1. Diskennomp holl, Kristenien, en ifern da weled
Ar wanerezh estlammuz eus an eneoł daonet,
Pe re zo dre wir Doue dalc'het e-barzh an tan,
O vezań graet gwallzispign euz E c'hraz er bed-mań.
2. An ifern zo un toull don, leun a devalijenn,
E-lec'h na weler morse bihannań skerijenn.
An norioł zo bet serret ha prennet gant Doue ,
Ha n'o digoro biken; kollet eo an alc'hwez!
3. Eur forn c'horet er bed-mań ned eo nemed moged,
E-keńver tan an ifern, tan eneoł daonet;
Gwell e ve deviń enni ac'hann da fin ar bed
Eged bezań en ifern e-pad un eur gwanet!
4. Yudal reont a-bouez penn, evel chas kounnaret;
Ne ouzont pelec'h tec'hed, bep-lec'h ez-int losket!
An tan a zo war o gorre, an tan zo dindano,
An tan zo a bep kostez hag o devo atav.
5. Ar mab a lamm gant e dad hag ar verc'h gant he mamm,
D'o stlejań, gant mil mallozh, dre o blev, kreiz ar flamm,
- Mallozh deoc'h, grweg diaket, hag ho-peuz hon ganet;
Mallozh d'eoc'h, tad didalvez, kirieg ma'z eomp daonet!-
6. O magadurezh a vo da viken gant Satan,
Kaezhour an dragoned, e-touez ar gwazhioł tan;
Hag o evaj o daeroł, hag a vezo mesket
Gant mil ha mil seurt viltańs ha gwad an touseged.
7. Ha kignet vo o c'hroc'henn, hag o c'hig difreuzet,
Gant beg an naered-wiber, ha gant dent an diaouled,
Hag en tan e vo ruilhet o c'hig hag o eskern,
Evit ma tevo kreńvoc'h forn vras eus an ifern
8. Goude ma vezint losket ur boutadig en tan,
E vint taolet en un lenn leun a skorn gant Satan,
Ha d'eus al lenn 'barzh an tan adarre vint taolet
Ha d'eus an tan 'barzh an dour, 'vel al loc'h houarn goveliet.
9. Neuze teuint da ouelań, da ouelań gant enkrez :
" Ho pezet ouzhomp, ma Doue, ho pet ouzhomp truez "
Hogen en aner ouelint, rak, tra bado Doue,
E pado o ankenioł hag o enkrez ivez.
10. Ken taer a vezo an tan o lesko en ifern,
Ma teuy ar mel da virviń, penn-da-benn d'o eskern,
Seul-vui c'houlennint truez, seul-vui e vint gwanet .
Kaer o-devezo yudal, losket e vint bepret.
11. An tan-se a zo c'hwezhet dre vuanegezh Doue,
Ha n'hellfe ket hen lazhań zoken pa her c'harfe;
Biken na daolo moged, ha biken na devo,
Hep ehanań d'o leskiń biken n'o distrujo.
Extraits des carnets de collecte de La Villemarqué
P.161
Kanaouennoł an Ifern
(1) Diskennomp holl, Kristenien, en ifern da weled
Ar poanioł kriz ha spontus eus an eneoł daonet,
A zo dre an urzh Doue dalc'het e-barzh an tan,
Goude bezet Dioutań distroet e-barzh ar bed-mań.
(2) An ifern a zo ul lec'h leun a devalijenn,
E-lec'h na weler biken ar brasań skerijenn.
An norioł zo bet siellet gant an daouzorn Doue ,
Ha ne zigorint biken keit e vo en buhez!
(3) Ur forn goret er bed-mań ned eo nemed moged,
E-tall an tan an ifern, mar vezint kemparet;
Gwell ve deviń enni tre beteg fin ar bed
Eged boud barzh an ifern ahed un deiz boaniet!
(4) Yudal a reont war-pouez o fenn, evel tud dibochet;
Ne ouzont pelec'h tec'hed, ez-int losket bepred!
An tan a zo war o gorre, an tan zo dindano,
An tan zo a bep kostez hag o devo atav.
(5) - Malloz deoc'h tadoł, mammoł, malloz deoc'h war an douar!
Evel maz oc'h kiriek, oc'h kiriek d'hon glac'har!
- Malloz deoc'h da viken, evel ho-peuz hon ganet;
Mil malloz d'eoc'h da viken, evel ma'z eomp daonet! -
P.162
(a) Ar priedoł en ifern siwazh en em gavo
Hag ivez o bugale mar vent daonet ganto.
An eil a rey d'egile mil malediksion,
Dre ma z'int kiriek 'gevred eus o daonasion.
(b) Ar re zo bet er bed-mań, er buhez, mignoned,
O-deus drougeset Doue dre bep seurt a fec'hered,
A lesko barzh an ivern, en ur gevredigezh,
Pelec'h en em zispennint, evel loened gwez.
(c) Daoulagad ar re zaonet a vezo dalleset
Dre ar gwel eus an diaoloł hag eus an naered-wibered.
An tan hag an disesper a vezo o erutaj.
An eternite (poanius) a vezo o fartaj.
(6) O boued a vo birviken gant Satan, Ar gwestl eus an dragoned, e-touez ar rioł tan;
Hag ivez o holl evaj a vezo sur mesket
Eus a kant ha kant viltańs ha gwad an touseged.
(d) O tivskouarn na glevint nemed ar blasfemoł,
Ar glemm, al leoudoued ha bep seurt mallozioł
A roint an eil d'egile ha zoken dan Dreinded,
D'ar Werc'hez, ha d'an aelez, d'ar zent ha sentezed.
P.163
(7) Korf an dud-se milliget a vezo diframet,
Gant an naered-wiber, ha gant an drouk spered,
En tan e vo ruilhet o c'hig hag o eskern,
Evit ma tevint kreńvoc'h e forn eus an ifern
(9) Neuze e teuint da ouelań, siwazh gant tritigez:
" Bezit ouzhomp, ma Doue, bezimp ouzhomp truez!"
Hogen en aner ouelint, rak, tra bado Doue,
E pado o poanioł hag o ankenn ivez.
(10) An tan heb ehan o zebro, O ken spontus en ifern,
Ma teuy ar mel da virviń, penn-da-benn d'o eskern, Hennez a vezo ur poan d'un ene daonet:
Kaer o-devezo yudal, heb ehan vo losket.
11) An tan-se a zo c'hwezhet digant n'erez Doue,
Rak se a bado bepred, a bado evel-se
Neb pret ne vezo moget, hag atav e tevo,
Hep ehanań d'o leskiń biken n'o distrujo.
(8) Goude ma vezint losket un amzer barzh an tan,
En em gavint en un lenn leun a skorn gant Satan,
E-lec'h ma vezint sklujet e-benn nebeud amzer Ma poanient gant ar yenenn kerkoulz hag an tommder.
(e) Eus al lennołs kornet-se, en tan vezint taolet
Ma pado, heb ehan tamm, o foanioł di-remed
Biken n'o-deveus paouez, hogen poan diwar poan
Ken a vezo paret, kerkent n'echuo unan.