Bleunioù Mae

Bleunioù Mae


Ton

1.Neb a welfe Jef war an aod,
Drant he lagad, ruz he diouchod,

2. Neb a welfe Jef er pardon,
A deufe joa en he galon..

3. Neb he gwele àr he gwele,
Gant truez outi a oele.

4. Gant truez deus ar plac'hik klañv ;
Ker gwenn evel ul lilienn hañv.

5. Hi lare d'he mignonezed
War bankig he gwele chouket:

6.- Mignonezed, ma em c'haret,
En an' Doue, na oeulet ket ;

7. C'hwi oar avat, mervel zo ret :
Doue war ar groaz en deus graet.-

8. P'az is d'ar feunteun davit dour
An eostik-noz a gane flour :

9. - 'Mañ ar miz mae o vont e-biou.
Gant ar bleunioù war ar c'hleuzioù :

10. Eürus eo an dud yaouank-se
Hag a varv en amzer nevez !

11. Evel ar rozenn deus ar brank,
E tisparti an dud yaouank ;

12. Re 'ne a rei a-raok eizhtez,
E vo roet d'e bleunioù nevez ;

13. Hag int deus a-greiz, d'ar baroz,
'Vel bivig-doue, deus ar roz.-

14. - Jeffik, Jeffik, ne ouzoc'h ket
Pezh en deus an eostig laret :

15. 'Mañ ar miz mae o vont e-biou,
«Gant ar bleunioù war ar c'hleuzioù. »

16. Ar plac'hig dal' m'he deus klevet,
He daouarn e kroaz 'deus lakaet :

17.- Me laro un Ave Maria
En ho enor, itron Varia,

18. Ma plijo gant ho mab Doue,
Da gaout dioun-me truez -,

19. Ma 'z in, bremaik, da c'hortoz
Va mignonezed er baroz.-

20. Oa ket he Ave achuet
Stouiñ he fenn hi he deus graet ;

21. Stouiñ he fenn hi he deus graet,
He daoulagad he deus serret.

22. Neuze oe klevet an eostig,
O kanañ c'hoazh el liorzhig

23. «Eürus eo an dud yaouank-se
Hag a varv en amzer nevez !

24. Eürus eo an dud yaouank-se
A ve roet d'e bleunioù nevez !»


Galleg Saozneg