Kelc'h Marzhin Pevare Rann

Distro Marzhin

Ton

1. Kado o vont gant ar c'hoad don,
Gantan e gloc'hig sklint o son. (diou wech)

2.Ken na zeredaz eun tasmant
Glaz e varo evel ar mann.

3. Hag e zaoulagad o tevi
Vel dour eur gaoter o virvi.


4. Kado ar Sant a zigoueze,
gant Marzhin ar barzh en deiz-se.

5. -Kemenn a ran, en anv Doue!
Lavar din-me piou out-te?

6. -En amzer ma oan barzh er bed,
Me oa gant an oll enoret;

7. Diouzhtu ma z'aen 'barzh ar zall
E klever an oll o youc'hal.

8. Diouzhtu ma kane va zelenn
Koueze diouzh ar gwéz aour melen.

9. Roueoù ar vro am c'hare,
Roueoù all oll am douje.

10. An dudigoù paour lavare:
-Kan, Marzhin, kan, e peb mare.

11. Lared a rae ar Vretoned:
"Kan, Marzhin, an traoù da zoned."

12. Breman er c'hoajoù e vevan,
Den na ra stad ouzhin breman.

13. Bleizi ha moc'h gouez, kreiz va hent,
Tre ma'z an e-biou, skrign o dent,

14. Kollet eo ganin va zelenn,
Pilet eo gwéz an aour melen;

15. Roueoù Breizh a zo maro,
Roueoù all a wask ar vro.

16. Na lavar ken ar Vretoned:
"Kan, Marzin, an traoù da zoned."

17. Int a ra ouzhin "Marzhin foll"
A daolioù mein am c'hasont oll.-

18. - Paour-kaezh diod, distroit endro,
Ouzh Doue zo vidoc'h maro.

19. Hennezh en-do truezh ouzoc'h;
Da neb a fiz ennan ro peoc'h.

20. Ennan fiziz, c'hoazh e fizian,
Outan truez a c'houlennan.-

21. Drezon ho-peuz truez outan
O Tad ha Mab ha Spered Glan!-

22. - Me a laosko eur youc'hadenn
D'am Roue, gwir Zoue ha den!

23. Me gano E vadelezhoù
A oad da oad dreist an oajoù.-

24. -Paour-kaezh Marzhin, Doue d'ho klevo!
Elez Doue d'oc'h ambrougo!-



Galleg Saozneg