1. An eorioù zo savet, setu ar flik-ha-flok ; Kreñvaat ra an avel, mont a reomp kaer a-raok Stennañ reer ar gwelioù, an douar a bella : Va c'halon, siwazh din ! ne ra 'met huanadañ 2. Kenavo neb am c'har em parrez tro-war-dro Kenavo, dousig paour, Linaig, kenavo... Ar c'himiad-mañ ran dit, ken evit da guitaat, Marteze, siwazh din, da viken, evit mat. 3. 'Vel un evnig lammet gant ur sparfell, er c'hoad, Deus a gichen he far pa oant d'en em barat, 'M eus ket kalz a amzer da soñjal d'am glac'har, Ker buan am lammer digant an neb am c'har. 4. Evel un oan a vegl, pellaet deus e vamm, N'ehanan da ouelañ, da deur'l klemmoù estlamm; Ma daoulagad bepred troet trezek ar plas E-lec'h out-te chomet, va mignonezig vras. 5. Pelloc'h va daoulagad na weljont nemet mor, A gren a-zindanon, a lamm hag a zigor Ha pa 'z an da soñjal 'mañ echuet ganin Ha me e oueled mor, em strinkañ ra d'an neñv. |
6. Pa zeuis tre al lestr va estlamm a oa
bras Gwelet ur seurt kastell o vrallañ war mor glas Pevar-ugent kanol, daou-ugent a bep tu, O c'horf brizhiet en gwenn livet gant livaj du 7. An aod evel ur c'helc'h, en-dro, pell diouzhin, O rannañ en daou du ar mor bras hag an neñv. Ha begig ar gwernoù, uhelloc'h deus an dour Ha n'eo deus ar vered beg an uhellañ tour. 8. Gwel't ho peus war ar roz en-dro d'ar raden glas, O deus koulmoù a-walc'h koulz a-hed hag e kroaz, En-dro d'ur wern ez eus liesoc'h a funienn Evit a neudenn zo en-dro d'ar radenenn. 9. Allas ! ar Vretoned zo leun a velkoni ! Mez'velliñ ra va fenn, ne hellan soñjal mui. Va c'halon a zigor ; 'n aner ran ar son-mañ Marteze, siwazh din, n'em c'hlefot he c'hanañ |
SONEN ER VRETON YOANG (tiré de "Guionvarc'h" de Dufilhol) Doue holl-buisant, C'hwi a lenn em c'halon, C'hwi a gont va daeloù, va huanadoù don! Gwelit hag estimit ar moment hag an eur Ma vo fin d'am poanioù ha d'am displagadur! Daou vloaz zo tremenet - na gontañ ket ar rest...- E voa ordrenet din ambarkiñ war Rad Brest E-lec'h ma z'on bremañ hag e vin marteze Betek an deiz, allas! m'echuo va buez. (6.1) Pa erruis el lestr, va souezh a oe braz (6.2) O welet ur c'hastell o vrallañ war 'n dour glas. (7.1) An aod evel ur c'helc'h a oa en-dro din-me (5.4) Dindanon oa ar mor, a-zioc'h din oa an neñv. (7.3) Begoù hir ar gwernoù zo pelloc'h d'eus an dour (7.4) Eget d'eus ar vered beg an huellañ tour. (a) Gouelioù braz ha bihan en-deus ar peroked A-dreuz war pep gwernenn e form kroazioù parfet. (8) Gwelet ho-peus mintin en -dro d'ar radenn glas Eus kroazed a-bep tu, koulz a hed hag a groaz. Var ur vatimañt zo aliesoc'h kordenn Eget a neudenn zo en-dro d'ur radenenn! (6.3) Pevar-ugent kanol, daou-ugent a bep tu, (6.4) Stoufet gant liej gwenn, o c'horf livet en-du, Bomboù ha perrieroù, fuzuilhoù, mousketon, A gleven a bep tu, ken a zav va c'halon. ______________________________________________ AR MARTOLOD YAOUANK (collecté par Alfred Bourgeois à Châteaulin) ...(6.1) E Brest pa oan erruet va souezh a oe braz (6.2) 'Welet 'r seurt batimañt o vouilhañ er mor glas. (8.3) Bez e oa er vatimañt liesoc'h a benn gordenn (8.4) 'Vit a neudenn gevnid en-dro d'ur bod raden (m.1) Va wele oa 'n ur sac'h na oa tomm na klouar (m.2) 'Oa staget d'eus ar sol a-bouez pevar amar. ...(l.3) Rochedoù gwalc'het er mor ha na berver jamez... |
