1. Demad ha joa barzh ar ger-man Pelec'h eo Anaig dre-man? 2. - En he gwele 'ma kousket dous, Eveshait ; na rit ket trouz 3. En he gwele emań kousket, Eveshait, n'he dihunet ket !- 4. Kloareg Garlan dalc'h ma glevas, War-laez gant an diri bignas, 5. War-laez, ha ker skańv, a bignas, War skaoń he gwele 'n em lakaas 6. - Sav alese, Naig Kalvez, Ra 'z aimp hon-daou d'al leur nevez! 7. - D'al leur nevez me n'az in ket, Rag eno zo un den displed; 8. Gwasań denjentil zo er bed, Hag eń atav kas va c'haoued. 9. - Na pa vez kant aotrou eno, N'az pezo droug ebet ganto ; 10. Na pa vez kant aotrou eno, D'al leur nevez ni a yelo ! 11. Ni a yelo d'al leur nevez, Ha ni zańso kerkoulz hag e.- 12. He brozig gloan he deus lakaet, Ha da heul he mignon eo aet. II 13. Markiz Gwerand a c'houlenne Gant an hostiz, an deiz a oe: 14. - Hostiz, hostiz, din leveret, N'hoc'h eus ket ar c'hloareg gwelet ? 15. - Aotrou markiz, em zigaret, Ne c'houzon piv a c'houlennet. 16. - Ho tigareziń ! me n'her gran ! Kloareg Garlan a c'houlennan ! 17. - Aet eo du-se, evit an deiz, Ur plac'hig koant hed e gostez 18. Aet int du-se d'al leur nevez, Koant ha drant o-daou, war va feiz ! |
19. Gantań d'e dog ur bluńv pavenn, Ha diouc'h e gerc'henn ur chadenn 20. Ha diouc'h e gerc'henn ur chadenn, Zo kouezet holl war e varlenn. 21. Ganti ur c'horkennig brodet, Hag ur voulouzenn arc'hantet; 22. Ganti he c'horkennig eured, Dimezet ez int, me a gred. III 23. Markiz Gwerand, enkrezet bras, Raktal war e varc'h ruz lampas ; 24. War e varc'h raktal e lammas; Ha d'al leur nevez ez eas. 25. - Kloareg, diwisk da borpansoł, Evit gouren war ar gwestloł. 26. Kloareg, diwisk da borpansoł, Ha ni reio ur peg pe zaou. 27. -Salokras, markiz, ne rin ket. C'hwi zo aotrou, me n'em on ket ; 28. C'hwi zo mab an itron Gwerand, Ha me zo mab ur plouezant. 29. - Evidout mab ur plouezant, Te c'heus dibab ar merc'hed koant. 30. - Aotrou markiz, em zigaret, N'eo ket me 'meus hi dibabet 31. Markiz Gwerand, em zigaret. Gant Doue eo bet din roet.- 32. Annaig Kalvez a grene, Oc'h o c'hlevout o komz giz-se. 33. Tavit, va mignon, deomp d'ar gźr, Hemań a rey deomp poan ha nec'h. 34. - A-raok, kloareg, lavar din-me : Na te oar c'hoari ar c'hleze ? 35. - Biskoazh kleze n'em eus douget, C'hoari penn-bazh, lavaran ket. |
36. - Na te c'hoarife ganin-me :
Ur paotr taer, a glevan out-te 37. - Aotrou denjentil, va fenn-bazh Na dalv ho kleze lemm ha noazh. 38. Aotrou denjentil na rin ket, Ho kleze a vez saotret. 39. - Mard eo va c'hleze saotret, E-barzh da wad a vo gwalc'het.- 40. Naig, p'he deus gwelet redek, Rede gwad he mignon kloareg 41. Annaig, en ur strafuilh bras, Da vlev ar markiz a sailhas. 42. Da vlev ar markiz a sailhas, Hag en-dro d'al leur e stlejas. 43. - Tec'h tu-se, markiz traitour, Te c'heuz lazhet va c'hloareg paour ! IV 44. Naig Kalvez o tont en-dro, Leun he daoulagad a zaeroł. 45. - Va mammig vat, ma em c'haret Va gwele din-me a refet 46. Va gwele din-me a refet aes ; Rag va c'halonig zo diaes. 