Gwin ar C'hallaoued
Ton

1. Gwell eo gwin gwenn barr na mouar
Gwell eo gwin gwenn barr!
(2 wech)

Tan, tan, dir o dir,
Tan, tan, dir ha tan, tan, tann!
Tir ha tonn, tonn, tann
Tir ha tir ha tonn!

2. Gwell eo gwin nevez oh! na mez!
Gwell eo gwin nevez!
(2 wech)

Diskan

3. Gwell eo gwin a lufr Oh! na kufr!
Gwell eo gwin a lufr!

4. Gwell eo gwin ar Gall nag aval
Gwell eo gwin ar Gall!

5. Gall, dit kef ha deil, dit pezh-teil
Gall, dit kef ha deil!

6. Gwin gwenn dit Breton a galon!
Gwin gwenn dit, Breton!

7. Gwin ha gwad a red a-gevred!
Gwin ha gwad a red!

8. Gwin gwenn ha gwad ruz ha gwad druz.
Gwin gwenn ha gwad ruz

9. Gwad ruz ha gwin gwenn, un awen!
Gwad ruz ha gwin gwenn

10. Gwad ar C'hallaoued eo a réd;
Gwad ar C'hallaoued!

11. Gwad ha gwin evis er gwall vrizh,
Gwad ha gwin evis.

12.Gwin ha gwad a vev neb a ev
Gwin ha gwad a vev!
(2 wech)

Tan, tan, dir o dir,
Tan, tan, dir ha tan, tan, tann!
Tir ha tonn, tonn, tann
Tir ha tir ha tonn!

Koroll ar C'hleze

13.Gwad, gwin ha koroll dit Heol!
Gwad , gwin ha koroll!

14.Ha koroll ha kan, kan ha kann!
Ha koroll ha kan!

15.Koroll ar c'hleze en eze;
Koroll ar c'hleze

16.Kan ar c'hleze glaz a gar lazh;
Kan ar c'hleze glaz.

17.Kann ar c'hleze gouez ar roue!
Kann ar c'hleze gouez.

18. Kleze, Roue braz ar stourm-maez!
Kleze, Roue braz!

19. Kanevedenn gen war da benn!
Kanevedenn gen!
(div wech)

Tan, tan, dir o dir,
Tan, tan, dir ha tan, tan, tann!
Tir ha tonn, tonn, tann
Tir ha tir ha tonn!



Galleg Saozneg