11. Pelloc'h ne soñjin ket
Ardoù an drouk-spered;
Biken me n'em gollo
Goude pred ar marv.
12. Evel ur vag gollet,
Va c'horf deus va c'haset
Amañ, dre an avel,
Ar glav har ar riell.
13. Marv, te an treizher
A zigor din ar gêr,
Pa vruzun gant an her
Va lestr ouzh he rec'hier.-
14. A bep tu pa sellin,
Kement tra a welin
A ray d'am daoulagad,
Ha d'am c'halon mil vad
15. Perc'her ar baradoz
Digor ouzh va gortoz,
Ar sent, ar sentezed,
Tost d'am degemeret.
16. Me vo degemeret
E palez an Drinded,
E-kreiz an enorioù
Hag ar meuleudioù
17. Ha eno, evit mat,
Welin Doue an Tad
Gant e Vab benniget
Hag ar Spered meulet.
18. Me a welo Jezuz,
En ur c'hiz dudius,
O lakaat war va fenn
Ar gaerañ kurunenn :
19. - Ho korfoù evurus,
A lavaro Jezuz,
Oa teñzorioù kuzhet
En douar benniget.
20. Evel gwrizioù roz-gwenn,
Pe lili, pe spern-gwenn,
E kornig ul liorzh
Em' oc'h e-kreiz va forzh
21. C'hwi zo em baradoz
Evel bokedoù roz
A zivleun d'ar mare,
Hag a vleun adarre.-
22. Evit poanioù dister
Evit ankenioù berr,
Ni vezo paet mat
Gant Doue, hor gwir dad.
23. Kaer a vezo gwelet
Ar Werc'hez benniget
Gant daouzek steredenn
A ra he c'hurunenn
24. Gwelet a rimp ouzhpenn
Ganto peb a delenn,
Aelez hag arc'haelez
Holl o veuliñ Doue;
25. Gwelet a raimp-ni c'hoazh
Leun a c'hloar, leun a c'hraz,
Hon tadoù, hor mammoù
Hor breudeur, tud hor bro.
26. Gwerc'hezed a bep oad,
Sentezed a bep stad,
Gwragez, intañvezed,
Gant Doue kurunet.
27. An holl aeledigoù
War ho eskelligoù
Ker mignon, ker rubenn,
A nijo dreist hor penn
28. A nijo dreist hor penn,
Evel un hed gwenen,
En ur parkad bleunioù,
Son ha c'hwezh vat ganto.
29. Eürusted heb he far
O soñjal me ho kar;
C'hwi a ro din dizoan
E poanioù ar bed-mañ
Extraits du 1er carnet de collecte de La Villemarqué
P.183.1
Ar barados
(12) Ma c'horf evel ul lestr
E-deus ma digaset
Dre an avel
Hag ar riel kalet
(13) Ar marv, ar porzher
A zigor ar c'hastell
Pa burzhunet eo bet
Va lestre ouzh e roc'hel.
(19) - Ar c'horfoù
Evel ma oc'h-c'hwi bet
Bet un teñzor kuzhet
En douar benniget.
(20) Evel gwrizioù roz glan
Bleuñv al lis pe lavant
E kornik ul liorzh.
E viot e ma porzh.
(21) Al lis hag al lavant
Hag ... ar roz glan
A goll o gwennved
Hag he c'hav adarre.
(A) A goll o gwennved (qui perdent leur blancheur)
Hag he c'hav adarre (et la retrouvent)
C'hwi a zo evel-se (vous êtes comme eux)
E c'havit hen ivez. (et la retrouverez)
P.168
(B) Dre garantez Doue (par amour de Dieu)
Ni a dollo neuze (nous lancerons alors)
Skleur [?] dreist ar beg ar gwez (une lueur [?] par dessus les arbres)
Pa zeu an gouloù-deiz (quand se lève le jour).
(C) Dreist beg ar gwez d'an aer (par dessus les arbres, en l'air)
Pa maint karget a erc'h (quand ils sont chargés de neige)
Hag evel an erc'h ivez (et c'est semblables à la neige)
Teuyomp dirag Doue.(que nous viendrons devant Dieu)
(27) An holl eledigoù
Gant o eskelligoù
Ken mignon, ken rudenn (roses),
A nijo dreist hor fenn.
(28) Ha nijo dreist hor fenn
Evel ar gwenaenn
E-kreiz ur park bleuenn
Eno en ur vandenn.
Le titre (Barados) et les 2 premiers quatrains de la p. 168 ont d'abord été notés au crayon, puis La Villemarqué les a recouverts d'encre de la même plume avec laquelle il a transcrit les autres quatrains. (Note de D. Laurent)