Klemmgan an Itron Nizon

Klemmgan an Itron Nizon

Barzhaz Breizh

Ton

Ursule-Feydeau de Vaugien (1776-1847), an 'Itron Nizon'

1. Allas ! allas ! marv itron
Maner ar Genkiz-a-Nizon
Me wel evel ar c'houmoul du
A guzh an heol a bep tu.

2. - Hor mammig paour, pa n'em oc'h mui,
Piv dorro pelloc'h hon naon-ni ?
Piv roy deomp dilhad ha louzoł ?
Piv bareo hor goulioł ?

3. Adal ar gźr a Gemperle
Betek Nizon ni a ouele,
E bordig an hent daoulinet
Hed peder lev hon eus gouelet

4. Gouelet hon eus da heul ar c'harr
Zo bet ouzh ho kas d'an douar ;
Gouelet hon eus e-tal ho pez
Gouelań raimp e-pad hor buhez.

5. Pebezh kańv, siwazh, er maner
Pebezh kańv er vro, itron ger
Kenavo, hor mamm dous ha mat ;
Perak oc'h-hu deut d'hor c'huitaat ?

6. - Peorien, peorien geizh, ho taeloł
Zo dreist an holl meuleudioł ;
Koulskoude n'eo ket ret gouelań
Pa 'mań hor mamm e-barzh ar joa.

7. Pa 'mań gant ar Werc'hez santel,
Gant Jezuz hag an Ebestel
Gant ar Sent hag ar Sentezed,
Gant he div verc'h, gant he fried.

8. Ar beleg e-tal he gwele
Gant ur vouezh dous a lavare :
«Sent ha sentezed eus an neńv,
Deut da zegemer va ene;
9. Deut 'ta, ma hellin evit mat
Karout, ganeoc'h, Doue hon Tad,
Er Baradoz da virviken. »
Neuze e teuaz da dremenn.

10. Tremen he deus graet gant dousder,
Evel o c'hoarzin, hor mamm ger,
Evel m'he defe gwelet dor
Ar Baradoz dezhi digor.

11. Edo gouel Maria-Garmel
Gouel dudius evit mervel,
Edo abardaez ar gwener,
Deiz bras ma varvas ar Salver.

12. Tavit 'ta, peorien geizh, tavit,
Na ouelit ket, ma he c'harit
Mat da vediń a oa an ed
An aelez o deus hen medet.

13. Ar wezenn gozh a zo pilet,
E dra gant ar Mestr a zo aet,
Koulskoude meur a blant yaouank
A chom war e lerc'h stank-ha-stank.

14. An evnigoł a c'hello c'hoazh
Neiziań dindan an delioł glas,
Ha kanań meuleudi Doue
Na losk evn na den dibourvez.

15. Leveromp an De profondis
E-tal bez itron ar Genkiz,
Ha ra vo skrivet war he maen:
AMAŃ EMA MAMM AR BEORIEN.

16. Ar werz zo graet gant ur beleg,
Bet kure e parrez Rieg,
Hag a gare, hag a garo
Da viken an itron varv.

17. Endra ma chomo e buhez
E lavaro peb mintinvezh
Ur Memento 'vit e vamm gozh ;
Ma' z ay ganti d'ar Baradoz !


Galleg Saozneg