1.D'ar seizved deiz war nugent demeuz a viz c'hwever |
7.Distreiń reas an disterań, a-raok mont da
gousket, Da zegas ar penn marv en-dro 'barzh ar vered Hag eń da vont d'e bediń, 'n ur dreiń e gein dezhań: Deus d'am zi 'ta, penn-marv, deus arc'hoazh da goaniań.- 8.Neuze d'e di da gemer e baouez ez eas, E sailhas 'barzh e wele hed an noz e kouskas. 'Tronoz vintin pa savas, eń mont da labourat, Heb koun 'bet mui d'an derc'hent kennebeud d'an ebat. 9.Eń mont da grog en e forc'h, eń mont da labourat, O kanań war bouez e benn, o kanań disońj vat. Hogen, pa oa 'n dud ouzh taol, war-dro an noz-digor, E klevjont unan bennak a skoe war an nor. 10.Ar mevel a savas prim evit digor dezhań, Kement e oe estlammet, ma teuas da gouezań, Ha daou zen all a lammas raktal 'vit e sevel, Kement e oent strafuilhet ha ma oe ret mervel. 11.Kerzhań rae an Anaon kreiz an ti ez dale : - Setu me deut da goaniań, da goaniań ganout-te. Deomp-ni 'ta, ma mignon kaezh, n'eo ket pell ac'hane, Deomp-ni hon daou d'am zaol-me a zo savet em bez.- 12.Ne oa ket e c'her gantań, siwazh, peurachuet, Pa yudas an den yaouank en ur spont garv meurbet; Ne oa ket e gomz gantań, e gomz peurlavaret, Pa gouezas krenn war e benn ar paour-kaezh diframmet. |
P. 21 An tri maleürus [Récit composet a-nevez war sujet un exempl...] a. Didostait holl tud yaouank, didostait da gleved Un essampl deus an es(tlamm) zo a-nevez arruet Gant tri den maleuruz-kriz ha holl-direzon Pehini reas d'an diaoloł ańtre kreiz o c'halon. (1) D'an seizhvet devezh war-nugent demeuz-a viz faver [c'hwever] Ha devezioł Meurlarjez, evit espliked klaer, Zo arruet [Er bloaz mil eizh kant ugent] er ger deuz-a Volant, Evit reiń sklaer da ańtańdr, dirag ar c'hristenien. (2) Oan an tri den maleürus 'barzh un ostaliri, Deus al likeur ar gwellań z'ejont d'n-em servijiń. Pa oa karget o c'horfoł, tre-n'he oa konkluet D'an holl kemer maskoł vit moned da redek. (3) An trede euz anezhe a oa maleürussań Da wel e gamaraded o vond kuit digantań, Eń sonje vont d'ar garnel. E benn en-doa lakaet [fourret], E benn barzh [en] ur penn-maro, eüzhus voa da weled! P. 22 (4) Barzh toulloł e zaoulagad alume flamboezoł Ha ni m 'he wele redeg 'beplec'h dre ar ruoł. Ar vugale a zeue 'beplec'h araok dezhań; Nemed an dud rezonapl a tec'he dirazań. (5) Gober a reas o tro heb en-em rańkontriń E kornad demeus ar ger en-em zegouet o tri. Hag eno o-doant galvet ar zent ha an elez Hag hor salver beniget da rentań brezel d'ezhe. (6) Skuiz voa Doue deus o gweled, a skoas un taol [tarz kurun azioc'h] pounner, Ken a roas ur grenadenn d'an holl tier ar ger. Konvertiń ra o [Spouronet eo] c'halon[oł] an holl habitanted Ken a grede [o sońjal e] voa erruet ar fin demeus ar bed. |
