Floc'h Loeiz Trizeg


Ton

1. Floc'hig ar roue a zo paket,
Abalamour d'un taol n'eus graet.
Rekedak ta la ,
La ri la ri la ri la
.

Foyer Breton d'E.Souvestre 1844

2 Abalamour d'un taol hardiz
Ema er vac'h kriz e Pariz.

3. Eno na wel na noz na deiz
Ur dornad plouz evit gwele.

4. Ha bara segal evit boued,
Ha dour puñs evit e sec'hed.

5. Eno na zeu den d'hen welet,
'Met al logod hag ar razhed,

6. Al logod hag ar razhed du,
D'eus ar re-se en-deus didu.

II

7. Eñ lâre, dre doull an alc'hwez,
Da Benfeunteunioù, er c'houlz-se:

8. - Yannig, te va brassañ mignon,
Selaou un tammig ac'hanon :

9. Kae d'ar maner betek ma c'hoar,
Ha lavar de'i emaon war varr,

10. War wir varr da goll ma buhez,
Dre gemenn an aotrou roue :

11. Ma zeufe ma c'hoar betennon
Konfort a refe d'am c'halon.-


12. Penfeunteunioù dalc'h m'a glevas,
Etrezek Kemper e redas

13. Kant lev ha tregont zo, war dro,
Etre Pariz ha Bodinio

14. C'hoazh 'n-deus o graet, ar paotr Kernev,
E div noz hanter hag un deiz.

15. Pa eas tre er zal Bodinio,
Oa gouloù enni tro-war-dro ;

16. An itron a oa o koaniañ
Gant tudjentil vras eus ar vro.

17. Hag en he dorn un hanaf mard
Leun a win-ruz a wellañ barr.

18.- Floc'hig koant demeus a Gernev,
Peseurt keloù zo ganout-te,

19. Pa 'z out ker glas hag an askol,
Ken diflak hag un yourc'h war goll ?

20. - Ar c'heloù zo ganin, itron,
Lakay strafuilh en ho kalon,

21. Ho lakay da huanadañ
Hag ho taoulagad da ouelañ

22. Ho preurig paour a zo war varr,
Mar zo bet biskoazh war zouar ,

23. War wir varr da goll e vuhez,
Dre gemenn an Aotrou roue.

24. Ma yefec'h betennañ, itron,
C'hwi refe konfort d'e galon.-
25. Kement e oa bet strafuilhet
An itron gaezh, oc'h e glevet,

26. Kement e oa bet strafuilhet,
Ken e laoskas an hanafad

27. Hag e strewas gwin war an daol.
'Trou-Doue ! Homañ zo arouez fall !

28. - Buan, paotred ar marchosi!
Buan! Daouzek marc'h ha deomp de'i !

29. Pa grefen unan e pep poz,
Me yelo da Bariz fenoz ;

30. Pa grefen unan e pep eur,
Fenoz ez in betek va breur.-

III

31. Floc'hig ar roue a lavare,
War ar c'hentañ de(r)ez pa bigne

32.- Ne ran forzh da be-goulz mervel,
Pan't divroet, pan't diskoazell

33. Pan't divroet, pan't diskoazell,

Pan't ur c'hoar 'm eus e Breizh-Izel.

34. Hi vo bep noz o c'hervel breur,
O c'hervel breurig e pep eur.-

35. Floc'hig ar roue a lavare,
War an eilvet derez pa bigne :

36.- Me garfe, kent hag ar marv,
Klevet keloù dimeus va bro

37. Klevet keloù dimeus va c'hoar,
Va c'hoarig kaezh; daoust hag hi oar ?

38. Floc'hig ar roue a lavare,
War leinig ar groug pa bigne

39.- Me glev ar ruioù o krenañ,
Gant heul va c'hoar o tont amañ!

40. Va c'hoar zo erru d'am welet,
En anv Doue ! Gortozit!-

41. Ar penn-archer 'n-deus respontet
D'ar floc'hig, pa 'n-deus hen klevet :

42.- Kent ha ma vezo erruet,
C'hwi a vezo bet dibennet.-

43. Itron Bodinio a-neuze
Gant re Bariz a c'houlenne

44. - Petra foul zo 'touez ar wazed ;
Kement me zo 'touez ar merc'hed ?

