Bran

Marc'hek Bran

Ton
1. Marc'hek Bran a zo bet tizet
Rag e kad Kerloan ema bet. (diou wech)

2. E kad Kerloan, e-tal ar mor,
Oe tizet mab-bian Bran-Vor.

3. Daoust d'or gounid oe kemeret
Ha glaz-alaouret oe kaset.

4. Ha glaz-alaouret pa zeuaz
E-barzh eun tour en a ouelaz.

5. "Va c'herent a drid hag a you
Ha me war va wele: ah! you!

6. Me garfe kaoud eur c'hannader
A zougfe d'am mamm eul lizer!"

7. Ar c'hannader pa oe kavet,
Ar marc'heg en deuz kemennet:

8. - Ur gwisk all, va den, a wiski,
Gwisk ur c'hlaskour boued a-zevri

9. Va bizoł 'gemeri ivez;
Va bizoł aour, en arouez;

10. Ha d'am bro dal' ma tigouezi
D'am mamm itron e ziskouezi.

11. Ha mar deu va mamm d'am dasprenn
Kannader, arouezi e gwenn;

12. Ha, siwazh din, ma na zeu-hi;
Va faotr, e du ec'h arouezi.-

13. Pa zegouezas e bro Leon,
E oa o koniań an itron

14. E oa gant he zud, diouc'h an daol;
An delennourien en o roll.

15.- Noz vat deoc'h, itron an ti-mań:
Setu bizoł aour ho mab Bran,

16. E vizoł koulz hag ul lizher:
Ret eo e lenn, e lenn e-berr.-

17. -Tavit, telennourien, ho son;
Glac'har vras a zo em c'halon;

18. Tavit, telenourien, buan,
Paket va mab, ne ouien mann !

19. Ra farder ul lestr din fenoz,
Ma treuzin ar mor antronoz !-

20.Antronoz, eveus e wele,
An aotrou Bran a c'houlenne:

21 - Gedour, gedour, din livirit,
Lestr-ebet o tont na welit ?

22. - Aotrou marc'heg, na welan-me
Nemet ar mor-bras hag an neńv.

23. Ann aotrou Bran a c'houlennas
Gant ar gedour, da greizteiz c'hoazh:

24. - Gedour, gedour, din livirit
Lestr ebet o tont na welit ?

25. - Aotrou marc'heg, na welan tra
Nemet mor-evned o nijal.-

26. An aotrou Bran a c'houlennas
Gant ar godour d'ar pardaez c'hoazh.

27. - Gedour, gedour, din livirit
Lestr ebet o tont na welit ?-

28. Ar godour-gaou, pa e glevas,
C'hoarzhin-droug outań a reaz:

29. - Ul lestr a welan-me pell-pell
Hag eń foetet gant an avel.

30. - Na pez' arouez ? livirit krenn !
Daoust eo hi du, daoust eo hi gwenn ?

31. - Aotrou marc'heg, 'vel ma welann,
Du eo, m'hen toue ruz-glaou-tan !-

32. Ar marc'heg kaezh, pa 'n deus klevet,
Na mui na ken 'n eus lavaret;

33. Distreiń a reas e zremm c'hlas,
Ha gant an derzhienn a grenas .

34. Hag an itron a c'houlenne
Gant ar gźriz pa zouare:

35. - Petra nevez a zo amań
Pa glevan ar c'hleier tinsań ?-

36. Un den kozh en deus lavaret
D'an itron pa 'n deus he c'hlevet :

37.- Eur ar marc'heg paket oa amań,
Mervel en deus graet en noz-mań.-

38. Oa ket he gomz peurlavaret
An itron d'an tour zo pignet.

39. En ur redek, o ouelań ken,
Dispak-kaer ganti he blev gwenn.

40. Ken a oa 'r gźriz souezhet,
Souezhet bras oc'h he gwelet,

41. Gwelet un itron zivroad
Oc'h ober kańv hed ar straed.

42. Ken a lavare peb unan:
-Piv eo houmań, hag a-beban ?-

43. An itron baour a lavare
Da dreizher an tour, pa errue:

44. - Digor, digor, prim an nor din !
Ma mab ! ma mab ! ra e welin !-

treset gant Pierre Rousseau

45. Pa oa digoret an nor vras
War gorf he mab en em strinkas;

46. Hag e vriataat a reas,
Ha biken goude na savas.

47. E maez ar stourm, e Kerloan,
Zo un dervenn a-us ar c'hlan,

48. Un dervenn, e-lec'h m'argilas
Ar Saozon 'raok dremm Youen-Vras

49. War an dervenn, pa bar al loar,
Bep noz en em zastum adar,

50. Mor-adar du-bailh o fluennoł,
Ul lommig gwad war o fennoł.

51. Ganto, ur Vranez-gozh louet,
Ganti ur Vran yaouank kevret.

52. Skuizh o-daou ha gleb o eskell:
O tont glas-alaouret, ouc'h pell.

53. Hag an evned a gan ur c'han,
Ker kaer, ma tav ar mor ledan.

54. Ar c'han-se, 'n ur vouezh i e gan
Nemet ar Vranez hag ar Vran.

55. Hag ar Vran en deus lavaret:
- Kanet, evnedigoł, kanet.

56. Kanet, evnedigoł ar vro;
Pell eus a Vreizh n'oc'h ket maro .


Galleg Saozneg