Kelc'h Marzhin Trede Rann

Marzhin Varzh (1839: "Merlin-Barz")


Ton


Levrig pederyezheg (brezhoneg, galleg, saozneg, alamaneg)
ar werz-mań zo e gwerzh war al lec'hiennoł Amazon.

Klik amań!:




I

1."Va mamm-gozh baour, em silaouet,
D'ar fest am eus c'hoant da vonet

diskan
You, you, ou, you, you, ou!
You, you ou, you, ou!


2.D'ar fest, d'ar rederezh nevez
A zo lakaet gant ar Roue

3.- D'ar rederezh na yefec'h ket
D'ar fest-mań na da fest ebet

4.Na yefec'h ket d'ar fest nevez
Gouelań 'peus graet hed an noz-me

5.Na yefec'h ket, mar dal gane
Gouelań 'peus graet en ho huńvre

6.- Ma mammig paour, ma em c'haret,
D'ar fest em lezfec'h da vonet

7.- O vont d'ar fest c'hwi a gano
O tont en-dro c'hwi a ouelo"

II

8.E ebeul ruz en deus sternet
Gant direnn-flamm 'neus hen houarnet

9.Ur c'habestr 'neus lakaet 'n e benn
Hag un dorchenn skańv war e gein

10.E kerc'henn e c'houg ur walenn
Hag en-dro d'e lost ur seizenn

11.Ha war e c'horre 'mań pignet
Hag er fest nevez degouezhet

12.E park ar fest pa oa degoue'et
Oa ar gern-bual o vonet

13.Hag an holl dud en ur bagad
Hag an holl virc'hed o lampat

14."An hini en devo treuzet
Kleun bras park ar fest en ur red

15.En ul lamm klok, distak, ha naet,
Merc'h ar Rou' en do da bried"

16.E ebeulig ruz, pa glevas,
War-bouez e benn a c'hristilhas

17.Lammat a reas, ha kounnariń,
Ha teurel c'hwezh tan gant e fri

18.Ha luc'hed gant e zaoulagad
Ha darc'h en douar gant e droad

19.Ken a oa ar re all trec'het
Hag ar c'hleun treuzet en ur red

20."Aotrou Roue, 'vel peus touet,
Ho merc'h Linor renkan kaouet

21.- Ma merc'h Linor n'ho pezo ket
Na den eveldoc'h kennebeut

22.N'eo ket kelc'herien a fell de
Da reiń da bried d'am merc'h-me"

23.Un ozac'h kozh a oa eno
Ha gantań ur pikol varv

24.Ur varv en e chink, gwenn-kann,
Gwennoc'h evit gloan war al lann

25.Hag eń gwisket gant ur sae c'hloan
Bordet penn-da-benn gant arc'hant

26.Hag eń en tu dehou d'ar Roue
Outań gourgomze, er pred oue

27.Ar Roue pa'n deus e glevet
Dre deir gwech gant e vazh 'neus skoet

28.Teir gwech gant e vazh war an daol
Ken a lakaas selaou an holl :

29."Mar gasez din telenn Varzhin (1839: "Merlin")
Dalc'het gant peder sug aour fin

30.Mar gasez e delenn din-me
Zo staget e penn e wele

31.Mar he distagez, a-neuze
Ar pezo ma merc'h, marteze"

III

32."Ma mamm-gozh baour, ma em c'haret,
Un ali din-me a refet

33.Ma mamm-gozh baour, ma em c'haret,
Rak ma c'halonig zo rannet

34.- Ma ho pije sentet ouzhin
Na vije rannet ho kalon

35.Ma mabig paour, na ouelet ket,
An delenn a vo distaget

36.Na ouelet ket, ma mabig paour,
Setu amań ur morzhol aour

37.Kement tra ma zo na drousfe
Ma ve skoet gant ar morzhol-se"

IV

38."Eurvad ha joa 'barzh an ti-me
Setu me degoue'et adarre

39.Setu me deuet adarre
Ha telenn Varzhin (1839: "Merlin") ganin-me"

40.Mab ar Roue dal m'e glevas
Ouzh e dad Roue c'hourgomzas

41.Ar Roue pa 'n deus e glevet
D'an den yaouank en deus laret :

42."Mar gasez din-me e vizoł
A zo gantań en e zorn dehou

43. Mar gasez e vizoł din-me
Te 'po ma merc'h diganin-me"

44.Hag eń da zont, o ouelań druz,
Da gaout e vamm-gozh diouzhtu









45."An Aotrou Roue 'n doa laret
Ha padal en deus dislaret !

