Er chistr nevez

Le cidre nouveau

ton

Dastumet gant Loeiz Herrieu (1840 - 1910)
Kempennet gant Christian Souchon (c) 2011




"Loeiz Herrieu

ER CHISTR NEVEZ

1. Peizanted, er gué zou karget
A avaleu milen:
Golhet hou fustigeu, pautred,
Er bléad er goulen.

2. Lakeit hou fusteu, hou tonneu
De drampein én deur skér
Ha tolpet hou pern aveleu
Er hornig ag hou lér.

3. A pe zei er gouian kalet,
Karget hou melinieu,
Ha troeit get plijadur, pautred,
Malet hou avaleu.

4. Hag én hou preseu stoubet mat
Paket hou markajen
Lakeit plouz kerh, ar bep trohad
Hou chistr e vou milen.

5. Ha bremen, get hou nerh brasan,
Sterdet ar hou preseu:
Er chistr e rid: er frond huékan
E saù dré hou kranjeu.

6. D'en dud ag en ti ha d'er vistr
A pe ver get er pred,
Nitra ne dalv ur bannig chistr
Eit torrein er séhed.

7. Hag a pe vér draillet d'er boén,
E hersal doh en doar,
Aveit degas kalon d'en dén
Er chistr e zou hemb par.

8. Er chistr e zou ivaj en ol
Er pinùik hag ur peur
Mes mèuein geton e zou kol
Ha dismant ivaj eur

9. Ean zou goed er guir Vretoned;
Hemb zou n'hellant biùein.
Chomamb fidél d'hun chistr, pautred;
Mes gouiamb en ivein


Loeiz Herrieu: Guerzenneu ha Sonenneu Breiz Izel
AR CHISTR NEVEZ

1. Peizanted, hor gwez zo karget
A avaloù melen:
Riñsit ho fustigoù, paotred!
Ar bloaziad her goulenn.

2. Lakit ho fustoù, ho tonnoù
Da drempañ en dour sklaer
Ha tolpit ho bern avaloù
Er c'hornig eus ho leur.

3. A pa zeui ar goañv kalet,
Kargit ho milinoù,
Ha troit gant plijadur, paotred,
Malit hoc'h avaloù.

4. Hag en ho presoù stoufet mat
Pakit ho markajenn
Lakait plouz kerc'h war bep troc'had.
Ho chistr a vo melen.

5. Ha bremañ, gant ho nerzh brasañ,
Stardit war ho presoù:
Ar chistr a red: ar frond c'hwekañ
A zav dre ho krañjoù.

6. Da zud an ti koulz ha d'ar mestr
Ha pa vez gant ar pred,
Netra ne dalv ur bannig chistr
Evit terriñ ar sec'hed.

7. D'ar re a vez drailhet gand ar boan
O herzel doc'h an douar,
Evit degas kalon d'an den
Ar chistr a zo heb par.

8. Ar chistr a zo evaj an holl
Ar pinvidig hag ar paour
Mes mezviñ gantaña zo koll
Ha dismantr evaj aour.

9. Eñ zo gwad ar gwir Vretoned
Hep zo n'hellont bevañ.
Chomomp feal d'hon chistr, paotred,
Med gouezomp en evañ!

LE CIDRE NOUVEAU

1. Paysans, vos arbres sont remplis
De pommes dorées:
Rincez vos fûts, les gars
La récolte le demande.

2. Faites tremper vos fûts, vos tonnes,
Dans de l'eau bien claire,
Et entassez vos fruits
Dans un coin de votre aire.

3. Et lorsque viendra la rude saison,
Remplissez vos moulins,
Et tirez avec plaisir les gars,
Broyez vos pommes.

4. Et dans vos pressoirs bien calfeutrés
Rangez votre marc;
Sur chaque couche placez de la bonne paille d'avoine,
Votre cidre sera plus beau!

5. Et maintenant, de toutes vos forces,
Serrez vos pressoirs,
Le cidre coule: le plus suave parfum
Remplit vos celliers.

6. Pour la maisonnée comme pour les maîtres
Assis la table familiale,
Rien ne vaut, au moment du repas,
une lampée de bon cidre
Pour apaiser la soif.

7. Et lorsqu'on est fatigué
Par les durs travaux des champs,
Pour vous rendre le coeur vaillant,
Le cidre est vraiment sans pareil.

8. Le cidre est la boisson de tous,
Du riche comme du pauvre,
Mais en abuser c'est perdre
Et gaspiller une boisson d'or.

9. C'est le sang des vrais Bretons,
Sans lui ils ne peuvent vivre.
A notre cidre restons fidèles les gars
Mais n'en abusons jamais ...

source loeizherrieu.fr

NOTE:

La mélodie est très proche de celle du Chant de l'Enfer dans le Barzhaz Breizh.




* Taolenn*