47. - Ho kalon a zo diaezet, Va merc'h, dre m'hoc'h eus re zanset, 48. - Va mamm, n'em eus ket re zanset. Markiz fall en deus hen lazet ! 49. Markiz Gwerand, an traitour, En deus lazhet va c'hloareg paour ! 50. C'hwi a lavaro d'ar c'hleuzier, Pa zeuio d'e gerc'hat d'ar gźr : 51. «Na daol tamm douar war e vez : E berr va merc'h a yey ivez. » 52. Pa n'omp bet kousket er gwelead, Ni gousko hon-daou er toullad 53. Pa n'omp bet eureujet er bed, Dirak Doue vimp eureujet.- |
(P. 45) āgée de 83 ans (en 1835) Gwerz Markis Coarant (13) Markiz Koarant a goulenne Digant an hostiz an deiz-se: (14) - Hostiz, hostiz, din lavarit, Ha n'ho-peus ket gwelet ar c'hloarek? (15) - Markiz Koarant, me eskuzit, N'ouzon ket peseurt kloarek a goulennit. (16) - Me ho eskuz evit ar gwech kentań. Kloarek An Amour a goulennan. (17) - Eń aet eo aze evit an deiz Pried choazet en e gostez Bravań den yaouank war ar pave! - (21.2) Ganti zo seizenn arc'hantet (22.2) Seblantań a ran emaint dimźt. (23) Markiz Kloarant pa hen glevas War lost e inkane e lampas (24.2) Trezeg al leur nevez a yelas. (25) - Kloarek, e diviz-te bourpantoł Evit da gouren war ar gajoł. (27) - Salokras, Aotroł, me ne yin ket Kar c'hwi zo aotroł, me n'on ket. (28) Kar c'hwi zo mab Markiz Kloarant Ha me zo mab d'ur peizant. (29) - Evit bout mab d'ur peizant, T'az-peus bet ar choaz ar merc'hed koant! (30) - Markiz Koarant, em eskuzit, N'eo ket me am-eus hi choazet: (31.2) Gant Doue he-doa din destinet. - Ne oa ket e gomz peurechuet (40) A oa gwad An Amour o redeg. (P. 46) (a) Kriz e ve kalon na ouelje Barzh al leur-nevez, neb a vije. Gweled al leur nevez a ruilhas Gant ar gwad tudjentiled o skuilhań Kloarek Ar Gloadour eus o lazhań. Gant Doue ema dispartiet. ************************ (P. 52) (1) - Bonjour, bonjour tud an ti-mań, Kenkoulz ar re braz hag ar re bihan. Pelec'h eo aet plac'h an ti-mań? (2) - Barzh he gwele ema kousket Lakit evezh d'he dihunfec'h. - Var: N ema ket amań bremań: (2.1) Barzh he gwele 'ma kousket dous (3.2)Diwalit, kloarek, ne refec'h trouz (2.2) Evezhit na refec'h trouz. (4) Kloarek An Amour, ma hen glevas, Adalek an diri eń a eas (5.2) War bank ar gwele 'n em lakas. (6) - Sav alese, Priedik Kalvez, Ha eomp hon daou d'al leur nevez! - (7.1)- D'al leur nevez, me n'ez in ket (7.2) Kar eno zo ar seizh kadet, (8.2) Hag ar seizh-mań klask me kavoud. (11) - Deomp-ni atav d'al leur nevez. Ni danso eno koulz hag i. - Var: (10) Na, pa ve eno kant ac'hane Ni yelo hon-daou d'al leir nź. |