45. - Loeiz Trizek, Loeiz an traitour
A laka dibenn ur floc'h paour.-

46. Oa ket ar ger peurlavaret
Evel m'he-deus he breur gwelet ;

47. Gwelet he breur kaezh daoulinet,
E benn war ar c'hef-lazh soublet

48. Hag hi a douch, en ur hopal:
- Va breur! Va breur ! Laoskit-hen 'ta!


49. Laoskit-hen ganin, arserien,
Me roy deoc'h kant skoed aour melen

50. Me roy deoc'h, evit un diner,
Daou-c'hant mark arc'hant Landreger.-

51. Gant ar groug dalc'h ma tigoue'as,
Penn he breur troc'het a gouezhas,

52. Hag a strinkas gwad war he lenn
Hag hen ruzias a-benn-da-benn.

IV

53. - Yec'hed deoc'h, roue ha rouanez,
Pa m'oc'h ho-taou en ho palez.

54. Peseurt torfed en-deus eñ graet,
P'ema bet ganeoc'h dibennet?

55. - C'hoari kleze hep grad ar roue ;
Lazhañ kaerañ floc'h en-devoe.

56. - Ar c'hleze na zic'houiner ket
' Mechañs, hep kaout abeg ebet.

57 .- Abeg en-deus bet, a-dra-sklaer,
Evel m'en-deveus ul lazher.

58. - Lazherien, Aotrou, n'ez omp ket,
Na denjentil Breizh kennebeut

59. Na denjentil gwirion ebet
Ar C'hallaoued, ne lâran ket;

60. Rak me oar a-walc'h mab ar bleiz,
Gwell ganeoc'h kaout gwad eget reiñ.


61. - Sarrit ho peg, va itron ger,
Mar 'peus c'hoant da zistreiñ d'ar ger.

62.- Ne ran forzh chom pe mont en-dro,
O vezañ ma breur kaezh marv,

63. Be'añ drouk gant nep a garo,
E abeg fell din! M'hen ouio!


64.- Mar goût e abeg a fell deoc'h,
Selaouit, rak me lâro deoc'h:

65. Mont a reas da vuanekaat,
Ha klask trouz d'am floc'h en-deus graet,

66. Ha kleze oc'h kleze timat,
O klevet al lavar anat,


67. Al lavar kozh, ar wirionez
«N'eus tud e Breizh, nemet moc'h-gouez »

68. - Mar d'eo honnezh ur wirionez,
Ur wirionez-all ouzon-me


69. «Evit da vout roue Bro-C'hall,
Ne d'eo Loeiz 'met ur goaper fall.»

70. Hogen prestik e weli-te,
Ma gwell pe wazh e goapez-te.

71. Pa 'm-bo diskoue'et, 'benn ur gaouad,
D'am broiz va lenn leun a wad,

72. A-benn neuze e ouezi reizh
Ma bez, e gwir, moc'h-gouez, e Breizh! -

V

73. Un div pe deir zun goude-se,
Ur c'hannadour a zegoueze,

74. 'Zegoueze deus bro Normaned,
Gantañ lizherioù siellet,

75. Lizerioù siellet e ruz
Da reiñ d'ar roue fri-bras diouzhtu ;

76. Ar roue pa en-deus o lennet
Sellet ken du e-deveus graet,

77. Sellet ken du evel ur c'hazh
'Vel ur c'hazh-gouez tizhet el las.

78.- Mallozh ruz! M'am-bije gouiet,
Ar Wiz na vije ket kuitet!

79. Ouzhpenn dek mil skoed a gollan,
Ha dek mil den war-benn unan! -


Note: Les changements de mots et les ajouts significatifs par rapport aux versions du carnet N°2 (cf. ci-dessous) sont en caractères gras.
Note: Word changes and significant additions compared to the versions of notebook N ° 2 (see below) are in bold characters .

Variantes tirées du premier carnet de collecte de La Villemarqué

Traduction /Translation col. 2 (cliquer sur "+")

P. 34

Pajik Bobinio


(1) Pajik ar roue zo prizonet
'Balamour un taolig en-eus graet.

(2) 'Balamour un taolig di-aviz,
Pajik ar roue zo e prizon e Pariz.

P. 35

(1) Pajik ar roue zo prizonet
Ha me-unan mar vijed gouiet.

a. - Me rankfe kavout ur mesajer
Da skrivañ din daou pe tri lizher
Da gas da Bariz a da Gemper.

(13) Hanter-kant ha tro-war-dro
A zo etre Pariz ha Bodinio

(14) M'am-eus o graet dre un nozvezh.
Ya, me n'on ket chomet e m' flas.

(15.1) Paz eo degouet e Bodinio

(16) Edont an dudjentil o koaniañ,
Ar bal hag an dañs o vont en-dro.

Traduction /Translation col. 1 (click on "+")

b. - Eurvat, eurvat, tud an ti-mañ,
Kenkoulz ...

