Gwaz Aotrou Gwesklen



Ton 1
Ton 2

1.Eur c'hastel braz ez-eus, e kreizig koadou Mal
Ha dour donn tro-war-dro, ha peb korn eun tourell;

2.Hag er porzlec'h eur puns hag en leun a eskern,
Hag uheloc'h-uhel bemnoz a gresk ar bern!

3.Ha war sparl ar puńs-se ar vrini a ziskenn,
Hag o boued a glaskont, o koagań laouen.

4.Pont ar gźr a gouez aes, hag a sav aesoch c'hoazh
Piv-bennak ez a tre na zeu ket mui er-maez


II

5.Jentilań marc'heger dre zouar ar Saozon,
Ur baleer yaouank ańvet Yann Pontorson

6.War ar pardaez d'an noz pa'z ae e-biou ar gźr,
Digant ar penn-gedour e c'houlas degemer.

7."Diskennet, marc'heger, diskennet, deut en ti,
Ha lakaet ho marc'h gell e-barzh ar marchosi :

8.Hag heiz ha foenn e walc'h a gavo da zebriń,
Keit ha ma viot ouzh taol o koaniań ganeomp-ni"

9.Ha tre ma oa ouzh taol o koaniań gant an dud,
Na leverjont mui ger, evel pa vijent mut

10.Nemet d'ur plac'h yaouang : "It d'al lae, Biganna,
Da sevel ar gwele d'an aotrou marc'heg-mań"

11.Hag evel ma oe pred da vonet da gousket,
Ar marc'heger yaouank da gousket emań aet.

12.An aotrou Pontorson en e gambr a gane
Gant he gorn olifant war bankig he wele :

13." Biganna, va c'hoar dek, livirit un dra din
Perak huanadet en ur sellet ouzhin ?

14.- Ma c'houfec'h, aotrou kaezh ; ma vefec'h lec'h on-me.
C'hwi a sellfe ouzhin hag huanadefe ;

15.C'hwi huanadefe, hag ho pefe truez :
Ur c'hourgleze a zo dindan penn ho kwele ;

16.Ned eo ket sec'h gwad diouc'h boa lazh an trede
Allas ! aotrou marc'heg, c'hwi vo ar pevare !

17.Hoc'h arc'hant hag hoc'h aour, hoc'h armoł, hoc'h holl draoł,
Nemet ho marc'h fergan, zo dindan an alc'houezioł "

18.Eń da ruzań e zorn dindan ar penn-welead,
Ha sachań 'r c'hourgleze hag eń ruz gant ar gwad.

19." Biganna, va c'hoar gaezh, salv din-me ma buhez,
Ha m'az gray pinvidik a bemp kant skoed leve.

20.- Ho trugare ! aotrou ; nemet din leveret :
Hag-eń 'maoc'h dimezet ? hag-eń n'emaoc'h-hu ket ?

21.- Ho saouzaniń neb giz, Biganna, ne fell ket ;
Tremenet pemzek deiz abaoe 'm on dimezet.

22.Hogen tri breur am eus, hag i koulsoc'h ha me ;
Mar plije d'ho kalon dibab etre re-se ?

23.- D'am c'halon na blij den, na kennebeud arc'hant,
Na blij tra d'am c'halon, nemet hoc'h, aotrou koant

24.Deut-hu ganin araok ; na zalc'ho pont ar gźr ;
Ar gedour na zalc'ho, dre 'mań din breur-mager "

25.An aotro lavare pa 'z ae maez ar porzh
" Deut-hu ganin, ma c'hoar, war lost ma marc'h-emporz ;

26.Na deomp-ni da Wengamp da gaout ma aotrou-me,
Da c'houzout hag-eń voa gwir din koll ma buhez


27.Deomp da glask da Wengamp ma aotrou-reizh Gwesklen
Ma teuio da lakaat seziz war Bestien "

III

28.- Gwengampiz, yec'hed deoc'h; yec'hed gant azaoue;
Nag an aotrou Gwesklen pelec'h 'mań, an' Doue !

29.- Mard eo 'n aotrou Gwesklen, marc'heger, a askot,
E sal ar varoned en tour-plad e gavot "


30.Yann eus a Bontorson pa eas tre er sal,
Bet' an aotrou Gwesklen a eas diraktal :


31.- Grasoł Doue, aotroł, skoazell Doue ganeoc'h !
Hag ho skoazell gant neb a zo gwaz gwirion deoc'h.