(12) Priedig Kalvez adal m'hen klevas D'en em gwiskań hi e allas. (17) Kloarek An Amour 'vont d'al leur nź Priedig Kalvez eo d'e gostez. (b) Ar vravań plac'hig war ar pave Hag ar vravań verc'h war al leur nź: Ganti un tavańjer lien Holland Na zell ket eus merc'h ur peizant. Ar rubanoł deus he lasoł Kouste ur pistolen. Var: Ganti teir seizenn aour fin A koustfe ur pistolen Deus he lasań div seizenn A gouste... El leur nevez pa oan degouet A bep a dro zańs o-deus graet. - Markiz "kibidol" (?) Te zo paotr terrup da... - (43) - Bonjour, bonjour, markiz tretour, 'N eus lazhet din ma gwir amour! - Bonjour, bonjour, kloarek An Amour Pell zo e oan 'klask te gweled. var:(34) Kloareg An Amour, lavar din-me Ha te oar c'hoari ar c'hleze? (26) Taol enni da justokoroł Deomp-ni d'ober ur pezh pe daou. (27.1) Da gouren me nez in ket (35) Da c'hoari penn-bazh ne laran ket. Moned da rannań me nez in ket P. 53 (c) - Me am-eus ur c'hleze noazh A zo koulz ha kloareg ar penn-bazh. - (41) Priedig Kalvez adal m'hen klevas D'ar blev ar varkiz e sailhas.. Var. P. 54: (d) M'am-eus ur c'hleze hir ha moan A lakfen, kloarek, da ruban. - Me m'eus ur vazhig a zaou benn A zo, Aotroł, ho c'hourc'hemenn. Ne oa ket e komz peurlavaret Pa oa ar kloareg An Amour o redeg. (43) - Tec'h tu-se, Markiz trźtour, T'az-peus lazhet din ma gwir amour! Var: (44) Anaik Kalvez deue d'ar ger Ya, gant un aer kontristet ker. (51.1) Vo ket taol tamm douar war e vez Med 'pezh daolo 'n aotroł kure. (45) Ma mammig paour mar am karit Ma gwele adarre refec'h. (46) Ma gwele adarre refec'h aes Kar va c'halonik zo diaes. (47) - Ma merc'hig paour re 'peus dańset: Eo kaos da galon boud diaeset. var: (48.1) Re, ma merc'h paour, peus-ho dańset. N'eo ket va c'halon... Ma c'halon din zo lazhet (49) - Ya! Kar ar varkiz tretour N eus lazhet din va gwir amour. (51.1) Vo taol tamm douar war e vez Med 'pezh daolo 'n aotroł kure. Var: (50.1) C'hwi a laro d'ar c'hleuzier (51.1) Na taolo ket douar war e bez (51.2) Kar e-barzh tri deiz me ez ay. Ma mamm paour, mar ez it d'an interamant (51.1) Lakit taol tamm douar war ar bez... ************************** P. 82 - Na, va mammig paour, grit va gwele aes, Rak va c'halonik zo diaes |
Rak va c'halonik zo diaes C'hoant 'meus da vont d'al leur nevez. - Va mabig kaez, mar am karit Na, d'al leur nevez, ne yefec'h ket. Tudjentil Lanbaol zo ennań O-deus rezolvet ho lazhań. - Bet mat pe bet fall neb a garo Rak d'al leur nevez me a yelo. Mar bez sonerien me zańso Ha mar na vez ket me gano. - Kloareg Laoudour a lavare Barzh e Keryaodet pa errue: P. 77 - Eurvat ha joa barzh ar ger-mań Ar penn-herez pelec'h ema? Emahi du-hont barzh he c'hambr gwenn Ema 'tiluyań he blev melen. - Lakit prest hoc'h abit violet Da vont d'ar bal gand ar c'hloarek! - Kloarek joayuz a lavare El leur nevez pa errue: - Sonit-c'hwi, sonerien, prest ur bal, Ma z'eomp va dous ha me da zańsal! Sonit-c'hwi deomp prest un abadenn Ma z'eomp va dous ha me d'an dachenn. Me rayo peder a louis aour, Ha n'eo ket fall evit daou baour! Tudjentil Lanbaol lavare: - Erru ar c'hloarek d'al leur nź Hag e zousig war e gostez. P. 78 Tudjentil Lanbaol lavare Da kloareg Al Laoudour an deiz-se: - Rubanet kaer ez eo da dilhat Emichańs 'peus c'hoant da vout hor c'hamarad? - Aotroł Baron, em eskuzit Serret oa ho yalc'h pa oent