:
- Setu marv mamm ar beorien ! -




Variantes tirées du premier carnet de collecte de La Villemarqué


P. 203

Fontanella


(1) Fontanellan, a barrez Prad,
Bravañ mab a wiskaz dilhad,
E-deus lammet ur benn-herez
Diwar barlenn he magerez.

(2) - Pennherezig, din lavarit,
Petra er c'hleuz-se a glaskit?
- Me zo o c'hlak boukejoù 'n hañv
D'am breurig mager a garan;

(3-2) Mez aon em eus, ken a grenan,
Z'eufe amañ Fontanellan
(4-1) -Pennherezig, din lavarit,
Fontanellan a anavit?

(4-3) - Fontanellan n'anavan ket,
(4-4) Klevet komz anezhan 'm eus graet,
(5-3) Klevet lared a lamm ar merc'hed,
Ispisial ar pennherezed !-

(6) An aotroù pa 'deus hi klevet
(Oa ket he ger peurlavaret
Tre he zaou-vrec'h deus-hi tapet)

Da vriatañ anezhi ez eo kroget
(Hag he briatañ eñ-deus graet)
War e varc'h en-deus hi laket
Da Sant-Malo 'deus hi c'haset,

P. 204

(7) Da Sant-Malo 'deus hi c'haset,
D'al lean-di 'deus hi lakaet,
Ha pevarzek vloaz echuet,
Neuze en-deus hi euredet.
(Da bried 'deus hi kemeret.)

(8) Da Goadelan ez int aet;
Ur mab bihan he-deus ganet,
Ur mabig ken koant evel an hañv,
Heñvel d'eus-a (d'he dad) Fontanellan.

(9) 'l lizher dezhañ zo degaset:
(Ken oa ul lizher degouet)
- Da Baris e renkont moned.
Fontanella a lavare
D'ar benn-herez a errue.

(9.2) - Ho unan, amañ ho lezan,
Da Baris doc'htu ez ean.
Hag ar bennherez lavare
Da Fontanellan an deiz-se:
(He gwaz...ivez)

(10) - Fontanellan, chomit d'ar gêr;
Ma paeo ur c'hemennader;
'N añv Doue, na it ket;
Chommit-c'hwi d'ar ger me ho ped.

P. 205

(11) - Kemennaderien 'm eus kaset;
Me ya ma unan da weled;
(Dao eo din ma-unan moned
Me ya ma-unan d'o kavout)

Grit ervad d'ho mabig bihan,
Ma vo aotroù e Koadelan.-
(... war ar ger-mañ)

(12) Fontanellan a lavare
D'an holl dud yaouank ar ger-se:
(12.2) - Ur banniel ho-po ar c'haerañ,
Ha dilhad rusa d'ar Rozeran;

13. Ha dilhad d'an Itron Varia,
Mar peus soñj ouzh Fontanella;
Ma po damant va mab bihan,
Ha ma po sousi diouzh e vamm.-
(ha kenkoulz ha dezhañ ha d'e vamm)
(Da ger Pariz pa erruaz
Da di Roue trumm a eaz.)

(14.1) - Deizvat, Roue ha Rouanez,
Deut on ma-unan d'ho palez. -

(Ar roue en-deus lavaret
Da Fontanella pa'n-deus klevet:)

(14.2) - Paz oc'h deut, deut mat ra viet!
C'hwi ac'halenn na efec'h ket.

(15) - Amañ, vit gwir, ne chomfen ket,
Aotrou Roue, heb gaoù ebed!
Sternit-hu trumm din ma inkane,
Me yelo d'am gêr adarre.

P. 206

(16) -Da Goadelan na efec'h ket;
Mez da Pariz, ne larann ket;
Chadennoù houarn a zo em zi,
Evit chadennañ daou pe dri.

(Fontanella pa'n-deus klevet
D'e paj bihan en-deus laret:)

(17.1)- Pajig, pajig, pajig bihan,
Kit evidon da Goadelan.

(17.2) Ha larit d'ar bennherez kaezh
(18.1) "Na dougit mui a dantelezh;
(18.3) Ha kas din ur roched da wiskañ,
Hag ul liñser d'am liennañ.

(19.2) Kas din ur plad kaer alaouret,
Da lakaat va fenn da selled."
(Hag ar roue a respontas
D'ar ... ez eas:

(21.2) Ne ket kavout plad ebet.
- Aotroù, an dra-se an rin ket.
(21.3) Da benn v...e vo taolet
War an henchoù vez taolet
(21.3) Taolet a vo war ar pave.