P.175 [EMGANN NAVARINO] [...] (5.3) P'hini a zigor kreñv, ha goude-se, soñj din, (5.4) Deus-a oueled ar mor, en-em strinker d'an neñv. (a) Gouelioù braz ha bihan e-deus ar peroked Ha war bep gwern o-deus teir c'hroaz graet (6.3) Pevar-ugent kanol: daou-ugent a bep tu, (6.4) O c'horf livet en gwenn, mouchet gant livaj du. (b) Ha koulskoude ne c'hallan ober d'eoc'h ur gentel. Muioc'h ha ne larin a c'halfec'h da zoñjel... Med na soñjit ket re! Va foan a vo bepred, Gwasoc'h eged biskoazh na zoñjo ho spered. (c) Flastret a oa 'n ar roued eus va zistridigezh Va c'halon a rannas rannañ ra va mouez. Ar gwad em gwazhied a zeue da skornañ An amzer a rankiz ober ar c'himiad mad. (2.1) Kenavo va mamm, va zad... (7.2) O rannañ en daou du, ar mor don hag an neñv. (8) Gwelet ho-peus d'ar vintin en-dro d'ar radenn glas, O-deus skoulmoù ' bep-lech, koulz a-hed vel d'ur groaz? En-dro d'ur lestr a-zo aliesoc'h gordenn Evit a neudenn zo en-dro d'ur radenenn. (7.3) Beg ar gwernennoù zo uhelloc'h deus an dour (7.4) Vit n'eo deus ar vered begenn uhellañ tour... VARIANTE (d) O Itron Varia Arvor, ema Ho ti bordig ar vor. (e) Mont a ran da gouezhañ Va gwad em gwazhied a teu ivez da gornañ. (9.3) Siwazh din, en aner a ran ar c'himiad mad (9.4) Rag marteze biken n'em c'hlever hen ganañ. ______________________________________________ REMARQUE: Le "Emgann Navarino" (Combat de Navarin) du Carnet 1 emprunte à la "Sonen er Vreton Yoang" (Chant du jeune breton) du "Guionvarc'h - Etudes sur la Bretagne" de Louis Dufilhol alias L. Kerardven (1835), recopié par Alexandre Lédan en 1839 (Ms Ollivier N°979, vol. 4), ainsi qu'au "Martolod Yaouank" (Jeune marin) collecté par Alfred Bourgeois. Les passages en bleu ne sont pas utilisés dans le "Droug-hirnez" (Mal du Pays) du Barhaz. Les passages présents à la fois dans "Sonen", "Navarino" et "Droughirnez" sont en gras. |
P.176 (9.2) Mezevellet eo va fenn, va c'halon a zigor. (f) Red eo me strinkañ klañv gant droug ar mor. Erru eo ar c'houlz din da vont da baoueziñ: Un eskard an Turked welomp pell diouzhimp. (g) Distro a ra an Turk ha doned war e giz Da dreiñ hol linenn ha d'hon dastum e-kreiz: Seiteg batimañt turk a roe deomp bordajoù Da dreiñ hor c'herdenn ha neuze hor goelioù. (h) Alarm a bep-lec'h prest! Erru int dija tost! Labourad ha gwic'hal, peb hini en e bost! Labourad ha gwic'hal, gwasoc'h evit an "hu": Soñjal a rafec'h deoc'h ve ho kwad o remu! (i) Pelloc'h, va diouskouarn ne glev nemed tennoù. Ruilhal ha c'hwitellad a ra ar boledoù. Pelloc'h n'on ket kapabl evit fiñval un troad Pilpazer war korfoù, war vemproù pe war wad. (j) Eürus a vo an den a dennyo war ar mad. (k) Roet eo urz d'an arme doned d'hor sikour, Paneved-se oa n'holl dud pell-zo en don an dour. Homan zo al lodenn...tevel Deus an tourmañchoù bras a doug va spered (l) Mar vez red strinkañ va... E-lec'h d'un delienn zo e kaver ur milion. Rochedoù gwalc'het er mor ha na berver jamez... Me ho lez da soñjal un truez eo honnez! ______________________________________________ P.271 [Visite de La Villemarqué au fils d'Y. Tremintin, île de Batz] “Courage, courage!" dit une voix au fond de l'eau... et je vis une femme avec un enfant dans ses bras ; - maisonnette blanche couverte en ardoise en face de la baie de Roscoff. - la tour dans le lointain, fenêtres tournées de ce côté, - un jardinet au pied de la maison, quelques oeillets. Pour la Fête-Dieu, dont on pare les draps devant sa porte. Il ne met son habit d'enseigne que pour aller à Brest, et le dimanche de la Fête-Dieu, pour la procession - épée d'honneur - nom de M. Hi de Neuville - Récolte: au son de La cloche - Point de limites entre les propriétés - Austérité de moeurs très remarquable - église et "Toull ar Sarpant" [Trou de serpent] - les Îles et possessions étrangères. Epousé une paysanne de Taulé. |
P.177 (m) Va gwele zo ur zac'h n'eo na tomm na klouar Staget deus ar solioù war pouez pevar amar. C'hoazh ne gontan ket deoc'h deus a galzh a draoù all: Bara just ha bihan. Boued diskempenn ha fall. (n) Da Vrest e retournin vit paoueziñ va lestr Hag ober kemend-all kerkent ha ma vin prest. Me a lavar bremañ deus a-greizh va c'halon Da neb e-neus soñj d'am gweled em c'hañton. (o) Hag a bromet ivez serten da neb am c'har: Me ho c'haro bepred war vor ha war zouar. (p) An hini deus savet ar werz-mañ a-nevez A zo ur miliner 'chom parez Ar Fouye, En tu-all d'Ar Releg, war ar Menez Arre. (q) Neb he klevo moarvat -p'edo ar vadelez Da lared ur bedenn beteg fin d'ar vuhez. Sujet très habituel de "son". Veine de la poésie bretonne: Amour de kloarek. Amour de paysans. Composé par un meunier de La Feuillée, qui fut matelot et est revenu. Chanté par lui-même. ______________________________________________ P.270 [Récit du fils de Trémintin] Le Panaioti était une prise faite par les Français sur les pirates grecs et avait été donnée à conduire à l'Enseigne Bisson, d'Alexandrie jusqu'à Smyrne, (je crois). Bisson et Tremintin avec quinze Français en composaient l'équipage, ils avaient des prisonniers à bord. C'est à Stampalie, île de l'Archipel que Bisson se fit sauter. P.271 [Suite du récit] Tremintin Yves, né à l'Ïle de Batz en 1778-1828 - son fils - il est allé avec Dieu. Bisson prend la résolution de faire sauter le vaisseau, Il le dit à Tremintin, le soir où les pirates envahissent le vaisseau. Il serre la main de Tremintin (il avait dit à Tremintin à souper : «Je compte sur toi, pilote»). Il lui donne la main et lui dit ; -Voici le moment allons, pilote! Il est temps d'en finir, adieu! - Adieu, mon capitaine! - Le vaisseau saute. Il tombe dans l'eau - Il voit [Bisson resté à bord] - Adieu, dit-il, Tremintin, je m'en vais filer. – Adieu, Capitaine ! - Il ne voulut prendre qu'un verre d'eau et de vin, quoique nous eussions un piget de provisions d'Alexandrie, quoi! Des petites provisions de mer. |