46.- Na chif ket evit kement-se
Tap ur skoultrig a zo aze

47.A zo aze 'barzh ma arc'hig
Hag ennań daouzek deliennig

48.Hag ennań daouzek delienn grenn
Hag i ker kaer hag aour melen

49.Hag on bet seizh noz da gerc'hat
Seizh vloaz tremenet, e seizh koad


50.Pa gano 'r c'hog da hanter-noz
Ho marc'h ruz vo oc'h ho kortoz







51.'Peus ket da gaout aon ebet
Merlin-Varzh na zihuno ket"

52.Pa gane 'r c'hog kreiz an noz du
Lamme war an hent ar marc'h ruz

53.N'en doa ket ar c'hog peurganet
Pa oa bizoł Marzhin (1839: "Merlin") lamet

V

54.Antronoz pa zarc'has an deiz
Oa aet da gaout ar Roue

55.Hag ar Roue dal m'e welas
Chomas war-sav, souezhet-bras

56.Souezhet, ha 'n holl eveltań :
"Setu goune'et e wreg gantań !"

57.Hag eń mont un tammig er-maez
E vab d'e heul hag an o'ac'h kaezh

58.Hag i da zont gantań en-dro
Unan a-gleiz, unan a-zehou

59."Gwir eo, ma mab, pezh 't eus klevet :
Da c'hwreg hiriv az peus goune'et

60.Hogen un dra c'hoazh a c'houlan
Hemań a vo an diwezhań

61.Mar deus da ober kement-se
Vezi gwir vab-kaer ar roue

62.Hag az po ma merc'h hag ouzhpenn
An holl vro Leon, dre ma ouenn !

63.Degas Marzhin-Varzh (1839: "Merlin-Barz") tre em lez
Da veuliń ar briadelezh"

VI

64."Marzhin-Varzh (1839: "Merlin"), a-beban e teuez
Toullet da zilhad treuz-didreuz ?



65.Da belec'h ez te evelhenn ?
Diskabel-kaer ha diarc'hen

66.Da belec'h ez te evelhenn
Marzhin (1839: "Merlin") gozh, gant da vazh kelenn ?






Dornskrid "Merlin"










(42.) "Mar gasez din-me e vizoł
A zo gantań en e zorn dehou,

(43.) Mar teus da ober kement-se
Te pezo va merc'h, marteze."

(44.) "Ma mamm setu pe' z deus laret
An aotrou roue, gaouier touet.
Ar roue en-deus laret din
Moned da glask bizoł Melin.
Ar roue en-doa e gwir touet
Am befe e verc'h da fried. (d.w.)
P'an delin vije distaget.
Ar roue e-deus gwir touet
Hag en-deus he torret.


(45.) Ar roue en-doa ul le graet,
Ha padal en-deus hen torret!"

(46.) "Na chifit ket gant kement-se
Tap ur skoultrig a zo aze.

(47.) Tap ar skoultrig-se an dervenn
A zo ennań tregont delienn,

(48.) A zo ennan tregont delienn,
Ken kaer eged aour melen.

(49.) Bet on bet seizh noz d'e glasked
E seizh koad () gwelet.
Kement den a zo kousket dous

(50.) Pa gano 'r c'hog da hanternoz
Da marc'hig vo dioude c'hortos.
Dioude c'hortoz war toul an nor
O c'hortoz an nor da zigor.
Da di Melin a vit kaset
Gant da marc'h bihan en ur réd.
Da di Melin a zo kousket
En e gwele hep sońj ebed.

(51.) Ne peus ket da gaout aoń 'bed,
Melin Varzh ne zihuno ket.
Kemer a refes e vizoł
A zo gantań en e zorn dehou.


(53.) Pa zeuas ar c'hog da kanań,
Ar vizoł oa lammet gantań,



(54.) Antronoz, pa darzhas an deiz
Oa aet da gavout ar roué.

(55.) Hag ar roue dal ma welaz
Chomaz 'n ur sońj sepantet-bras.

(56.) Hag an holl dud a oa ennań:
"Setu goune'et e wreg gantań!"
Hag ar rouanez a zeuaz
Ha ()az dre kichen he gwaz.
Ar rouanez, mab ar roue
Hag an den barvet kozh ivez.