Pelec'h ema markizez an ti-mañ?
- Setu ema du-se, d'he c'hambr
Ait-c'hwi d'he kavout mar 'peus c'hoant.

- Bonjour, bonjour, markizez an ti-mañ.
Setu ar lizherioù eus ho breurik koant. -

P. 36

Hag o zaol dezhi war he barlen
Ha hi gomañsas d'o lenn.

Ne oa ket dezhi 'vit o lenn mat
Gant an daeroù 'tont euz he daoulagat.

(28.2) - Stagit daouzek marc'h d'am c'haros
(29.2) Ha me ya da Bariz, ha fenoz.

(29.1) Na pa grevfe unan peb eur
(30.1) Me 'meus arc'hant awalc'h vit he gober. -

(43.2) Tud a Bariz voa souezhet
Petra oa nevez erruet.

c. Markiz Boudinio 'tont e falez
Evit sikour buhez breurik kaes.

Traduction /Translation col. 4 (cliquer sur "+")

(53) - Eurvat, roue ha rouanez.
Setu me zo degouet 'n ho palez!

d. Mar roit-c'hwi din-me koñje va breur koant,
Na vañko deoc'h-c'hwi aour nag arc'hant. -

P. 121

Ne oa ket c'hoazh un eur sonet
Pa oa e marv oa signet.

- Ha moned d'am gambr ne hellan ket.

Mar dibennfec'h-c'hwi ma breurik koant,
Lakit e benn din war ur plad arc'hant.

Me he gaso ganin barzh ma c'hambr
Me a zello dezhañ p'am-bo c'hoant.

Me lako ma fried e m...
Lec'h biken roue lako e an... mui.

P. 34

Variante


(17) Ganti en he dorn un hanap
Deus ar win ruz a wellañ grap

Traduction /Translation col. 3 (click on "+")

(18)- Pajik yaouank,... Kerne
Pese keloù zo ganout-te?

(20) - Keloù...zo ganin, itron,
Ar c'heloù a gasan d'ar vro
A lako trist meurbet ho kalon.

(22) Ho preurik paour a zo war var.-

(26) Ar varkizez pe 'deus klevet
Laosket he hanap he-deus graet.

(27) Ar gwin zo kouezhet war an daol
Ken oa ruz an doal holl.

e. - Mil mallozh deoc'h en ho bezioù!
Mallozh deoc'h, tadoù ha mammoù!

N'ho-poa ket awalc'h a vadoù
E-barzh ar maner Bodinio.

Mallozh deoc'h, roue ha rouanez,
Ho-peus lazhet ma breurik kaez!

Mil mallozh deoc'h-c'hwi, Gallaoued!
...gant ar Vretoned!

Ma Doue, ho-pezet truez ouzhin!
Bodinio... a guitain.


Erik a zanevell istor ar maner a Vodinio: klik amañ!

Variantes tirées du deuxième carnet de collecte de La Villemarqué

Traduction /Translation col. 2 (cliquer sur "+")

p.196

Bodelio
[BOD]

2 (+) Kerkent evel m’he-deus klevet
Diwar he marc'h ema (lammet).

D'eus he (c’harroñs ema) diskennet.
Gant ar chafot ema lammet;

- Ma breurig paour ganin laoskit
Ma breurig paour na lazhit ket!

49. Laoskit hen ganin, archerien,
Me roy deoc’h pouez an aour melen,

50. Me roy deoc'h, koulz un diner,
Pouez daou-c'hant mark eus a Landreger, -

Oa ket he c’homz peurlavaret,
51.2 Ha pa oa penn he breur troc’het,

6 vers entre accolades
Hag en ur ganastell oa lakaet
Da reiñ d'ar bagad da sellet ;

Ha pa oa troc'het, penn he breur
Ken a strinkaz gwad war al leur,

52. Ken a strinkas war he c’herc’hen,
A oa, ruziet he hiviz wenn.
_____________
(1) 43. Ar markizez a choulenne
Gant ar barisianiz neuze :

44. - Petra nevez zo erruet
Foul a zo ' touez ar wazed
Kement ma zo 'touez ar merc’hed?

45. - Loeiz Unnek, Loeiz an treitour
Ma o tibenn ('n-deus dibennet) ur pajig paour;

3 vers entre accolades
Bremaik a vo...
Loeiz Unnek en-deuz dibennet
Jentillañ paotrig livrin gwelet) - (X)

En marge à droite verticalement
52. Skuilhet e gwad war he gouel wenn
Ken a oa ruziet penn-da-benn

An itron Bodelio, pa welas
Trezek 'n Aotrou roue a zeuas.

