Seziz Wengamp

Seziz Wengamp

Dukez Ana

Ton 1 - Barzhaz Breizh (hervez kempennadur gant Friedrich Silcher, 1841)
Ton 2 Kanet gant Marc'harid Fulup. Enrollet gant Franēois Vallée e 1900
Ton 3 Rhyfelgyrch Cabden Morgan (cf. Combat de Saint-Cast)
(Kempennadurioł MIDI gant Chr. Souchon)

1.Porzer, digorit an nor-man,
An Aotrou Roc'han zo aman,
Ha daouzeg mil soudard gantan,
Da lakaad seziz war Wengamp

2.- An nor-mań na vo digoret
Na deoc'h na da zen all ebet,
Ken na lāro dukez Anna,
A zo mestrez war ar gźr-mań.

3.- Digoret vo ar perzhier-mań
D'ar prińs diwirion zo amań
Ha daouzek mil soudard gantań,
Da lakaat seziz war Wengamp ?

4.- Va dorioł a zo morailhet,
Va mogerioł zo kreńvaet,
Fae ve ganin deus o c'hlevet
Gwengamp na vo ket kemeret.

5. Na pa vent triwec'h miz aze,
Na ve ket kemeret gante
Karget ho kanol ; poan ha bec'h !
Ha gwelomp piv en devo nec'h !

6.- Tregont boled a zo amań,
Tregont boled 'vit e gargan
Poultr na vank, na plom tamm ebet
Na staen da ober kenneubet. -

7.Tre m'ed'o tistroiń ha pignet,
Gant un tenn poultrenn oe tizhet,
Gant un tenn poultr demeuz ar c'hamp,
Gant un den anvet Goazgaram.

8.Dukez Anna a lavare
Da c'hwreg ar c'hanolier neuze :
- Aotrou Doue ! petra vo graet ?
Setu ho pried paour tizhet !

9.- Na pa ve ma fried marv,
Me rafe ma-un' en e dro
Hag e ganol me e gargo,
Tan ha kurun ! ha ni welo !

10.Oa ket he ger peurachuet,
Ar mogerioł zo bet freuzet,
An norioł a zo bet torret
Ha leun ar gźr a zoudarded.

11.- Deoc'h, soudarded, ar merc'hed koant,
Ha din an aour hag an argant,
Hag holl teńzorioł kźr Wengamp,
Hag ouspenn ar gźr he-unan !-

12.Dukez Anna en em strinkas
War he daoulin, pa e glevas :
- Itron Varia-Gwir-Sikour,
Ma piijfe ganeoc'h, hor sikour ! -

13.Dukez Anna dal' ma glevas,
Trezek an iliz a redas
Ha war he daoulin 'n em stouas,
Ha war an douar yen ha noazh :

14.- Ha c'hwi garfe, gwerc'hez Vari,
Gwelet ho ti da varchosi,
Ho sakristi da gav gwin
Hoc'h aoter vras da daol kegin ?-
15.Ne oa ket peurlāret he c'her,
Ma teuas ur spont bras e kźr
Gant un tenn kanol oa laosket
Ha nav c'hant den a oa lazhet

16.Ha gant ar strak an euzhusań,
Ha gant an tier o krenań
Ha gant son-vrall an holl gleier,
O seniń o-unan e kźr.

17.- Pachig, pachig, pachig bihan,
Te zo prim, ha skańv ha buan,
Kae timat da veg an tour-plad,
Da c'hout piv zo o vrańsellat.

18.Eus da gostez zo ur c'hleze,
Mar ka'ez den bennak aze,
Mar ka'ez den bennak o son,
Plant da gleze en e galon ! -

19.O vont d'al lae, eń a gane,
O tont d'an traoń, eń a grene
- Beg an tour-plad edon-me bet,
Ha den ebet n'em eus gwelet;

20.Ha den eno n'em eus gwelet,
Nemet ar Werc'hez venniget,
Ar Werc'hez hag he mab, avat,
'Re-se a zo o vrańsellat.-

21.Ar prińs diwirion lavare
D'e soudarded, pa e gleve :
- Sternomp hor c'hezeg, ha d'an hent !
Ha laoskomp o zier gant ar sent -


Variante tirée du premier carnet de collecte de La Villemarqué


P. 106

Seziz Wengamp

(a) E-barzh ar bloaz mil ha pemp-kant
E teuas ar seziz war Wengamp
Ha bremań zo bloaz mil pemp-kant seizh:
Voa diskennet seziz war Vreizh.

(b) War borzh Lokmikael voa ar Saozon,
An Alamaned war borzh Roazhon,
War borzh Plomenn voa n' Irlanded
Hag en ur plas all 'r Flamanked.

(c) Ar Prińs Denoblin lavare
War borzh Roazhon pa zarbare:
(1.1) - Porzhier, digorit 'r perzhier-mań
D'ar prińs Denoblin zo amań!

P. 107

(d) D'ar prińs Denoblin zo amań!
(1.2) Triwec'h mil kavaliour gantań
Triwec'h mil kavaliour tud vailhant
Da lakaat seziz war Wengamp. -

(e) Ar porzhier koz pa e glevas,
D'ar prińs Denoblin respontas:
(2.1)- 'R perzhier-mań n' vo ket digoret
Na d'eoc'h-hu na d' prińs all erbed,

(2.2) Ken m' bo goulet gant 'n dukez Ana
A zo mestr war ar perzhier-mań.

