An Hollaika

Olivier Perrin Breiz Izel 1844
Ton



1. Disul vintin a-ba zaviz mond da gas va zaout er-maez,
Me gleve va dous o kana hag he anaiz diouzh he mouez,
Me gleve va dous o kana, kana ge war ar menez;
Ha me ya da zevel ur zon da gana ganti ivez.

2. - Ar c'henta gwech em-eus gwelet Marc'hadig koant, va mestrez,
Oa oc'h ober he fask kentań e-barzh iliz ar barrez,
E-kreiz tre-barzh iliz Fouenant e-touez ar vugale:
D'ar pred-se e oa daouzeg vloaz, ha me daouzeg vloaz ivez.

3. Evel ur bleuńv melen balan, pe 'vel ar rozennig-gouez,
'Vel ar rozenn gouez 'touez al lann, oa etrezo va mestrez:
Tra oan bet gant an oferenn 'med selled outi na reen;
Seul vuioc'h-vui outi 'zellen, seul vuioc'h-vui 'blije din.
4. Me m'eus ur we'en e liorzh va mamm a zo karget a avaloł,
Hag un dachennig c'hlaz dindan hag eur vodenn tro-war-dro:
Pa 'zeuio va dousig koantig, va muia-karet d'am zi,
Ni a yelo da zisheolia, va dous ha me dindani.

5. Un aval ruz a dapin hag ur boked rin 'viti,
Hag ur rozinil a garan e lakin ivez enni,
Ur rozinilig gwall-c'hweńvet, abalamour d'am enkrez,
Rag n'em-euz ket c'hoazh ganti ur bouch a wir garantez.-

6. - Tavit gant ho son, va mignon, tavit prim gant ho komzoł;
An dud o vont d'an oferenn zo en traoń hor selaou.
Ur wech-all pa zeufem d'al lann ha vem hon-unan hon-daou,
Ur bouchig a wir garantez a roin deoc'h,... unan pe zaou.-


Dornskrid Keransker N°1 (p. 20)

(1) Disul vintin ha pa zavan 'hont da kas va zaout er-maes,
Me gle'e va mestrez o kanań hag he anaas deus he mouezh.
...
Me zo sur d'he barlant, mar gellan kavoud an tu,
Ma ve va mestrez amań pehini garan barfet:
Mar ve daou tri devezh amań n'em-be na naon na sec'hed.
...
(2) Ar c'hentań m'eus bet 'n enour danvezout va mestrez
Oa barzh an iliz parrez pa oa gan an oferenn-bred.

Evel ur bouked lavand, pe ve ar foz ha lis.
Me ... hi permetet mond e-kreizh an iliz.
A-benn ur mac'hiad goude 'voa echuet an oferenn
Me a welaz va mestrez o diskenn an diri gwenn.
Skrivet a-istribilh

Kalz demeus ar verc'hed yaouank e oa ganti 'n ur bandenn:
- Debonjour d'eoc'h-hu, mestrez, debonjour, a laran d'eoc'h.
(6.4) Ur bouchig ar gwir garantez a c'houlennan diganeoc'h.
(6.4) - N'am eus ket refuzet biskoazh ... ur bouch na daou
Mez Doue a permeto 'vefem-ni pried hon-daou
.

Deuit-c'hwi ganin, va mestrez , deuit ganin d'am jardin
Da gweloud ar rozennig kaer em'eus gwelet diryaou vintin.
Da gou'oud hag a zo gweńvet pe chouket e-maez ar bod.

Ha ... pa hi gweliz hi oa liv gant ho div chod
Setu aze va mestrezig ... az klask
Setu gweńvet ar rozennig hag hi chomet er flas.


Dornskrid Keransker N°1 (p. 44)

...(3.3) Tre oan gant an oferenn-bred
Me ne ren ket nemet selled.
(3.4) Seul vuioc'h-vui outi sellen
Seul gwelloc'h-vui a blije din.

...(4.1) Me'm-eus ur we(z)enn 'jardin va zad
...
Hag e-kreiz zo un avalenn.
(4.3) Ha zeuy va dousik ha me,
Da zizheoliń dindani...


(Cf. Son Amour)


Galleg Saozneg




Kempennet gant Christian Souchon