1. Ma oufenn-me lenn ha skrivań, evel a ouzon rimel,
Me a refe ur zon nevez, o, la la la la la la la la,
Me a refe ur zon nevez, ur zon ha ne venn ket pell!
2. Me wel erru, va mestrezig, dont a ra 'trezek on ti;
Mar gellan-me kaoud an tu,me a brezego outi.
3. -Drouglivet, va mestrezig koant, drouklivet-bras ho kavan,
Abaoe m'ho kwelliz er pardon, e mizeven diwezhań.
4. Ha pa venn-me ta, den yaouank, ha pa venn-me drouklivet!
An derzhienn vras zo bet ganin, abaoe Pardon Folgoad.
5. Deuit-c'hwi ganin, va dousik, deuit tre el liorzh ganin,
Me ziskouezo deoc'h ur rozenn eno 'touez al louzoł fin;
6. Ker gae ha ker brav oa eno hag hi savet war ar bod!
Diryaou beure pa he c'haviz oe ker ruzh hag ho tivchod.
7. Deoc'h e lavariz serrań mat tor ho kalon, va mestrez,
Na vije aet an dud ebarzh, 'touez al louzoł hag ar frouezh.
8. Ha n'ho-peus ket sentet ouzin, hag ho-peus eń digoret,
Ha setu gweńvet ar vleuńvenn, kollet ganeoc'h ho kened.
9. Ar garantez, ar yaouankiz, kaerań traoł zo er bed-man;
Bleuńviń a reont ha koenńviń an eil hag eben buan.
10. Amzer om bet o 'n em garout n'e-deus ket padet gwall bell;
Tremen e-deus graet, plac'h yaouang, evel eur barrad avel!
Extraits des carnets de collecte de La Villemarqué
P.20
DISUL VINTIN HA PA ZAVAN
Disul vintin ha pa zavan 'hont da kas va zaout er-maes,
Me gle'e va mestrez o kanań hag he anaas deus he mouezh.
...
Me zo sur d'he barlant, mar gellan kavoud an tu,
Ma ve va mestrez amań pehini garan barfet:
Mar ve daou tri devezh amań n'em-be na naon na sec'hed.
...
Ar c'hentań m'eus bet 'n enour danvezout va mestrez
Oa barzh an iliz parrez pa oa gan an oferenn-bred.
Evel ur bouked lavand, pe ve ar foz ha lis.
Me ... hi permetet mond e-kreizh an iliz.
A-benn ur mac'hiad goude 'voa echuet an oferenn
Me a welaz va mestrez o diskenn an diri gwenn.
Skrivet a-istribilh
Kalz demeus ar verc'hed yaouank e oa ganti 'n ur bandenn:
- Debonjour d'eoc'h-hu, mestrez, debonjour, a laran d'eoc'h.
Ur bouchig ar gwir garantez a c'houlennan diganeoc'h.
- N'am eus ket refuzet biskoazh ... ur bouch na daou
Mez Doue a permeto 'vefem-ni pried hon-daou.
(5) Deuit-c'hwi ganin, va mestrez , deuit ganin d'am jardin
Da gweloud ar rozennig kaer em'eus gwelet diryaou vintin.
(6 )Da gou'oud hag a zo gweńvet pe chouket e-maez ar bod.
Ha ... pa hi gweliz hi oa liv gant ho div chod
(8) Setu aze va mestrezig ... az klask
Setu gweńvet ar rozennig hag hi chomet er flas.
P.32
MAR OUIFEN-ME SKRIV HA LENN
A. (1) Mar ouifen-me skriv ha lenn
Giz a ouien kompoziń (bis)
Me a skrivfe ur son kaer O
[A vije d'am fantazi.]
B. Me a skrivfe ur son kaer
Ya ne v(ef)en ket pell (bis)
Savet tre daou zen yaouank O
Ha 'n em gare fidel.
C. 'Tre an daou zen-se
A zo amań ar garantez (bis)
Laouen zo vel an eostik
O kanań da viz mae.
D. - Adieu, O, ma mestrezik
Mond a ran d'ho kuitaat (bis)
Pa n'eo kontant ho ligne O
Nag ho mamm, nag ho tad.
E. - Ma ligne a zo kontrol
Deus ar pezh a zizeran (bis)
Ar garantez a bado O
Pad an daou pe tri bloaz.
F. - Tri bloaz zo kalz ha nebeut,
Nebeut a amzer da dremen (bis)
Mond a ran d'an enezenn O
Zo ańvet Sant Malo.
P.33
G. E Sant Malo, ma mestrezig,
A zo un enezenn (bis)
Batiset war ar mor don O
Designet d'an amzer yen.