paet. - Vit mont d'en em bilhat, na eomp ket. Da c'hoariń zabrenn, pezh a gerfec'h. - Med ganto oa peb a zabrenn noazh. Gant ar c'hloarek e voa ur penn-bazh. Kriz vije 'r galon na ouelje, Barzh al leur nź, neb a vije, O weled a yeod glas ruyań, Gant gwad an dudjentil redań! P. 79 Penn-herez Keryaodet a ouele. Na gave den he c'honsole Nemed ar c'hloareg eń a re. Hennez a lare dezhi bepred: - Tavit, penn-herez, na ouelit ket! Tavit, pennherez Ker e welfec'h va gwad redeg. Pa welfot ar banne diwezhań Grit hoc'h avioł da vont gantań. - Kloareg Al Laoudour lavare Barzh Keryaodet pa errue: - Setu ho merc'h amań, Derrien gozh! Ma z'eo deuet d'ar ger, me zo kaos! Setu hi ha yac'h ha divlamm Vel en deiz voa ganet gant he vamm. Me ya bremań 'trezeg Pariz, Da gaout ar roue m'am eus aviz. - E-barzh Pariz pa errue Palez ar Roue a c'houlene. |
P. 82 - Eurvat ha joa barzh ar ger-mań! Palez ar roue, pelec'h ema? - - Eurvat, Roue... Me zeu yaouank-mat d'ho palez. - Kloark Laoudour, din lavarit, Un torfet bennag 'peus tu graet? - Torfet bras awalc'h am-eus graet. Tudjentil Lanbaol 'meus lazhet. Triwec'h tudjentil 'meus lazhet Hag e veritan sur bezhań krouget. Mez ganto oa bep sabren noazh, Ganin n'oa nemed ur penn-bazh. - Hogen ar rouanez ne c'houle ket E vije ar c'hloarek puniset. - Va fachig bihan, red, kerz d'an-traoń Ha degasit din prest va skriturioł! Ma skrivin en ruz hag en gwenn Ec'h hallo bale e peb tachenn. Ma skrivan dezhań en ruz hag en glaz Bale hardi gant ur penn-bazh bras. Pa vezo erru en e c'hanton Deus ur bazh soubenn ober un itron! - **************************** P. 95 (1) - Bonjour... (2) - Ema en he gwele kousket dous Diwalit, kloarek, na refec'h trous. - (6) - Savit alese, Annik Kalvez, D'al leur nevez ni a yelo (e) Ha gwaloc'h e galon ni zańso. - Barzh al leur nevez pa oa deguouet Markiz Boudilio 'neus rańkontret. - Bonjour, bonjour dit, kloarek an Amour, Ar paotr, terrupl e gleze ez out. (29) Bout ez out nemed mab ur peizant Az-peus bet ar choas ar merc'hed koant. 30.2) - Neket me... - (25) - Taol da zihlad ha da pourpanzoł: Ni yelo hon-daou da c'houren war gajoł. (f) - Ne taolin ket ma dilhat na ma pourpanzoł Nez 'in ket da c'houren war ar gajoł. - Ne oa ket e gomz peurechuet, Komańs an dachenn glas da ruilhań, (40.2) Gant gwad ar c'hloareg o skuilhań, Markiz Boudilio deus e lazhań. P. 96 (41) Anaik Kalvez adal m'e glevas D'ar blev ar markiz a c'hamilhas (?) (42.2) Ha tro al leur gantań redas. (43.2) Bet ho-peus lazhet ma kloarek din-me C'hwi n'ho-pezo ket ma gwerc'hed-me. - (44) Naik Kalvez o vont d'er ger a ranne O c'houlen ar gras da Zoue (g) Vit he chomed klańv war he gwele Hag hi da vervel benn tri deiz. (45.2) - Ma mammig paour, aozit ma wele aes! ...- (48) - Re, ma mamm, n'am-eus ket dańset, Mez ma kloarek a zo lazhet. (51.1) Mez na daol tamm douar war e bez Ne med pezh a zaolo 'n aotroł kure (51.2) Kar, benn tri devezh me'z ayo ivez. Pa n'em bet ket... |