Bosenn Eliant

Bosenn Eliant

Bered
Ton
1. Tre Langolen hag ar Faouet
Ur barzh santel a vez kavet;
[Hag eñ Tad Rasian añvet] (1845, 1867).

2. Laret eñ-deus d'ar Faouediz:
Lakit un oferenn bep miz
Un oferenn en hoc'h iliz.

3. Aet eo ar vosenn a Elliant
Hogen n'eo ket aet hep forniant,
Aet zo ganti seizh-mil ha kant.

4. E bro Eliant heb lared gaou,
Ema diskennet an Ankou.
Maro an oll dud nemed daou:

5. Ur wregig kozh tri-ugent vloaz
Hag ur mab hepken e-devoa,
[Gantañ ar vozenn war e skoaz.] (1839)

6. ["Setu ar vosenn 'penn va zi,
Pa garo Doue teuy en ti,
Ha ni yelo kuit" emezi.] (1845, 1867)

7. E-kreiz Eiant er marc'hallec'h, [plas ar marc'had] (1839)
Geot da falc'hat a gafec'h,

8. Nemed en hentig vid ar c'har
A gas re varv d'an douar.

9. Kriz vije 'r galon na ouelje,
E bro Eliant neb a vije:

10. Gwel'd triwec'h karr tal ar vered
Ha triwec'h all eno o toned.
11. Lec'h oa nav mab en un tiad,
Aent d'an douar en ur c'harrad;
Hag o mamm baour ouz o charread.

12. O zad a-dreñv o c'hwibanat [c'hwitellat] (1839)
Kollet gantañ e skiant vad.

13. Hi a yude, c'halve Doue,
Reustlet e oa korf hag ene;

14. - Lakit va nav mab en douar
Ha me roy deoc'h ur gouriz koar,

15. A ray teir dro en-dro d'ho ti,
Ha teir en-dro d'ho manati.

[15 bis. A ray daou dro da dro ho ti
Ha pevar euz ho kroaz evelti.] (1839)

16. Nav mab am-boa ganin ganet;
Setu gant an Ankou int aet!

17. Gant an Ankou e toull va dor; [hon nor] (1839)
Den da rei din ul lommig dour?"

18. Leun eo 'r vered rez ar c'hleuzioù,
Leun an iliz rez an treuzoù;

19. Réd eo benniga ar parkoù
Da lakaat enno ar c'horvoù.

20. Me wél er vered un dervenn,
Hag en he beg ul liñser wenn:
Aet an oll dud gant ar vosenn!


Version consignée dans le premier carnet de collecte de La Villemarqué


P.104

Elian

(1) Etre Ar Faouet hag Ar Pont
Tre Ar Pont Gwenn hag Ar Faouet
Ur zant hag a pre(ze)g vez kavet.

(2) En-deus laret d'ar Faouediz
"Lakit un oferenn bep miz.

(3) Aet eo ar vosenn barzh Elliant.
Med n'eo ket aet hep bobulan (forniant?).
Na, maro eo seizh mil ha kant!"

p.105

(4) E bourc'h Eliant, hep lared gaou,
Ema diskennet an Ankou... etc.
(5) Ur gwregig...etc.

(7) E bourc'h Eliant, plas ar marc'had... etc.

(8) Nemed war lerc'h ar c'harr
Kas an dud varv d'an douar.

(9) Kriz vi an galon...etc.
E bourc'h Eliant neb a vije

(10) Wel 19 karr toull ar vered
18 eno (da) o toned,

(11) Weled nav mab en ur c'harrad,
(D)re a nav en-deus an tiad

(16) Nav demeus memez tiad,
Memez mamm he-deus o ganet,

(11.3) Weled o mamm toud o charread,
(12) O zad war-lerc'h o c'hwitelad.
Kollet gantañ e skiant vat.

(14 bis) Aotroù Sant Roc'h...
(14) Lakit ma nav map en douar
Me roy d'oc'h iliz ur gouriz koar.

P.106

(18) Leun eo ar vered beteg ar murioù.
Ma iliz beteg an treuzoù.

(19) Red vezo bennigañ ar parkoù
Da lakaad eno ar c'horfoù.

(20) Me wel toull vered ar perchenn
Lakaet d'outi an dilhad gwenn
Aet an dud toud gant ar vosenn."





Kempennet gant Laura W. Taylor (1865)


Galleg Saozneg