Janedig Flamm

Janedig Flamm



Ton

I
1. - Petra a ya gant ar menez?
Ur rumm meot du, gredan, eo;

2. - Ur rumm meot du n'ed-eo ket;
Soudarded ne lavaran ket,

3. Soudarded a Vro-C'hall o tont
Da lakaad seziz war 'n Henbont.-

II
4. Pa oa an Dukez war vale,
Ar c'hleier e ker a vralle,

5. Pa oa war he falafrez gwenn
Ganti he mab war he barlenn.

6. Pa oa an Dukez o vale
Re an Henbont oll a youe:

7. - Doue sikour ar mab hag ar vamm
Ha ro d'ar C'hallaoued estlamm! -

8. Pa oa ar bale echuet,
Ar re Bro C'hall a oa klevet:

9. - Paket vo bremañ en o c'hev
An heizez hag he c'havrig bev!

10. Chadennoù aour zo evito
D'ho stagañ 'n eil deuz egile! -

11. Janedig Flamm a responte
Demeuz beg an tour all neuze:

12. - N'eo ket an heizez ' vo paket.
Ar c'hozh bleiz (*) ne lavaran ket.

13. Ma eñ-deus henoz anoued,
E doull dezañ a vo tommet. -

14. N'oa ket peurlavaret he ger,
Pa oa deut d'an traoñ hag hi têr.

15 Hag ur c'horfenn-houarn a wiskas,
Hag un tok houarn du a lakaas;

16 Ur c'hleze dir lemm a dapas
Ha tri c'hant den a zibabas,

17. Hag ur skod-tan ruz en he dorn
A eas mez ar ger dre ur c'horn.

III
18. Re Bro-C'hall laouen a gane
Ouz an daol azezet neuze;

19. Gwasket en o zinelloù kloz,
Re Bro-Chall a gane en noz,

Janedig hag he pried degemeret evel Duk gand an Stadoù Breizh en Naoned d'an diwezh a viz Mae 1341 ('Kronikoù' Froissart  - BN Pariz MS Fr 2643 fol 87)

Janedig Flamm, gant Jeanne Malivel

(*) bleiz = Charlez Bleiz



20. 'Vel ma glevet pell ac'hano
Eur vouez espar o tiskanañ:

21. " Meur a hini a c'hoarz fenoz
A ouelo kent ha benn warc'hoazh.

22. " Meur a hini ' zebr bara gwenn,
A zebro douar du ha yén.

23. " Meur a hini a skuilh gwin ruz,
A skuilho bremaig gwad druz.

24. " Meur a hini a rei ludu
A c'hoari 'vad e zen diouzhtu."

25. Meur a hini ' stoue e dal
War vordig an daol, mezo-dall,

26 Ha pa oa losket ur glemmvan:
- An tan! Paotred, an tan! an tan!

27. An tan! an tan! tec'hom, paotred!
Janedig-Flamm deus eñ lakaet! -

28. Janedig-Flamm zo an terrañ
A zo en douar a gredan.

29. Lakaet he-doa Janedig-Flamm
An tan e pevar korn ar c'hamp;

30. Ken a oa ar flammoù gwentet
Hag an noz du sklerijennet;

31. Koulz hag an dinelloù devet,
Koulz hag ar C'hallaoued rostet,

32. Ha tri mil anezo luduet,
Ha nemed kant ne oa chomet.

IV
33. Ha Janedig-Flamm a c'hoarze
' Toull he fenestr, ar mintin-se;

34. War ar mez pe defa sellet
O welled ar c'hamp distrujet,

35. Ha moged euz an dinelloù
Luduet oll e bernigoù.

36. Ha Janedig-Flamm c'hoarze:
- Pebez maradeg, va Doue!

37. Va Doue! pebez maradeg!
Evid ur greun ni hor-bo deg!

38. Gwir a lare amzer gwechall:
" N'eus netra koulz hag eskern Gall,

39. Koulz hag eskern Gall bruzhunet,
Da lakaad da zevel an éd!"

Galleg saozneg