I 1. An aour-yeotenn zo bet falc'het. Brumenniń raktal en-deus graet. -Argad!- Brumenniń raktal en-deus graet. 2. - Brumenniń 'ra, a lavare, An ozhac'h-meur euz lein 'n Are. - Argad!- An ozhac'h-meur euz lein 'n Are. 3. Teir sizhun ma vrumenn teńval Kén teńval war duioł Bro-C'hall, 4. Kén n'hellan gwelout e neb giz Va mab o toned war e giz! 5. Marc'hadour mad o vale bro Ha klevjout-te roud euz Karo? 6. - Boud awalc'h, tad-kozh an Are, Ha penaos eo, ha pe zoare? 7. - Den a skiant, den a galon Aet gant ar c'hirri da Roazhon 8. Aet da Roazhon gant ar c'hirri Kezeg-tenn outo tri-ha-tri 9. Ha kinnig Breizh ganto, hep si Rannet mat etre pep hini 10. - Mar d-eo ho mab ar c'hinniger E c'hortoz 'refot en aner : 11. Pa'z ejod da bouezań 'n arc'hant Fallout a eure tri war gant. 12. Ken a lavaras ar merer: "Da benn, gwaz, a ray an afer!" 13. Ha pegań 'n e gleńv en deus graet Ha penn ho mab en deus troc'het. 14. Hag en e vlev en deus kroget Hag er skudell 'n deus en taolet" 15. An ozhac'h kozh 'dal m'e glevas 'Voe tost dezhań ken na semplas, 16. War ar garreg e kouezhas krenn Kuzhet e zremm gant e vlev gwenn. |
![]() 17. E benn 'n e zorn, o leńvań meur : "Karo, va mab, va mabig paour!" II 18. An ozhac'h-meur 'zo 'vont en hent Gantań war e lerc'h e gerent 19. An ozhac'h-meur o vont e-biou E-biou kźr-veur Nevenoioł. 20. "Lavarit-hu din, penn-porzhier, Hag-eń 'mań an Aotrou er gźr? 21. - Pe emań-eń, pe n'emań ket, Doue d'en dalc'ho e yec'hed !" |
22. N'oa ket peurlavaret e c'her M'eo degouezhet 'n aotrou er gźr 23. Degouezhet er gźr a chaseal E chas bras 'raozhań o vragal 24. E wareg en e zorn gantań Hag ur pemoc'h gouez war e skoaz, 25.Hag fresk-bev ar gwad o redek War e zorn gwenn, dimeus e veg. 26. - Mad deoc'h! Mat deoc'h! Meneziz da! Ha deoc'h, ozhac'h meur, da gentań! 27. Petra c'hoarvezhet a nevez? Petra ganeoc'h diganin-me? 28. - Deut omp da c'houl hag-eń 'z eus ur Reizh, Un Doue en neńv, un tiern e Breizh? 29. - Un Doue 'zo en neńv, a gredan, Un tiern e Breizh, ma c'hellan. 30. - An neb a venn, hennezh a c'hall An neb a c'hall, 'argas ar Gall, 31. 'Argas ar Gall, a harp e vro, Hag eviti taer ha 'daero! 32. Kenkoulz evit bev ha marv, Evidon ha va mab Karo, 33. Va mabig Karo dibennet Gant ar Gall eskumunuget, 34. Dibennet, e benn melen-mell Da beurgompezań ar skudell!" 35. Hag eń da ouelań, ken e veras E zaeroł betek e varv glas 36. Ken a lugernent evel glizh War vleuń lili, pa strink an deiz. |
37. An aotrou, p'en deus en gwelet Touiń ruz-spontus en deus graet 38. "Me en tou dre benn an hoc'h-mań Hag ar saezh 'flemmas anezhań 39. Ken ma walc'hin gwad va dorn dehoł Em bo gwalc'het gouli ar vro!" III 40. An Nevenoioł en deus graet Pezh na reas biz tiern ebed: 41. Mont gant seier war an aodoł 'Vit dastum eno meinigoł, 42. Meinigoł da gas da ginnig Da verer ar Roue moalik. 43.An Nevenoioł en deus graet Pezh na reas biz tiern ebed : 44. Houarnań e varc'h gant arc'hant fin, Hag e houarnań war an tu-gin 45. An Nevenoioł en deus graet Pezh na ray biken tiern ebed: 46. Moned da baeań ar c'hinnig Evitań da vout pennvedik. 