Maronad an Aotrou Nevet

Maronad an Aotrou Nevet

Barzhaz Breizh

Ton

O.Perrin Breiz Izel 1844
I
1.- Ma den paour, petra zo degoue'et,
Pa zeut d'ar gźr ker strafuilhet ?

2.Pa 'z oc'h ker glas evit rejin,
Ma denig paour, leveret din

4.- Abred a-walac'h e klefet
An doare deus pezh zo degoue'et ;

5.Abred a-walac'h e klefet
An doare deus pezh 'm eus gwelet.

6.'Zalek an ti beteg ar vourc'h,
Heul bras o vont, dre son ar c'hloc'h :

7.An aotrou person penn-kentań,
Un arc'h lienet wenn razań,

8.Daou ejen bras oc'h hi dougen
Sternoł arc'hant diouc'h ho c'herc'henn

9.Ha kalz a dud o tont war-lerc'h,
Stouet o fenn gant kalz a nec'h.-

II
10.Sant-Yann, ar mevel, a skoe
War dor ar person, en noz-se.

11.- Savet, savet, aotrou person!
An aotrou Nevet a zo klańv

12.Kaset ganeoc'h ar groaz-nouenn,
War an aotrou kozh a zo tenn.

13.- Setu me deut, aotrou Nevet
Tenn eo warnoc'h am eus klevet ?

14.Ar groaz-nouenn zo ganin-me
D'ho końfortiń, mar ganlan-me.

15.- N'em eus konfort bet da gaouet
En tu ma c'horf e-barzh ar bed;

16.En tu ma c'horf me n'am eus ket,
En tu ma ene, laran ket.-

17.Goude ma oa bet koveset,
D'ar beleg en deus lavaret

18.- Digoret frank dor ar gźr-mań,
Ma welin holl dud ma zi-mań,
19.Ma fried ha ma bugale
Tro-war-dro demeus ma gwele

20.Ma bugale, ma merourien
Kerkoulz ha ma servijourien;

21.Ma hellin, 'n o zouez, kemeret
Hon Aotrou 'barzh mont diouc'h ar bed.-

22.An itron hag he vugale,
Ha kement oa eno, ouele

23.Hag eń ker reizh o frealze,
Ha ker sioulik a gomze !

24.- Tevet, tevet, na ouelet ket,
Doue eo ar mestr, ma fried

25.Ho! tevet, ma bugaligoł
Ar Werc'hez sakr ho tiwallo !

26.Ma merourien, na ouelet ket
Tud diwar maez, gouzout a ret,

27.Pa ve azv an ed, ve medet
Pa zeu an oad, mervel zo red !

28.Tevet, tud vat diwar ar maez
Tevet, peorien kaezh ma farrez

29.'Vel em eus bet sońj ac'hanoc'h,
Ma faotred defint sońj ouzhoc'h.

30.Eveldon-me i ho karo,
Hag ober a rint mad hor bro.

31.Na ouelet ket, kristenien vat,
Ni 'n em gavo 'benn ur boutad !-

III
32.D'ar yaou vintin, aotrou Karne
'Tont deus ar fest noz, c'houlenne,

33.O tont d'ar gźr, war e varc'h gwenn,
Bordet e chupenn penn-da-benn,

34.E chupenn voulouz ruz glaou-tan
Bordet penn-da-benn gant arc'hant;

35.D'ar yaou vintin, aotrou Karne
O tont en-dro a c'houlenne :

36.- Daoust perak, va zudjentiled,
N'eo ket deut d'ar fest re Nevet ?
37.Daoust perak, din-me leveret,
Pe oant bet pedet da zonet ?

38.- An aotrou kozh, 'vel ma glevan,
Zo en e wele chomet klańv

39.- Mar 'mań 'n aotrou er gwele klańv,
Deomp da glask kannad ane'ań.-

40.Pe oant o tegou't gant an gant ar gźr
I a gleve son ar c'hleier.

41.Digoret frank ar perzhier,
Ha den ebet barzh ar maner.

42.- Mar 'maoc'h deuet d'e zarempret,
E bered ar vorc'h he gavfet.

43.Bet 'mań bet dec'h tan ar marv,
Ha skarzhet mat an holl bodoł ;

44.An aotrou person d'e sevel
Ha d'e zougen kaer d'ar chapel ;

45.E itron hag e vugale,
D'e lienań en arc'h neve.

46.Setu fresk, amań, rodoł 'r c'harr
A zo aet d'e gas d'an douar.-

47.Hag i da douch war o rońsed,
Ha da zegou't gant ar vered.

48.Pa oant degoue'et gant ar vered,
Ranne o c'halon o welet,

49.'Welet ar c'hleuier e ziskenn
En toull douar krizh da viken;

50.'N itron war-lerc'h, gwisket e du,
War he daoulin, oc'h ouela druz ;

51.Hag he bugale 'youal ken,
Ha sachat blev deus o fenn.

52.Dek mil den ober kemend-all,
Hag an dud paour dreist ar re all.

53.Unan ane'o, anvet Malgan,
En deus graet ar maronad-mań,

54.En deveus ar werzh-mań savet
En enor d'an aotrou Nevet,

55.D'an aotrou Nevet benniget,
A oa kendalc'h ar Vretoned




Galleg Saozneg