(f) An dukez Ana respontas
D'ar c'hanolier koz pa glevas:
(4.1) - Va dorioł a zo morailhet
Ha va murioł zo simańtet

(4.2) Ne ran ket a gaz o gweled
Ha mar 'peus ur c'hanol braz karget.
Ha mar 'peus ur c'hanol braz karget,
Ker Wengamp n' vo ket kemeret. -

(g) Ar c'hanolier bras respontas
D'an Dukez Ana p'e lavarez:
- Emaon estonet deus e gargenn.
(6.1) Tregont bouled rollet zo ennań.

P. 108

(h) Un hanter boezel a mitrailh plomb
Ha mui, pe gement-all poultr kanol
Ha mui, pe gement-all draje bras
Da rey d'ar prińs Denobliń war e fas. -
(7) N'e oa ket he gir peurlavaret,
'R c'hanolier braz a zo lazhet
Gant an tenn poultr gwenn deuz ar gambr
Gant mab unan voa er garant(?).

(8) An dukez Ana lavare
D'ar ganolierez goz neuze:
- 'Troł Doue, petra vezo graet.
Setu ar c'hanolier lazhet.

(9) Ar ganolierez lavare
D'ar dukez Ana pa gleve:
- Mar vije ar c'hanol braz karget
M-bije bet rebec'h va pried. -

(10) Ne voa ket ar gir peurechuet
An dorioł zo bet torret.
An dorioł zo bet torret.
Karget voa 'r ger a soudarded.

P. 109

(i) Ar prińs Denoblin lavare
' Barzh e Ker Gwengamp p'antree:
(11.1) - Deoc'h, soudarded, vo merc'hed koant
Ha din vo 'n aour hag an arc'hant. -

(j) An dukez Ana lavare
D'ar prińs Denoblin p'he salude:
- Mar vije karget 'r c'hanol braz
M'em-vije gounet hiriv va gwaz. -

(13) An dukez Ana 'vel ma glevas
War he daoulin noazh 'n'em strinkas:
- O Itron Varia Gwir Sikour,
Ha plijet ganeoc'h-hu hon sikour? -

(k) Ar ganolierez lavare
E benn an tour plad pa errue:
- Me wel aze ur rejimańt fin.
O c'halon en o c'hreiz o c'hoarzhin.
Bremań soudenn hen e gelfet gin! -

(15) Voa ket ar ger peurlavaret,
Triwec'h kant anezhe voa lazhet.
Triwec'h kant anezhe voa lazhet.
Mui pe gement-all oa bleset.

P. 110

(l) 'R prińs Denoblin a goulenne
'Barzh ker Gwengamp pa tremene:
- Pelec'h 'ma merc'hed e ger-mań
A lakaa 'r c'hanol da brokań? -
(12) An dukez Ana, 'vel ma gwelas,
'Barzh an iliz vras 'n-em strinkas.
- Itron Varia Gwir Sikour,
Graet din tec'hiń war 'n adversour!

(14) Ha c'hwi ve kontant, Gwerc'hez Vari,
Lakaat outi ur varchosi,
Ho sakristi da kav ar gwin
Hoc'h aoter vraz da daol kegin? -

(15.1) Voa ket he pedenn peurachuet
Ar c'hleier da zon komańset.
(16.2) Komańset ar c'hleier da zon,
Ken a spouron holl o c'halon.

(m) Ar prińs Denoblin lavare
D'he pajik bihan pe n'he gleve:
(17.1)- Pajik, pajik, ma paj bihan,
Te zo dilijańt ha buan;

P. 111

(17.2) Ha kerzhi-te da veg an tour plad
Da goūt pe hen a zo da brańskellat,
(18.2) Ha mar zo den ennań o son,
Plańti-te da gleve en he c'halon. -

(19) Eń a ya e-krec'h en ur ganań.
Hag a zeu d'an traoń 'n ur ouelań.
- 'Beg an tour plad me a zo bet.
Ha mad, ańv Doue, n'em eus gwelet.

(20) Nemed 'r Werc'hez Vari hag he map.
Ar re-se zo ouzh o brańskellat.
Evel ur wazh a red o gwad! -

(21.1) Ar prińs Denobliń lavare
D'e holl soudarded pa gleve:
(n) - Profit, ma soudarded paour, pemp a skoed,
Me, va-unan, a profo daouzek;

(o) Me, va-unan, a rei daouzek
Da repariń an domaj 'm-eus graet.
(21.2) Bridomp kezek, ha deomp d'an hent
Ha lesomp o tier gant ar zent. -

P. 112

(p) Ar prińs Denoblin lavare
D'eus ker Gwengamp pa sortie:

(q) - Pa m'am-vije Gwengamp gounet,
Ouzhpenn c'hwech gement 'm-eus kollet.
Ma kollan va buhez e c'hont d'ar c'her
Me vo kollet holl an antier!
Line







Galleg Saozneg

Line