(17.2) Pajik, larit d'ar benn-herez:
"Na zougit mui a dantelez!"

(22) Ar paj bihan a lavare,
E Koadelan pa errue:
- Demat, demat deoc'h, penn-herez,
Gwell oc'h hag an aotrou kaezh!)

P. 207

(16.3) Me zo deuet a-berzh ho pried
A zo e Pariz prisonet.
(17.3) Da lavar d'eoc"h "Mui gwech ebet,
Mui na dougit dantelezed!"

23. Ha gas dezhañ ur roched da wiskañ,
Hag ul liñser d'e liennañ,
Hag ur plad braz alaouret,
Da lakaat e benn da selled -

24. Ar re Bariz oa souezhet,
O c'houzoud petra oa degouet:
- Petra nevez zo erru amañ
Pa grenn ar pave en giz-mañ?

(a) Mar plij ganit va paj bihan
Te zo...
Dibr din-me va gazeg kann
Maz eomp-ni da Bariz bremañ.

(Ar rouanez a lavare
D'an nor he falez an deiz-se:)

(25.1) - Setu pennherez Koadelan
Ganti ur sae c'hlas ha ledan;

(25.3) Ma c'houfe pezh a ouzon-me,
Ne zeufe ket evelhen amañ
(25.4) Ur zae ruz prenfe ar gaerrañ,
Da zougen kañv Fontanella.
(Ur brozig du-peg a gemerfe
Tri deiz zo ma bet dibennet)

P. 208

(- Deiz-vat d'eoc'h-c'hwi, va rouanez,
Me zo deuet en ho palez.)

(26.2) O c'houlenn ganeoc'h va fried
A zo en ho ti chadennet.
(26.3) - C'hwi ho pried n'ho-pezo ket,
Rag tri deiz zo eo dibennet. -

(b) E benn a vezo distaolet
...llik barzh ar vered.

(21.3) Taolet a vo war ar pave,
Da boul kilhoù d'ar vugale. -

(c) Ne oa ket peursarret e beg
Oa gwelet ennañ un naer flemmeg
En em stlejas euzhus er-maes
En em stlejas 'maes, me'n-argaz!
Hag e goûg flemmañ eñ reas.


(Fontanella a lavare
D'e paj bihan eno neuze:)

(20.1) Dal ur guchennad eus ma blev-melen.
(20.3) Ma laro 'n dud o vont d'an iliz,

(d) Da stag eus ar porzh Trevrian
Vit ma laro Trevrianiz
"Bennoz Doue war ar markiz!
Truez Doue!"


P. 207, sur 3 colonnes, marge droite

(27) Maner Koadelan zo e glac'har,
Mar eo bet biskoaz war an douar
O gweled heb tan an oaled,
Hag ar salioù heb den ebed.

28. O weled al lenad kreskiñ
E toull an nor hag el leur-zi
El leur-zi zoken 'kreiz ar sal,
Hag an dud erezus farsal;

(29.1) Hag an dud paour, en ur dremen
Oc'h ouelañ, siwazh, gant anken,

(29.3) Oc'h ouelañ, siwazh, gand truez:
Dre ma oa aet kuit 'n itron kaez,
Oc'h ouelañ, siwazh, 'n ur tremen
Dre ma aet kuit mamm ar beorien ! -

(27) Neb a zeufe da Goadelan,
Eñ- defe keun ha nec'hamant,
Eñ-defe glac'har o weled
An tan marv war an oaled,

(28) ...Kezeg barzh ar marchosi
Hag al lenad...

P. 203, longitudinalement, marge droite:

M. de Mezarnou

(*) Vers 1592, La Fontenelle enleva l'héritière de Coadélan, Le Grueret, de Trébrivand (Tronnou) et se fit une forteresse en son château. C'était au commencement. Il put très bien l'envoyer à Saint-Malo. Puis il viola l'héritière de Mesarnou qu'il enleva aussi. C'est pourquoi il fut mis à mort. Les parents le firent condamner à la roue comme violeur. non pour Biron et son affaire. Sa femme mourut 4 ans après lui et son fils plus tard à Coadélan, comme l'atteste un titre de propriété entre les mains de M. le Comte de Kergariou.

(Id. Marge gauche)

Fontenelle point trop détesté des paysans qu'il aimait et épargnait.

P. 204, longitudinalement, marge droite:

(**) Lancelot Le Chevoir, le mari de... Marie Le Chevoir (fille de dame), héritière de Coadélan et fille de dame veuve Le Chevoir, son père ...de (Coetlogon) de Mesarnou; l'élève de Parcevaux, l'élève.





Galleg Saozneg