Milinerez Pontaro

Milinerez Pontaro

Ton 1

Olivier Perrin Breiz Izel 1844


1. E Banaleg ' zo 'r pardon kaer
Lec'h ya 'r merc'hed koant gant al laer.

Diskan

Ha ma meilh a drey,
Di-ga-di-ga-di!
Ha ma meilh a ya,
Di-ga-di-ga-da!


2. Eno e weler ar baotred
Ganto kezeg braz ha sterniet.

Diskan

3. Hag o zokoł a zo bleuniet
Evit dirolla ar merc'hed.

4. Gwilhaouig kromm zo glac'haret
E Fantig koant en-deus kollet.

5. Kemenerig, n'em gonfortit
Ho Fantig koant a vo kavet!

6. Ma du-se e meilh Pontaro,
Ar baron yaouank war he zro.

7.Tok, tok, tok ! "O ! Miliner !
Degas ma dous Fantig d'ar gźr !

8.- N'em eus gwelet ho tous Fanchon
Met ur wech e meilh ar baron ;

9.Ur wech amań e-tal ar pont
Ur rozennig war he c'halon

10.Ganti ur c'hoef ker gwenn hag erc'h
A n'he deus ket bet diganeoc'h

11.Ur c'horf voulouz du 'n he c'herc'henn
Hag eń bordet gant arc'hant gwenn

12.Ganti deus he brec'h ur paner
Frezoł ker melen ha ker kaer!

13.Frezoł deus jardin ar maner,
Bleunioł fin warno, kemener

14.En em sell a rae 'barzh ar stźr
Ne oa vil, en dailh, na dister !

15.Hag a gane ken alies :
"- Me 'garfe bout milinerez

16.Me garfe bout, a-greiz-kalon,
Milinerez meilh ar baron"

17.- Miliner, n'em godisit ket :
Ma Fantig koant din daskorit

18.- Ha pa rofec'h din pemp kant skoed
Ho tous Fantig n'ho pezo ket

19.N'ho pezo ket ho tous Fanchon
Chom a ray e meilh ar baron

20.Ho tous Fantig n'ho pezo ket
Rak emań ganin gwalennet

21.Chom a ray gant 'n aotrou Youenn
A zo ur c'hristen mat a zen"

22.Milinerien zo paotred ge !
Ne raent mui nemet kanań 'nhe

23.I a lare 'n ur c'hwitellat :
- Krampouezh hag amann a zo mat !

24.Krampouezh hag amann a zo mat !
Ha nebeudig eus peb sac'had

25.Ha nebeudig eus peb sac'had
Hag ar merc'hed kempenn avat !

Extraits des carnets de collecte de La Villemarqué


P.28

AR MILINEREZ FAŃCHIG

(4) Julian Ar Gac'h zo glac'haret:
E oc'hen bras e-deus kollet,
Hag ar vravań deus e verc'hed.

P.29

(5) - Julian Ar Gac'h, 'n em gonfortit:
Ho merc'h Fanchig n'eo ket kollet.

(6.1) Ema du-ze e meil he faeron,
(9.2) Tri bouked roz war he c'halon.

(23) Milin a lar dre c'hwitellat:
"Krampouez amann a zo mat

(24.2) A-nebeudig deus peb sac'had.

Variante

(1) Ur pardon zo e Banaleg
E-lec'h vez laeret ar merc'hed.

P.121

FAŃCHIG 1

(a) Me wel Fańchon dont d'ar vilin
Digant he tavańjer lien,

Tavańjer lien, he boutoł-lźr,
Da wel he dousig miliner.

- Bońjour dit, paotrig miliner!
Emaout o valań gant ar milin?

Variante
(b) - Deus ganin d'al lok-an-dour
Hag ar veil a valo flour.

Ya, me zo oc'h ober greunad bleud,
Pa kortoz ez aio er zac'h,
Me ra bouchoł d'ar plac'h... -


P.122

(15) Ar plac'h yaouank a lavare:
- Me garfe bout milinerez , he.

(c) - C'hwi a vo, sur, milinerez,
Gwellań gwreg vo en ar barez.

Pa yefec'h d'ar foar, d'ar marc'had,
Vo en ho chakod gwerzh boutailhad.

- Eurvat, eurvat, d'eoc'h-c'hui ta, Fańchon
Ha ...zo laezh an daou-vron.

Di... yaon zo deuet di...oł n'eus ket
Digant ar viliner n'eo ket.

P.136

FAŃCHIG 2

- Ne glevez ket O miliner?
(17.2) Deut ma merc'h d'in d'ar ger!

(20) - Ho merc'h Fańchig, n'ho-pezo ket,
Kar ema ganin gwalennet -

(22) Ar vilinerien zo paotred ge
Ne ra nemed c'hwitellad 'nhi

(23) Hi a laran dre c'hwitellad...

Variante
(7) - Tok, tok, tok, Yann Ar Boskler,
Degas va merc'h Fańchon d'ar ger!-

P.155

FAŃCHON

(d) Selaouit holl, ha selaouit...
D'ur plac'h a oa e Banaleg.
O vont d'ar pardon ema kollet...

(1) E Banaleg zo 'r pardon kaer
Ya ar plac'hig.. gant al laer.
(7) - Tok, tok, meiler paeron.
Roit-c'hwi din-me va merc'h Fańchon. -

(2) Eno vez gwelet ar baotred
Ganto kezeg bras ha bridet.

(e) Gant...
Minteli glas ha krochetet

P.156

(3) Hag o zokoł ne vez med bleuńv
Graet evit debochiń ar merc'hed.

(7) - Tok, tok...
- Gaou a larez c'hreiz da galon

(8) N'am-eus ket gwelet ho merc'h Fańchon.
Nemed ur wech e milin Vadon.

(11) Ar bouked roz war he c'halon.
Hag unan ganti e peb dorn.

(14) Ha hi lare ken alies:
"Ma a gar bout milinerez;

(16) Me garfe, e-leiz va c'halon
Boud milinerez e Meil Vadon.

(18) - Ha c'hwi rofet d'in pemp kant skoed
Ho merc'h Fańchon c'hwi n'ho-po ket.

(19) N'ho-pezo ket ho merc'h Fańchon:
Chom a ray gant meiler Meil Vadon.

(10) Me preno dezhi ur koef lin melen,
Gortoz ...

Variante
(14) En em zellas e-barzh ar ster
Ne voa ket divalav na dister.

(f) En em zellas e-barzh an dour
En em zellas vel barzh ur mirouer.


Galleg Saozneg



Ton 1, kempennet gant Christian Souchon