(7) Di[do]streiń rae ar maleüruz da zegas d'ar garnel Ar penn-maro oa gantań [d'e blas, an den kruel]. A eń zeuas d'e bediń o treiń e gein dezhań Dont d'an nozioł [deiz] warlerc'h, d'e di da koaniań [gantań]. (8) An den-mań a eas [Ac'hane e teu] d'ar ger, da gemered repoz. A zailhas barzh [Hag ez a en] e gwele ar rest demeus an noz.[...] An den-mań a tavaz d'oc'h den d'oc'h tud e ti [Hep bezań bet disklaeriet da nikun euz e di] E furi, e hardies[son] hag e efrońteri. P. 23 (9) Antronoz vintin pa zavaz an dud da labourad, Ne sońje ket n'e torfed, e torfed detestapl. [Ez as gante asamblez d'ar park da labourad N'hell ket repoziń pa sońj en e grim detestapl,] [D'an noz] Pa oa [azezet gant e] an dud da koańiań, ouzh an daol, E teuas [Ec'h erru] ar penn-maro da skeiń [darc'het] war an nor. (10) An hini en-deus savet, digoret an nor dezhań Ha kemend oa estonet a deuas da gouezań. Krog e a reas daou en e esper vit e sevel, Kement a oa estonet, kemend voa red mervel. (11) Di avańs rae an anaon, zeue 'n e roll, tre en ti: - Chomit, va zud, da goaniań, me jen den ebet! Med c'hwi a c'hell, va gomper, va gomper maleüruz, Me gweled a rez bremań en ur stad perilhus. - b. Gantań voa holl e relegoł, dre [buisańs] galloudezh Doue, Trema [pere v]oa d'oc'h en dougen trema [entre m'] oa en buhez. - E-lec'h pediń evidon c'hwi greske va enui! - A-lerc'h a zeu d'en diframmań. O Doue, Pebezh fin! c. Setu maro pevar den demeus ar memez ti, Ha pedomp Doue evite hag ar Werc'hez Vari! An den-mań oa oadet a pemp bloaz war-nugent. Ho pediń ran, tudoł yaouank, da gleved an esampl. |
d. Da bellaat deus an dańjer, deus gwall kompagnunez Zo kaos da mil valeur, da mil fallagriezh. Pa glevas e gamaraded pesort punision A guitas an holl moyen, ha voent maes ar vro, Evit gober pinijenn ar rest deus o deizioł. e. Ha c'hwi, tadoł ha mammoł, kement 'peus bugale, O korijit, instruit, bezit fur, sońjit enne! Rag mar vańkfec'h war-nez se, abred pe ziwezhat, I a roy d'eoc'h-hu amań pe d'ezo gwall kalonad. En bleu: extraits de la feuille volante in-12, 12 pp, oł ce "Recit" occupe les pp. 7-12, venant aprčs "Disput etre ar Maro hac an Den Yaouanq" E Montroulez, euz a Impr. Lédan (Imprimerie Lédan de Morlaix). Cité par F. Gourvil pp. 565-567 comme "Archétype du Carnaval de Rosporden" (On y retrouve sans doute les strophes d et e qu'il ne cite pas. Les variantes principales par rapport au MS de Keransquer sont entre crochets). Variante (1.b) D'an seizhvet devezh war-nugent demeuz ar viz c'hwever Deus ar bloavezh mil c'hwec'h-kant pevar-ugent ha c'hwec'h Zo erruet un estlamm e ger a Rosporden Evit reiń da gentel, siwazh, kristenien! (2.b) Tri den yaouank dirollet oa en un ostaliri Gant ar podoł gwin oa tańvet oa o gwad da virviń, Pa devent debret awalc'h hag ivez holl evet: - Deomp-ni da ger kroc'hennoł, ma Doue, kroc'hennoł lo(en)ed - Deomp-ni bremań da ziwisk, gwiskomp kroc'henn loened. (3.2) E benn barzh ur penn-maro ha boutaz ur gouloł. (4.2) Youdal ha lammat ha 'n'em lakaat o tri (5.4) Lar "'Tro Doue, pelec'h out? Amań zo ur c'hoari (7.4) Deus d'am zi-ta, penn maro, deus d'am zi da goaniań (9.3) nag ivez d'an ebat ...diouzh an noz digor (11.b) Kerzhed reas an anaon, a zeuas en e roll, tre - Setu emaon degouezhet da goaniań ganit-te. Deomp-ni eta, va komper, n'eo ket aes el lec'h-mań, Deomp-ni hon-daou ouzh va daol savet e-barzh va bez! - (12.b) Ne oa ket e gomz gantań, e gomz peurechuet Pa yudaz an den yaouank gant ur spont kriz meurbed Pa yudaz an den yaouank gant ur spont kriz meurbed Ha kouezhas plomb war e benn, gant 'n anaon diframmet. |