Kelc'h Marzhin Rann genta Marzhin en e Gavell
1. Breman trizeg miz ha teir zun (2 wech)
20. Pa wellis o tont euz-a-bell
Dindan ar c'hoad e oan o hun.
diskan
O hun eta, va mabig, va mabig!
O hun eta, toutouig la la!
2. Kleviz o kana eul lapous
Kane ken flour,kane ken dous.
diskan
3. Kane ken dous, kane ken flour,
Flouroc'h eged hiboud an dour.
4. Kement ma'z iz d'e heul, diboell,
Touellet gantan va spered.
5. D'e heul pell-pell, pell-pell ez iz,
siwazh, siwazh, d'am yaouankiz!
6. Merc'hig roue e lavare:
Kaer out evel gliz ar beure.
7. Ar goulou-deiz a zo souezhet
Pa sell ouzhit, ne ouzout ket?.
8. Pa bar an heol na souezhet eo!
Na piw a vo da bried-te?
9. Tavit,tavit kozh lapousig!
C'hwi zo gwall-lik gant ho pegig!
10. Mar zellfe Roue al Laez ouzhin
Ar goulou-deiz ne ra van din.
11.Ne ra van din-me sell en heol
Na kennebeud sell ar bed oll.
12. Mar gomzit din euz dimezi
Komzit deuz Roue an Nenv din.
13. Kana rae brao ouzh brao velkent
Ha me d'e heul, souchet va fenn.
14. Ken e koueziz skuizh-stank kousket
Dindan eun dervenn, er gwasked.
15. Hag eno em-boa eun hunvre
Am sabatuaz beteg re.
16. E oan e-barzh ti eun Duzig;
Ha tro-war-dro eur feunteunig.
17. He mein ken boull, he mein ken sklaer!
He mein ken splann evel ar gwer!
18. Eur gwiskad man war al leur-zi
Bleunioù nevez strewet warni.
19. An Duzig ne oa ket er ger,
Ha me diogel ha seder.
Eun durzhunell a denn-askell.
21. Hag e stokas gant he begig
Ouzh moger voull ti an Duzig
22. Ha me, sod, gant truez outi
Mont da zigor an nor dezhi.
23. Hag hi e-barzh ha da rodal
Tro war dro d'an ti o nijal.
24. Gwech war va skoaz, gwech war va fenn
Gwech e nije war va c'hrc'henn.
25. Teir gwech ouz va skouarn e pokas
Ha kuit dreo endro d'ar c'hoad glaz.
26. Mar boa dreo hi, me ned on ket
Mallozh d'an eur ma oan kousket.
27. An dour a ver diouzh va lagad
Pa dlean kavell luskellad.
28. A-youl vefe en ifern-skorn
An Duarded kig ha askorn!
29. A-youl vefe gaou va hunvre!
Na oufe den euz va doare!
30. Ar mab, hag en nevez-ganet
O c'hoarzhi en-deus diskanet:
31. "Tavit va mamm, na ouelit ket
Ganin n'ho-po preder ebed!
32. Nemed em-eus gwall-galonad
Pa rit eun Duard euz va zad.
33. Etre an nenv hag an douar
Va zad zo ken kann hag al loar.
34. Va zad a gar an dudoù kaezh
Ha, pa gav an tu, o gwarez.
35. Ra viro Doue da viken
Va zad diouzh puns an ifern yen!
36. Nemed bennoz a ran d'an eur
Ma voen ganet evid an eur!
37. Ganet evid an eurvad va bro:
Doue diouzh anken d'he miro!"
38. Ar vamm a chomas souezhet-braz:
"Heman zo MARZH mar boe biskoazh!"
O, hun eta, va mabig, va mabig,
O, hun eta, toutouig la la!