1. Ha glevaz-te, ha glevaz-te Pez a lavaraz den Doue D'ar roue Gradlon en Is be? 2. Arabad eo en embarat! Arabad eo arabadiat! Goude levenez, kalonad! 3. Neb a beg e kig ar pesked, Gand ar pesked a vo peget, Ha neb a lonk a vo lonket. 4. Ha neb a ev ha gwin a vesk, A evo dour evel eur pesk; Ha neb na oar a gavo desk. 5. Ar roue Gradlon a venne: - Koanourien da, da eo gan-e Monet da gouski eur banne. 6. - Da gouski afec'h antronoz; Manet-hu gan-e-omp-ni fenoz: Hogen pa vennit-hu, bennoz! 7. Serc'heg a gomze war ma oue Flourik-flour ouz merc'h ar Roue : - Klouar Dahut, nag an alc'houe? 8. - An alc'houe a vezo tennet ; Ar puns a vezo dibrennet; Pez a ioulit-hu ra vo gret ! III 9. Hag ann neb en defe gwelet Ar roue koz war e gousked Meurbed vije bet souezet 10. Souezet gant e bali moug Hag e vleo gwenn-kann war e choug He alc'houe aour ekerc'h 'n he c'houg 11. Neb a vije bet er c'heden En defe gwelet ar verc'h wenn Goustad o vont tre, diarc'hen 12. Tostat re oud he zad roue Ha war he daoulin 'n em stoue Ha ribla re sug hag alc'houe. IV 13. Ato e hun, e hun ann ner Ken a glevet hed al laouer : - Laosket ar puns! beuzet ar ger! 14. - Otrou roue, sav diallen ! Ha war da varc'h! ha kuit a-grenn ! Ma'r mor o redek dreist he lenn! 15. Bezet milliget ar verc'h wenn A zialc'houezaz, goude koen, Gore puns Keris, mor termen! V 16. - Koadour, koadour, lavar di-me, Marc'h gouez Gradlon a welas-te O vont e-biou gant ar zaon-me? 17. - Marc'h Gradlon dre-ma na weliz, Nemed en noz du he glevis: Trip-trep, trip-trep, trip-trep; tan-tis! 18. - Gwelaz-te 'r morverc'h, pesketour, O kriba he bleo melen-aour, Dre ann heol splann, e ribl an dour? 19. - Gwelout a riz ar morverc'h wenn ; M'he c'hleviz o kana zoken: Klemmvanus tonn ha kanaouen. |
1. Ha klevout a rez, ha klevout a rez Pezh an den a-berzh Doue 'deus laret Da Gradlon e Ger-Is, d'ar roue? 2. Arabat eo en em barat! Arabat eo arabadiat! Goude levenez, kalonad! 3. An nep a zebr kig ar pesked, Gant ar pesked a vo debret, An nep a lonk a vo lonket. 4. An nep a ev ha gwin a vesk, A evo dour evel ur pesk; An nep na oar a gavo desk. 5. Ar roue Gradlon a venne: - Koañerien da, da eo ganin Monet da gousket ur banne. 6. - Da gousket ez eot warc'hoazh; Manit-c'hwi ganeomp-ni fenoz: Hogen pa vennit-ch'wi, bennoz! 7. Serc'heg a gomze war ma oa Flour-flourik ouzh merc'h ar Roue : - Klouar Dahut, nag an alc'hwez? 8. - An alc'hwez a vezo lamet ; Ar puñs a vezo dibrennet; Pezh a youlit-c'hwi ra vo graet ! III 9. Hag an nep en-defe gwelet Ar Roue kozh en e gousket Meurbet vije bet estlammet 10. Estlammet gant e bali mouk Hag e vlev gwenn-kann war e choug E alc'hwez aour en dro d'e c'houg 11. Neb a vije bet er c'hedenn En defe gwelet ar plarc'h wenn Goustad o vont tre, diarc'hen 12. Tostaat 'reas ouzh he zad ar roue Ha war he daoulin 'n em stouas Ha riblañ 'reas sug hag alc'hwez IV 13. Atav e hun, e hun an ner Ken a gleved hed al leur : - Laosket ar puñs! Beuzet ar gêr! 14. - Aotrou Roue! Sav ac'halenn ! Ha war da varc'h! Ha kuit a-grenn ! Ma'r mor o redek dreist e lenn! 15. Bezet milliget ar verc'h wenn A zi-alc'hwezas, goude koan, Gorre puñs Kêr-Iz, mor termen! V 16. - Koadour, koadour, lavar din-me, Marc'h gouez Gradlon a weljout-te O vont e-biou gant ar zan-mañ? 17. - Marc'h Gradlon dre-amañ na welis, Nemet en noz du e glevis: Evel gant an tan gantañ tizh! 18. - Gwel't a reas 'r vorverc'h, pesketour, O kribañ he blev melen-aour, Dre an heol splann, e ribl an dour? 19. - Gwelout a ris ar vorverc'h wenn ; M'he c'hlevas o kanañ zoken: Klemmvanus-tonn he c'hanaouenn. |
1. A glywaist-ti? A glywaist-ti? Roe Glazren so en Ys / bez [gant avys dyscret] 2. arabeddu (kb) guydi traha, trang hir! (kb) 3. 4. 5. menna= "parler" da= "joyeux" 6. manout="demeurer" 7. serek="amoureux" klouar="doux" 8. youli="désirer ardemment" III 9. 10. paile, palie (kb) 11. archenad (kb) 12. riblañ= kemer dre laer; sugell IV 13. ner="seigneur"; huna="dormir" llawr= leurenn (kb) 14. - Seithenhin, saw di allan ! Uirde varanres ! Mor Maes-Guitnev rhytoes! (kb) 15. Boed emendiceit y morwyn A hellyngaut gwydi cwyn, Ffynawn Wenestyr mor terrwyn! (kb) V 16. koadour="forestier" saon="vallée" 17. 18. 19. tonn="flots" |