(59.) - Gwir, ma mab, pezh a zo laret:
Te az-peus ma merc'h gounezet.

(60.) Hogen un dra c'hoazh a c'houlan.
Hemań a vo an diwezhań.

(61.) Mar out 'vit ober kement-se,
Te -pezo va merc'h, dre va feiz!

(62.) Te pezo va merc'h hag ouzhpen
An holl bro Gwened, dre va fenn!

(63) Degas Melin varzh 'kreiz al lez
Da veuliń ar briadelezh".



(64.) Melin, Melin pelec'h it-hu
Toullet ho tilhad an daou tu?
Paour-kaez Melin, pelec'h it-hu
Saotret ho pragoł gant ludu?

(65.) Gant ludu, gant pl()aboulen
Pelec'h it-hu, 'ta, diarc'hen?

(66.) Evel ur paour-kaez dier maez
Hag en ho torn ur vazh kelenn?
Pelec'h it-hu 'ta evelhen?-
- Keler en tu bennag va zelenn.
Klasked tu bennag ma zelen
A dalve'e he fouez arc'hant gwenn (d.w.)
He fouez en arc'hant hag ouzhpen.


67.- Mont a ran da glask ma zelenn
Frealz am c'halon er bed-mań

68.Klask ma zelenn ha ma bizoł
Pere am eus kollet o-daou

69.- Marzhin, Marzhin, (1839: "Merlin") na chifet ket,
Ho telenn ned eo ket kollet

70.Ho telenn ned eo ket kollet
Nag ho pizoł aour kennebeut

71.Deut tre en ti, deut tre, Marzhin (1839: "Merlin"),
Da zebriń un tamm boued ganin

72.- Mont gant ma hent na zalein
Na tamm boued ebet na zebrin

73.Na zebrin tamm boued war ar bed
Ken n'am bo ma zelenn kavet

74.- Marzhin! Marzhin! (1839: "Merlin") ouzhin sentet
Ho telenn a vezo kavet"

75.Kement ma bet pedet ganti
Kement emań deut tre en ti

76.Ken a zegouezhas, d'abardaez,
Mabig ar c'hwrac'h gozh ; hag eń tre

77.Hag eń da zridal spontet-bras
En-dro d'an oaled pa sellas

78.O welet Marzhin (1839: "Merlin") -Varzh kluchet
E benn war e galon stouet

79.Oc'h e welet war an oaled
N'ouie doare pelec'h tec'het

80."Tevet, ma mab, na spontet ket,
Gant ar morgousk emań dalc'het

81.Lonket en deus tri aval ruz
Am eus poazhet dezhań el ludu

82.Lonket en deus ma avaloł
Setu eń d'hon heul e pep bro"

VII

83.Ar rouanez a c'houlenne
Gant he loufrenn, eus he gwele :



84."Petra c'hoari gant ar gźr-mań ?
Pe safar a glevan amań ?

85.Pa'z on dihunet ken pred-se ;
Ken a gren postoł ma gwele ?

86.Petra zo degoue'et barzh ar porzh
Gant an dud eno 'youal forzh ?

87.- C'hoari gaer a zo er gźr-mań
Gant Marzhin (1839: "Merlin") o tont en ti-mań





88.Ur c'hwrac'hig kozh,
gwenn-kann, 'razan
Hag ho mab-kaer ivez gantań"


89.Ar roue en deus hi c'hlevet
Hag eń maez, ha prim da welet













90."Sav alese, embanner mat
Sav deus da wele, ha timat !

91.Ha kae da gemenn dre ar vro
Dont d'an eured neb a garo

92.Dont da eured merc'h ar roue
A vo dime'et a-benn eizhtez

93.Dont d'an eured, tudjentiled,
Kement a zo e Breizh hed-a-hed

94.Tudjentiled ha barnerien
Tud a iliz ha marc'heien

95.Ha da gentań ar Gonted vaour
Ha tud pinvidik ha tud paour

96.Kae buan ha skańv dre ar vro
Kannadour, ha deus skańv en-dro"

VIII

97."Selaouet holl, holl selaouet
Ma oc'h eus divskouarn da glevet !