Penn he breur paour a oa troc'het,
Hag e wad warnezhi skuilhet

(Skuilhet he wad war he (ouel) begwennig wenn
Skuilhet war he jobelin wenn,)

p.. 197 / 112

53. (3) - Yec'hed vat deoc'h, roue ha rouanez
Deut on d ho ka(v)out en ho palez.

54. Peseurt torfet en-deus eñ graet
Ha pa 'mañ ma breur dibennet?

55. - Tennet e gleve dirak ar roue,
Lazhet kaerrañ paj en-devoe.

56. - Na zic'houiner ket e gleze
Pa na oa mechañs digarez

57. - Digarez 'n-deus bet a-dra-sklaer,
Evel m’en-devez al lazher!

58. - Lazherien biskoazh n'emaomp bet
Kenneubet na denjentil Breizh.

59. Na denjentil e Breizh-Goueled,
Ar C'hallaoued ne laran ket... -

Traduction /Translation col. 1 (click on "+")

61. - Sarret ho peg ma Itron ger
Mar 'peus c'hoant da zistreiñ d’ar ger!

- Sarro ma beg me na rin mui.
Nemet pa bljo ganin-me .

63. P'am-bo klevet ar (wirionez) ho tigarez
Ken 'm-bo gouezet ar wirionez.

En marge à gauche verticalement
Le duc de Bretagne François II accusait Louis XI de lui débaucher & d'attirer à la cour ses sujets. (Barante)

p. 198

ho tigarez

64. Mar goût ar wiirionez fell deoc’h,
Silaouit ha me laro deoc’h :

- Neb a lazh 'vit daou pe dri ger,
Ha na lazh ket 'ne(zh)an en aner?

- Pec’hed a vez evit unan
A ra, mar 'z eus kalon ennañ?

- Neb en-devez bet teod re lemm,
N'eo ket ret de(zh)an mont da n’em glemm.

- Neb a lavar ar wirionez,
N'eo ket e zeod lemmet re. .

- Ha gallout a ran me [incert.] gouiet,
Pezh ar wirionez da laret :

67. - Laret Bretoned zo pemoc’h,
Ar Vretoned a zo pemoc'h,
Pemoc'h gouez, Itron, respet d'eoc’h

69 - Evidout da vout roue Bro-C’hall -
Evidout da vout rouanez

Te 'n out-te nemet un den-pezh fall (goaper fall)
- Te n'out-te nemet ur traitourez (gwall bezh)

70. Prestik-souden a welfez-te
Mar 'ma gwir pe gaou, ar ger-se
A lares-te, a goapes-te.

71. (Pa ziskoue(z)in gwad) Pa vo diskouet benn ur pennad,
(D'am broiz-me ma gouell wenn) D'ar vro he rochet leun a wad.

p.. 199 / 113

72. (Penn-a-neuze welfez mar dalv)
Benn a neuze a welfez aes
Mar n'eus ma breur kerent e Breizh.
=
M
73. Un div pe deir zun goude-se
Ur c’hanadour a zigoueze,

74. (1) Dimeus a vro an Normaned :
(2) Gantañ lizherioù siellet,

75. Lizherioù siellet en ruz
Da reiñ d’ar roue Loeiz diouzhtu.

76. Ar roue pa 'n-deus o lennet,
Sellet ken du en-devez graet,

77. Sellet ken du eñ a reas
'Vel d'un targos tapet el las

78. - Feiz-Doué ! M'a- bije gouiet,
Na vije al lapous tec'het.

79. Ouzhpenn daouzek mil skoed a gollan ;
Ha kant mil den evit unan. -
=

Traduction /Translation col. 4 (cliquer sur "+")

p. 200

Pajik Bodinio zo mac'het
[PBM]

1. Pajik Bodinio zo mac’het, (zo paket)
En abeg d'un taol en-deus graet,

2. Abalamour (en abeg) d’un taolig hardis
Ema eñ e vac'h e Pariz

3. E-lech na wel na noz na deiz.
Un torchenn plouz evit gwele.

4. Un torzh a vara heiz da bred.
(Ur podad) Dour poull da derriñ e sec'hed.

5. E lec'h na teu den d'hen gwelet
'Met al logod hag ar ra(zh)ed.

6. Er c'houlz-se al logod hag ar ra(zh)ed du.
Dimeus ar re-se en-deus didu .

7. Pajik Bodinio a lavare
Eñ lare dre doull an alc'hwez
Da Benfentenio en deiz-se:

8.- Iwenig, ma brassañ mignon,
(Iwenik) selaou ac'hanon.