32.- Grasoł Doue ganeoc'h, pa brezeget leal
An neb hen skoaz Doue a renk skoazań re all

33.Na pez' ezhomm ganeoc'h ? distaget ar ger krenn.
- Ezhomm an neb a zeuy a-benn eus Pestien ;

34.Ennań zo paotred Saoz, hag a wask tud ar vro,
Hag a laka trubuilh ouzhpenn seizh lev war-dro ;

35.Ha kement den ya tre e lazhont heb truez ;
Panevet ar plac'h-mań me oa lazhet ivez,

36.Me oa lazhet ivez evel meur a hini ;
'Mań 'r c'hourgleze ganin, hag hen ruz, sellet-c'hwi "


37.Gwesklen eus lavaret : " M'hen toue sent a Vreizh !
Tra vezo bev ur Saoz na vezo peoc'h na reizh


38.Ra sternet-c'hwi ma marc'h, ha ma sterner timat :
M'az aimp dezhi raktal, da c'hout hag-eń hell pad ! "

IV

39.Pennarger 'c'houlenne dimeus beg ar c'hrenal
Gant an aotrou Gwesklen, war zigarez farsal

40.- Daoust hag-eń 'maoc'h-hu deut amań d'un abadenn,
Ha pa 'maoc'h-hu sternet, hag ho tud, evel-hen ?

41.- D'un abadenn omp deut, aotrou ar Saoz, heb gaoł,
N'eo ket da gorolliń, da son an hini eo ;

42.Da son ur goroll deoc'h ha n'achuo abred
Kerkent ha ma vimp skuizh, arnodo an Diaouled "

43.A-benn ar c'hentań stok ar voger zo pilet,
Ha tre-betek an don ar gźr en deus krenet ;

44.A-benn an eilvet stok, dismantret teir zoural,
Ha lazhet daou c'hant den ha mui pegement all ;

45.A-benn an deirvet stok, zo pilet ar persier,
Hag ar Vretoned tre, ha kemeret ar gźr.


46. Diskaret eo ar gźr ; an douar kompez mat
Ha kanań ra an den zo eno oc'h arat :

47." Yann ar Saoz, evitań da vezań ganas fall,
Na c'hounezo war Vreizh tra vezo kerrek Mal ! "


Variantes tirées du premier carnet de collecte de La Villemarqué


p. 255

FRAGMENT A

(26) - Margaridik matez, deomp-ni hon daou bremań
Da c'hoūt hag e oa ezhomm din-me koll ma buhez.

(a) - Da zigor an nor da justis ar roue.
- Margaridik matez, ha n'ema ket aze?

(25.2) - Ema aet: hi ganin-me war lost ma inkane. -

(b) Margaridik matez, m'am bije me gouezet
Te oa an kentań den oa em ti me lazhet.
(Le baleer dit cela ą la servante)

FRAGMENT B

[Noté entre les vers 2-3 et 3-4 ci-dessus]

(27) Deomp-ni trezeg Gengamp, da gaout 'n aotroł Gweskle
A zeuio da lakaat seiziz war ar ger-mań

[Noté transversallement dans la marge droite:]

(28) Yannik a Benn-ar-zon d'ar Gwengampiz a lare:
- Nag an aotroł Glwesklé pelec'h ema dre-mań?

(29) - Mar d'eo 'n aotroł Gleské, marc'hek mad, a glaskit,
Er sal ar Baroned en tour plad e kavfet.


p. 227

FRAGMENT C

Yann euz a Bontorson

(30) - Ho krasoł mat, aotroł, ha skoazell Doue ganeoc'h!
Hag ho skoazell ivez gant neb a glemm ouzoc'h!

(32) - Ho krasoł mad, va breur, pa brezeget e leal!
An neb a skoaz Doue, eń renk skoazań re-all.

(33) - Me zo deuet d'ho pediń da lared 'n ur ger krenn
Ma teufec'h da lakaad seiziz war Pestivien.

(34) Gwall dud a zo enno, hag a wask re ar vro
Hag a laka strabuilh ouzhpen seizh lev a-dro.

(35) Ha kement a ya tre a goll, sur, e buhez.
Panevet d'ar plac'h-mań, me oa lazhet ivez!

(36) Panevet d'he azoue, evel meur-a-hini
'Ma ar gourgleon ganin hag eń ruz. Sellit-c'hwi!


(38) - Va sternit... ha sternit va ... mat!
Ma eomp dezhe raktal da c'hoūt hag hen gell pad.

(39) Penn-ar-ger a c'houlenne en ur van godisal
Digant an aotroł Gweskle, demeus beg an tour all.

(40) - Ha deut emaoc'h amań, aotroł, d'an abadenn
Ha pe 'maoc'h-c'hwi sternet, aotrounez, evelhen.

(41) - D'an abadenn eomp deuet amań, hep lared gaou
Na ren da gorolliń, da zon an hini eo.

(42) Da zon ur goroll deoc'h na echuo abred
Pa vezimp skuiz ganti, erruo an diaouled.

p. 228

(43) A-benn ar c'hentań skok, an dozoł zo treuzet.
Ha tre beted an don ar chastell 'neus krenet,

(44) Hag a-benn an eil skok zo pilhet an doural
Ha lazhet daou c'hant den ha mui pegement-all.

(45) A-benn an deirvet skok ar perzhier a zo kouet
Hag ar ger kemeret, dismantret ha tanet.

(39) Penn-ar-ger a lare, o toned gant an hent...

(47) Ha Yann ar Saoz evitań da voud ur ganez fall
Na c'houneo warnomp tra vo kerrek koat Mael!


(Italiques: "Fragment D" et passages douteux (dubious ) )


Galleg Saozneg
Filhorez Ao Gwesklen