98.Selaouet holl hag e klevet
Ar pezh a zo gourc'hemennet

99.Dont da eured merc'h ar roue
Neb a garo, a-benn eizhtez

100.Dont d'an eured, bras ha bihan
Kement a zo er c'hanton-mań

101.Dont d'an eured, tudjentiled,
Kement a zo e Breizh hed-a-hed

102.Tudjentiled ha barnerien
Tud a iliz ha marc'heien

103.Ha da gentań ar Gonted-vaour
Ha re binvidik ha re baour

104. Ha re binvidik ha re baour
Na vanko de'e argant na aour

105.Na vanko de'e kig na bara
Na gwin, na dour-vel da evań

106.Na skabelloł da aze'ań
Na paotred skańv d'o servijań


107.Daou c'hant pemoc'h a vo la'et
Ha daou c'hant penn-kole lardet

108.Daou c'hant inar, ha kant karv,
A gement koad a zo er vro

109.Daou c'hant ejenn,
kant du, kant gwenn
Vo roet o c'hrec'hin dre rann krenn

110.Kant sae a vo, hag a c'hloan gwenn,
Hag a vo roet d'ar veleien

111.Ha karkanioł aour a vo kant
A vo roet d'ar varc'heien goant

112.Mantilli glas vo leizh ur sal
Da reiń d'ar merc'hed da vragal

113.Hag eizh kant bragez nevez-c'hraet
Da reiń d'an dud paour da wisket

114.Ha kant soner war o zorchenn
O son noz-deiz, war an dachenn

115.Ha Marzhin-Varzh (1839: "Merlin-Barz") e-kreiz al lez
O veuliń ar briedelezh










116.C'hoari a-walc'h a vo eno
Kement-all birviken na vo"


























IX

117."Klevet, keginour, me ho ped
Hag an eured zo achuet ?

118.- An eured a zo achuet
Hag an holl draoł a zo lipet

119.Pemzek devezh he deus padet
Ha dudi a-walc'h a zo bet

120.Aet int kuit holl gant profoł mat
Gant skoaz ar rou' hag e gimiad

121.Hag e vab-kaer da vro Leon
Gant e bried, drev e galon

122.Aet int holl kuit, ha laouen-naet
Nemet ar roue ned eo ket


123.Marzhin (1839: "Merlin") c'hoazh ur wech zo kollet
N'ouzer doare pelec'h 'mań aet"

Dornskrid "Merlin"

(67.) Klask va zelenn paour evel-hen
A oa ma komfort er bed-mań. -

(68.) Klask ma zelenn ha ma bizaoł
Pere em-eus kollet o-daou.-

(69.) - Melin, Melin na ouelit ket:
Ho telenn n'eo ket kollet.

(70.) Na kennebeut ho pizoł ruz
Ur perlezennig d'an daou tu. -

(71) - Deuit tre-barzh an ti-ni
Da zebriń un tamm ganeomp-ni!-










(75.) Kement oa bet pedet ganti,
A zeuas Melin 'barzh an ti.

(76.) Keit a oa Melin o tebriń boued,
Paotr Rafellik a oa degouet.

(79.) Rafellik a oa bet souezhet.
Ne ouie doare pelec'h tec'hed.

(78.) O gweled Melin tal an oaled
Hag e benn gantań stouet.

(77.) Hag oc'h he klevoud diroc'hed,
Ar paotrig a oa souezhet.

(80.) -Tavit, ma mab, na rit ket trouz
Kouezhet eo en ur c'housk dous.

(81.) Boemet oa bet gant tri avalig ruz
Ha bremań, ma dalv gant ar roue,
Te vezo 'vit gwir, mab d'ar roue!





(83.) Mevel ar palez lavare
D'ar rouanez ar mitin-se;
Ar rouanez a lavare
D'he plac'h a gambr an deiz-se:

(84.) - Petra c'hoari gant tud ar ger
Pa zo kement trouz e Gemper?




(86.) Krenań a ra an nor-porzh
Gant an dud eno o youc'hal forzh!-

(87.) N'eus netra nevez erruet,
Nemed Merlin a zo digouet.
Ha daou penn-kezeg zo gantań
O sachań e garrig amań.
Ha daou penn-kezeg, sternet flamm:
Unan zo du, an all zo kann.

(88.) Unan zo d'ar paotr en-deus gouneet
Ho merc'hig-c'hwi da fried.
An hini-all a zo d'e vamm
Ur vaouezig kozh gwisket e kann.

(89.) Hag ar roue, dal! ma glevas,
Trumm eus e gwele a zailhaz,
Ha gant an diri ez eas
Ha da doull nor-porzh ą lampaz.