'Peus truez, me spi, ac'hanon
En añv Doue, selaou ac'hanon!

9. Kae d’ar ger (maner), davet ma c'hoar,
Ha lavar dezhi emaon-me war varr.

10. War varr da gollet ma vuhez
(Defot na beder ar roue)

Dre gourc'hemenoù ar roue
Dre gemenn an aotrou roue. -

12. Ne ao ket peurechuet e c’her,
Pa oa Iwenik war hent bras Kemper.

13. (Kant lev ha tregont zo war-dro
Etre Pariz ha Bodinio.

Kant lev ha zo hag hanter-kant,
'Tre Pariz ha parrez Fouenant,

p. 201 / 114

14. Ha c’hoazh 'n-deus e graet, ar paotr Kerne
En un nozvezh hag en un deiz.

15. Pa eas-tre er zal Bodinio (Pa zegouéet e Bodinio)
Luc'he gant ar c'houlouennoù,

16. M'edo an itron o koaniañ
(Gant tudjentil dimeus ar vro,)
Gant lod a noblañs eus ar vro.

17. Hag en he dorn ur hanaf marzh,
Leun a win ruz a wellañ barr.

18. - Pajig koant dimeus a Gerne,
Peseurt keloù zo ganout-te?

19. Pa 'maout ker glas hag an askol ;
Ken diank hag un heizez goll?

20. - Ar c'heloù zo ganin, Itron,
Lakay trubuilh en ho kalon;

21. Ho lakay da huanadañ
Hag ho taoulagad da ouelañ.

22. Ho preurig paour a zo war varr,
Mar zo bet biskoazh war an douar,

23. War varr da gollet e vuhez
Dre urzoù an aotrou roue

25. Kement e oa bet strafuilhet
An intron pa devez klevet

Traduction /Translation col. 3 (click on "+")

26. Kement e oa bet strafuilhet,
Ken a laoskas an hanafe

27. Ha war (an douar) an daol hi strewas
'Trou Doue, homan zo arouez wazh.
.
p. 202

28. Hag hi da zevel paotr ar marchosi :
- Dibrit va daouzek marc'h ha deomp dezhi !

29. Pa grevin unan e peb (parrouz) paouez
Me yelo da Bariz fenoz;

30. Pa grefin eunan e peb eur,
Fenoz a yel betek ma breur
----
31. Pajik Bodinio a lare
War ar c'hentan pazenn pa bigne:

32.1 - Ne ran forzh da be-goulz mervel,
33.2 Pan've 'r c'hoar 'm-euz e Breizh Izel ;

34. A vo bep noz 'c'hervel he breur ;
'C'hervel he breurig e peb eur.. -

35. Pajik Bodinio a laré
War'n eilved de(re)z pa bigne:

36. - Me garfe kent hag ar marv,
Me garfe klev't keloù va bro :

37. Keloù Bodinio ha ma c’hoar:
Daoust hag hi du-se a oar? -

38. Pajig Bodinio a lare
War lein ar skeulioù pa bigné:

p.. 216 -

Ar c'hontez Bodelio
[ACB]

Autre cahier 36 & 121 =

Ur werz a-nevez so savet
D’ar C'hontez Bodelio eo graet ;

38. Pajik Bodinio a lare
War uhellañ pazenn pa bigne:

39.- Me glev ruioù Pariz krenañ
Gant ma itron c'hoar 'tont amañ.

40. Ma c’hoar zo erru d’am welet
En añv Doue, he gortozit ! -

41. An archerien p'o-deus klevet
D'ar pajig o-deus respontet :

42. Kent a vo ho c'hoar diskennet (erruet),]
[Kent a vo ho c hoar gêr erruet]
E viot-c'hwi bet dibennet.

42. Ha c'hwi a vo kentañ lazhet.
E viot bet ganeomp dibennet. -

Ar markizez a lavare
D’ar rouanez an deiz a oe:

53. - Demat deoc'h, roue [ha] rouanez,
Ma breur 'm-boa reizhoc'h da gouarniñ.

- Ul lous-penneg eo, un treitour,
En-deus lazhet ur pajig paour.
Lazhet bravañ paj am-boe gwelet,

- Lous-penneg c'hwi din lavarit :
54. Peseurt torfed en-deveus graet?

p.. 217 / 130 -

55. - Tenn e c’hleze dirak ar roue,
Lazhañ, kaerañ paj en-devoe.

- Ma zad, ma breur, zo "lez ar roue"
Ha ni yelo d’ar ger feteiz.





Galleg Saozneg