Ar Beleg Forbannet

Ar Beleg forbannet

Barzhaz Breizh

Ton
Olivier Perrin Breiz Izel 1844

1. Selaouit eur person a eskopti Gwenned,
Pell diouzh ar Rouantelez vit ar feizh forbannet,
Pell eo a gorf diouzoc'h, med e impinion
A zo dalc'hmad ganeoc'h kenkoulz hag e galon.

2. Abaoe an amzer kriz ha diskonfortuz
Ma on pellet diouzoc'h dre urzoù didruez,
Dirag va daoulagad dalc'hmad oll ho kwellan;
Ha war ho poanioù deiz ha noz e ouelan.

3. 0 deiz leun a c'hlac'har, o deiz leun a dristez !
An deiz va distaget ouzoc'h, va bugale ;
0 kimiad glac'haruz ! Keid ma e vevin
M'am-bo sonj ahanout ; biken ne t'ankouin !

4. Henvel ouz Jeremi pe ouz ar geiz Juived,
Er ger a Vabilon pell amzer sklavezet,
Bemdez, en eur zonjal en oll ho poanioù
Gant houlennoù ar mor e veskan va daeroù.

5. War eur roc'h azezet, va unan, tall an aod,
E ouelan gant glac'har, ha gluban va daou-jod,
A gluban va daou-jod, siwazh ! gant va daeroù,
En eur zonj ahanoc'h emaoc'h treuz ar morioù

6. 0 tud vad benniget ! men ema oad arze
An amzer euruz-hont ha va c'havec'h bemdez,
Vit kleved komz Doue, ha diskarg ho kalon,
Ha vit ho konforti dre ar gomunion !

7. Ha va bugale geiz ! e pe stad emaoc'h-c'hwi ?
C'hwi va goulenn bemdez ha n'em c'havit ket mui
M'ho koulan e va zu ; med, oh ! ped eun druez !
N'ho-peuz ket mui a dad, na me a vugale !

8. 0 keiz denvedigoù ! petra vo ahanoc'h ?
Piou ho konforto, piou ray sikour d'eoc'h ?
0 Jezuz ! bugul mad, dalc'hit sonj anezo,
Hag astennit Ho torn e bep amzer dezo.

9. Sperejoù euruz, o sent ha sentezed,
Ha C'hwi, Rouanez an nenv, chomit ganto bepred !
Roit c'hwi dezo sikour enn o oberioù,
Ha roit konfort dezo en oll o zrubuilhoù.

10. O douar a Vreizh-izel, o va bro glac'haret !
E pe mor a gloas e oec'h bet taolet ?
Gwech-arall e oas brao, joiouz, ha laouen ;
Breman te zo mantret, siwazh ! gant an anken !

11.Eur vandenn traetourien héb fé hag héb lezenn,
He-deuz da ziorblet ha laket peb-eil-benn ;
Lammet o-deuz ganit oll joaioù da galon
Forbannet eskibien, menec'h ha beleien.

12. Eskibien, beleien ha menec'h, forbannet
gant al leanezed ar vro oll dilezet ;
Tamm overenn bet mui, na tamm sakramantoù,
Hag an dréz o kreski ebarzh on ilizioù !

13. Linserioù an aoter, kroaz ha kaliz saotret,
Ha ganto ar c'hleier e peb parrez laeret ;
An iliz eo begin, hag he madoù forzhet ;
Hag en armel santel kezh Jezuz forbannet ;

14. Saotret eo an iliz ; laket da varchosi,
Koulz 'vel an aoter-vraz d'eun daol a zebri ;
Ar gwir gristenien, an dud vad o ouela,
Hag ar re fall beplec'h, beplec'h oc'h o gwaska !

15. 0 va Doue, fachet oc'h akozh d'on pec'hedoù !
Ni-unan zo kirieg da oll on poanioù ;
Pa vim feal deoc'h, e vioc'h feal deom.
Pellaet om-ni diouzoc'h, ha C'hwi bella diouzom.

16. En Ho gourdrouz, neoac'h, leun oc'h a vadelez,
Hag ekreiz on anken C'hwi ginnig deom ar peoc'h.
Truezh ! va Doue ! truezh ! ni zo Ho pugale,
Deuz an droug on-euz graet distaolit d'eom arze !

17. D'ar rouantelezh oll, d'an iliz glac'haret,
Dazkorit, o va Doue, Ho madelezh, abred.
Ho ped truezh deoc'h eom, o Doue a garantez,
Dazkorit deom ar peoc'h, dazkorit deom ar feiz.

18. Pegoulz e vezim-ni, bugulien ha denved,
Vit Ho meuli, va Doue, a-gevred, dastumet ?
Pegoulz e teuy an deiz da zec'ha on dareoù,
Ha da gana gloar d'Eoc'h enn on ilizioù ?

19. 0 deiz a eurusted ! o deiz leun a zouzter !
Va sonj a zo ganit peb eur ha peb amzer.
0 Doue a vadelezh hastit an termen-ze,
Vit ma hellin-me c'hoazh gweled va bugale !

20. Kea, kanenn hirvouduz, konfort a va spered,
Kea, ha lar da va fobl, oll va glac'har kalet.
Dougit-hi, eled mad, ha larit mad dezo,
Ema ha deiz ha noz oll va sonjoù ganto.

21. Turzunell, eostig-noz, gant an amzer-nevez,
E yeoc'h da gana doc'h dor va bugale ;
Ha perag n'hellan ket nijal ivez ganeoc'h,
Evit mond, dreist ar mor, beteg on bro, veldoc'h ?

22. A! grit avad em lec'h, kanit a-bouez ho penn:
-Dalc'hit mad doc'h ar Feiz,dalc'hit doc'h ho lezenn
Ha grit dezo respont : - Ni zalc'ho doc'h ar Feiz !
Kentoc'h mervel mil gwech 'ged ankouaad on Doue !




Galleg Saozneg