Ar Gwennilied

Barzhaz Breizh

Ton
1. Tre va c'herig hag ar maner
Ur wenodennig a gaver,

2. A gaver ur wenodenn wenn
A zo enni ur we'en spern-gwenn.

3. Hag hi karget a voukedoù
Hag a blij da vab an aotrou.

4. Me garfe bout bleuñv e spern-gwenn,
Ha bout tapet gant e zorn gwenn,

5. Bout tapet gant e zornig gwenn
Gwennoc 'h evit bleuñv e spern-gwenn

6. Me garfe bout bleuñv e spern-gwenn,
Ha bout lakaet war e warlenn.

7. Mont a ra kuit diganeomp-ni,
Pa'z a ar goañv tre 'barzh an ti ;

8. Mont a ra kuit 'trezek Bro-C'hall,
'Vel ar gwennili o nijal.

9.Pa zistro an amzer nevez,
Distreiñ ra dre-mañ adarre

10.Pa zav ar bleuñv yal er prajoù
Hag ar bleuñv kerc'h 'barzh ar parkoù ;

11.Ha pa gan ar pinterigoù,
Kerkoulz hag al linerigoù

12.Dont a ra da heul ar festoù,
Dont a ra c'hoazh d'hor pardonioù.

13.Me garfe gwel't e peb amzer
Bleunioù ha festoù 'barzh ar gêr,

14.Ha gwelet ar gwennilied
O nijal tro zre-mañ bepred;

15.Me garfe ho gwelet nijal
Bepred e beg hor siminal.

Galleg Saozneg