H. Mar e ouifen-me 'r zonik
... a ven bis)
Me a pedfe Doue noz ha mintin O
Me a pedfe d'Ezhań
War benn ma daoulin.
P.215
ME WEL ERRU MA MESTREZIK
(2) Me wel erru ma mestrezik,
Dont a ra 'trezek hon ti;
Ha mar hellan kavoud an tu,
Me a barlańto ganti.
(3) - Eurvat deoc'h, ma mestrezik,
Eurvat deoc'h e lavaran.
Eo drouglivet bras ho kavan
'Baoe 'meus ho kwel't diwezhań.
(4) - Nag e vin-me, ma servicher,
Nag e vin-me drouglivet?
Pellig zo amzer abaoe
En em ket ni welet.
(4) Pellig a zo amzer abaoe
En em ket ni welet.
Hag ouzhpenn-se, ma servicher,
An derzienn bras em-eus bet.
(7) - M'am-eus laret, ma mestrez
Serriń mat dor ho chardin.
Ne vije ket aet an dud barzh
E-touez al louzoł fin.
(8) C'hwi n'ho-peus ket sentet ouzhin
Hen pezo lezet digor:
Ema gweńvet ar rozennik
Kollet ganeoc'h hoc'h inor.
(5) Deut-c'hwi ganin-me, ma mestrez
Deut tre ganin d'am jardin
Me ziskouezo d'eoc'h 'r rozennik
'M eus kavet diryaou vintin.
(6) Ema eno ma mestrezik
Ema eno kost ar bod,
Diryaou vintin ha p'he c'haven
E oa ruz vel d'ho tivchod.
(a) Ar rozenn-se, va mestrez,
Hirio a zo gweńvet
'N dra-se zeblant em c'halon
Penaos ne n'em garomp ket.
P.263
DEVAT D'OC'H-HU VA MESTREZIK
(b) Devat d'oc'h-hu, va mestrezik
Devat d'oc'h-hu, a laran
(3) Gant drouglivet ho kavan
Abaoe 'meus ho gwel't diwezhań.
(4) Ha pa vin-me 'ta den yaouank
Ha pa ven drouklivet?
(c) Ha pellik-zo an amzer
D'abaoe 'n emket ni gwelet.
(d) Me 'm eus ho cheńchet, den yaouank
Evit un nebeut amzer
Ha n'ho-peus ket laret din-me
E vijet ma zervicher.
(e) Gant an anal deus ho kenoł
Pehini zeu d'ho soulajiń
Pa ne deu ket ma mestrezik
N'ouien ket petra rin.
(5) Deuit-c'hwi ganin va mestrezik
Deuit-c'hwi ganin d'am jardin.
Me ziskouezo d'eoc'h rozennoł
Hag a bep sort louzoł fin.
(6) Me ziskouezo d'eoc'h rozennoł
Diryaou vintin am-eus kavet
Pa a vez unan gweńvet
Ha, siwazh, n'en em gavomp ket.
(7) - Me 'm-eus laret d'eoc'h, va mestrez,
Serriń mat 'n nor en ho jardin.
Na vije ket aet an dud
E-barzh e-touez al louzoł fin.
(8) N'ho-peus ket c'hwi sentet ouzhin
Ho-peus hi lezet digor.
Setu kollet ar rozennoł
Kollet ganeoc'h hoc'h enor.
(f) Me 'm-eus ur feunteun a-dreńv ma zi
A zo ...
Peb mintin a yen d'he gweled
A rejouiso ma c'halon.
Variante
(2) Me wel erru ma mestrezik
Dont a ra trezek ho ti,
Ha mar hellan kavoud an tu
Me a brezhego ganti.
(3) - Drouglivet-bras, ma mestrezik,
C'hoazh, drouglivet ho kavan,
Abaoe 'm-eus ho kwelet d'ar pardon
Ya, 'baoe 'm-eus ho kwelet diwezhań.
(4) - Hag ouzhpenn-se, ma servicher,
An derien-bras em-eus bet.
(5) ... ur rozennik
Eno, 'touez al louzoł fin,
(g) Nemed nikun ane(zh)e eno a zeuy
Da zevel war ar bod.
(6) Ken ge ha ken moan em liorzh
Savet eno war ar bod
Ha diryaou beure pa he c'haven
A oa ruz 'vel ho tivchod.
(9) Ar yaouankiz zo ur bouked
Ar bravań zo er bed-mań
Gweńviń a reont, siwazh deomp-ni,
Kenkoulz an eil hag eben.