- Yec'hed mad deoc'h, aotrou roue!
Setu me deuet adarre!
Me am-bo ho merc'h ar wech-mań!
Chańs vat a heul chańs fall bepred
Vel delioł glaz, delioł sec'het,
Vel hogan ruz, spern du flastret.
Kemen tra 'deus e lezenn graet:
Amzer nevez a heul ar goańv
Hag ar goańv a heul an hańv.-

(90.) - Sav alese, () keler mat,
Ha kerzh da vale bro timat!

(91.) Ha kerzh da lared tro war dro
Penaos ur fest 'benn tri deiz vo;
Ha lared d'an holl dud ar vro
Dont d'an eured, neb a garo!





(94.) Tudjentiled ha bourc'hizien
Ha flec'h ivez ha konted ken,

(95.) Konted ivez ha bourc'hizien
Ha tud diwar-maez ha peorien,






























(105.) Ha peorien ha tud pinvidik
Na fallo na vara, na kig.

(106.) Na kig, na dour-vel da evań,
Na skabelloł da aze'ań
Na kant mevel d'o servijań.

(107.) Triwec'h penn moc'h-gwez vo lazhet
Ha triwec'h oan 'vit an eured.

(108.) Triwec'h inar, triwec'h garv
En enor da mab an aotroł.

(109.) Triwec'h inar, nav zu, nav wenn
Vo roet o c'hoc'hen da bep un'n.

(100.) Larit d'an holl, bras ha bihan,
Heb dale 'bed da gemen-mań.

(96.) 'R c'hemengader p'en-deus klevet,
D'ober e zro ema aet.

(97.) "Chelaouet holl ha chelaouet! (=selaouit)
Pez a zo bet gourc'hemenet:

(110.) Boud a zo kant zae gloan wenn
Evit reiń d'ar veleien,
Evit reiń d'an dud a iliz
Hag i dantelezet bet(eg) ar penn.

(111.) Karkanioł aour a zo hanterkant
Evit reiń d'ar varc'herien goant.

(112.) Ha mantilli glas, leun ar gambr
Da reiń d'ar c'hwazed da vragal,

(113.) Ha pemp kant bragoł nevez-graet
Da reiń d'ar re paour da wisked.
Ha kement a jak lien wenn
Ha pegement mui a chupenn.

(99.) An eured a vo 'benn diryaou
Neb en-defo c'hoant a zeuo!

(116.) Stall awalc'h a vezo ennań,
Vel 'neus bet biskoazh er bed-mań
Deuit holl di, bihan ha bras,
Da lakat an alfe (alc'hwez) n'e lec'h.
Deuit holl di, maouez ha gour
Da lak an alfe toull an nour (nor)!

(119.) Pemzektez bennag doa badet
Ar festoł demeus an eured.
D'ar merc'her ha pe oan digouet
Kaer vije neuze da weled
Endro da Gemper, hed da hed,
An tier leun a tudjentiled
An tier, a dud karget,
Hag ar marchosioł a rońsed.
Hag holl tiri o krenań
Gant an holl dud o tont trenhan;
Gweled ruioł parań gant aour melen
Ha lukernań an arc'hant gwenn
War dilhad ar varc'herien.
Ha mintelli gloan ruz ha glaz
Ha gante bep ur c'hleze noazh.
Lod gante karnioł n'o c'houzoug
Hag holl harnezioł war o chouk.
Karkanioł aouret, penn da benn
Vel 'ma glevet da varcherien.
Kement trouz gante, kreiz ar ger,
Kemend grene an holl tier,
Hag an daou menez dre Kemper.

(117.) - Chilaouit, Keginour, me ho ped,
Hag an eured zo achuet?

(118.) - An eured a zo achuet
Tri devezh zo flamm tremenet.
Echu ar fest hag an ebat,
Ha ne deus neb tra da lipad.

(121.) Aet eo Rafellik da Wened
Ha merc'h ar roue kerkent hag eń.
Hag e vamm gozh kerkent hag eń.

(122.) Aet int holl kuit en un strollad,
Ganto kimiad roue a galon vad.
Aet int rac'h kuit a galon vat,
Gant bennoz roue hag he kimiad.
Aet int, aet holl kuit ha laouen meurbed
Nemed ar roue ned eo ket.

(123.) Ar roue a zo gul gla c'haret:
Merlin a zo adarre kollet.
Tec'het c'hoazh ur wech en-deus graet.
N'ouier dare pelec'h eo aet.
-




Galleg Saozneg