47. "Digorit frank perzhier Roazhon Ma 'z in tre er Kźr war-eeun! 48. An Nevenoioł zo amań, Kirri leun a arc'hant gantań!" 49. "Diskennit, Aotrou, deuit en ti, Ha list ho kirri er c'harrdi 50. Ha list ho marc'h gwenn gant ar flec'h Ha deut-hu da goaniań d'an nec'h! 51. Deuit da goaniań, den em walc'hiń. Kornań reer an dour; klevit-c'hwi?" 52. "N em walc'hiń a rin bremaik, Pa vo bet pouezet ar c'hinnig" |
53. Kentań
sac'h a voe degaset Hag eń er c'hiz mat liammet. 54. Kentań sac'h a voe digaset Ar pouez ennań a voe kavet. 55. An eil sac'h a voe degaset Kompez ivez a oe kavet. 56. 'N trede sac'h 'voe pouezet : "Hola ! Hola! hola! Mankout a ra!" 57. Ar merer kerkent m'en gwelas E zorn war ar sac'h 'astennas; 58. El liammoł e krogas krenn O klask an tu d'o dieren 59. "Gortoz, gortoz, aotrou merer, Va c'hleze o zroc'ho e-berr!" 60. 'N oa ket e gomz peurlavaret Pa oa e gleze dic'houinet, 61. Ha gant penn ar Gall daoubleget 'Rez e zivskoaz en deus skoet. 62. Ken' e troc'has kig hag elfoł Hag ur chadenn d'ar balańsoł. 63. Ma kouezhas er skudell ar penn Hag hi kompez mat evel-henn! 64. Hogen, sellit-hu trouz e kźr: "Harz al lazher! Harz al lazher! 65. 'Mań kuit ! 'Mań kuit ! Degasit gouloł! Deomp timat da heul e roudoł!" 66. "Degasit gouloł! Mat a refot, Du an noz hag an hent skornet! 67. 'M eus aon uzfot ho potoł En ur redeg war va roudoł 68. Ho potoł lčr glas alaouret... Ho skudilli n'uzfot ket ken, 69. Ho skudilli aour gwech ebet ken O pouezań mein ar Vretoned! - |
Dans son "La Villemarqué", Francis Gourvil critique la "langue du Barzaz-Breiz" (pp. 366 ą 388) sous plusieurs aspects: - Les chants et leurs dialectes; - La syntaxe et ses singularités; - Les gallicismes; - Les barbarismes et les mots inconnus; - Les traductions arbitraires. Parmi celles-ci figure le mot "argad!" du refrain, dans lequel nous dit Gourvil, "La Villemarqué a vu un composé du gallois "cad"=combat et qui signifie en réalité "huée, cri pour effrayer les loups". C'est pourtant le mot qu'a choisi le traducteur des Editions Preder pour rendre le "A l'attaque!" du texte de Goscinny. Le dictionnaire des "Mouladurioł hor yezh" traduit également "argad" par "attaque". |
In his "La Villemarqué", Francis Gourvil makes a very critical appraisal of the "Language of the Barzaz-Breiz" (pp. 366 to 388) and examines successively: - the songs and their dialects; - the syntax and its weird aspects; - the gallicisms; - the barbarisms and unknown words; - the arbitrary translations. Among these faulty translations he quotes the word "argad!" in the burden, which he mistook, so says Gourvil, for a compound based on the Welsh "cad", meaning "combat", whereas the real meaning of the Breton word is "cry to scare wolves". However, "argad" is the word chosen by the translater appointed by Editions Preder to transcribe an Asterix album. Besides the modern dictionary of the "Mouladurioł hor yezh" also translates "argad" as "attack". |