AN DEN YAOUANK 1. Krouer an neñv hag an douar! Mantret va c'halon gant glac'har, O kounañ en noz hag en deiz D'am dousig koant, d'am c'harantez. 2. Me zo war va gwele chomet, Dalc'het, siwazh ! gant ar c'hleñved ; Mar ve va dousig a zeufe, E berr-amzer am frealzfe. 3. Evel gant ar Werelaouen, Goude un nozvezh a anken Mar deufe ma dous d'am gweled, 'Vefen ganti dizoaniet. 4. Ma lakafe beg he genou War bordig skudell va louzoù, Da evañ goude pa yefen Gwellaet raktal e vijen. 5. Ar galon az poa din roet, Va muiañ-karet, da vired, N'em eus kollet na distroet, Na lakaet da uz fall ebet 6. Ar galon az poa din roet, O va dousig koant, da vired, Em eus mesket gant va hini Pini da hini? va hini? AR PLAC'H 7. Piv a gomz ouzhin evel-se. Ha me ken du hag ur vran ve'? AN DEN YAOUANK Pa vefec'h ken du hag ar mouar, Gwenn-kann oc'h d'an hini ho kar ! |
AR PLAC'H 8. Den yaouank, ur gaou a larit Va c'halon deoch' n'em eus roet ; N'em eus ker mui ac'hanoc'h, Ur c'hakous a ouzon-me oc'h ! AN DEN YAOUANK 9. 'Vel un aval e beg ar we'enn Emañ kalon ar femelenn ; Kaer ve an aval da welet, Hag ur preñv e-kreiz zo kuzhet. 10. Evel un delienn war ar brank, Emañ kened ar plac'h yaouank An delienn gouez war an douar, Ar c'hened ivez a ziskar. 11. 'Vel ar bleuñv glas diouzh laez ar stank 'Mañ karantez ar plac'h yaouank, Ar bleunig a dro wechigoù, Ar bleunig a dro, a zistro 12. Ar bleunig a dro wechigoù, Karantez ar plac'h a dro atav Ar bleuñv a yelo gant an dour Ha gant an ankoun an traetour. 13. Me a zo ur c'hloaregig paour, Me a zo mab da Yann Kaour Bez on bet tri bloaz o studiañ, Hogen bremañ na in ket mui. 14. 'Benn ur pennad me yey en-dro, Me yey en-dro kuit deus ar vro ; 'Benn un pennadig vin marv, Ha d'ar purkator me yelo. |
P. 6 1. Krouer an neñv hag an douar Mantret ma c'halon gant glac'har O konjediriñ noz ha deiz, Ma dousig koant, ma c'harantez. 1bis. Karantez ma dous a zo bras An divjod ruz, daoulagat glas Hag he genou o press ar werenn Mil vad a ra din, ma welfen. 2. Pa vin war ma wele chomet Mar ne zigaso din yec'hed N'eus ket affer da glask remed. 2bis. Mar ve va dousig a zeufe A beb a dra me konfortfe Taolfe va boan hag an glac'har Ar c'hañv, ivez ar melkoni. P. 149 3ter. Vel ar graoñenn ar veskadez Pe an avalig oranjez Gant an oranjez vez c'hwezh vat Ha gant an du yaouank ervat. 9. Evel d'an aval war ar brank Ema kalon ar plac'h yaouank: An aval a gouezh war an douar Hag ar plac'h dimet a ziskar. 9bis. Vel an avalenn beg ar ween Kaer ha ruz e vez da weled Hogen pa vez 'n aval tapet Ur preñv e-kreiz a vez kavet. - Ar zon-mañ a zo bet savet. 11. Evel d'ar bleuñv d'eus kost ar stank Eo karantez an den yaouank: Ar bleuñv a dro hag a zistro. Karantez vat a chom atao. 11bis. Ar bleuñvenn a yelo gant an dour Kalon ar paotr a zo trêtour. 13. Ar zon-mañ a zo bet savet |
P.126 2. Em gwele me zo kousket Larit d'am vestrez dont d'am gweled Ha mar ne gas ket din yec'hed N'ho-peus ket da c'hlask din remed. 2bis. Va dousig koant a zo fachet. Men doare me petra 'meus d'he graet Men doare petra m'on manket M'on manket en he keñver. 7. Piv e-deus afer diouzh me Ha me ken du vel ur branez? - Paz eoc'h ken du, giz ar mouar, Magnifik oc'h d'an hini ho kar. 7bis. Me gortozo ar bloaz nevez Am-boa va far eus va zañvez. Ha c'hwi, belek gwisket e gwenn, Kit da c'houll din va femelen Ha mar a refuz me goulenn Preparit din ar groaz nouenn. (P. 127) 7ter. M'am-eus un ti a gwer gristal A zo warnañ triwec'h tourel Pa'm-befe ur vengleuz aour Evit ur plac'h brav me zo paour. 7quater. M'am-eus ur marc'h bras er marchosi (Pa'z a er-maez ar marchosi) A gren an douar dindannañ Pa lakan an dibr wa e gein A gren an douar hag ar vein. M'am-eus ur feunteun korn ar porzh Mar... |
7ter. Ha triwec'h gambr ha triwec'h zal Ha d'an dud yaouank da zañsal Ha d'ar re gozh oll da zañsal. Pa oan o tont war an hent bras Me gleve an kleier soned glas. 7quater. M'am-eus un hinkane glas Biskoazh ar geot na peuras Nemed radenn Vreizh ha r'denn glas Pa daolan va dous war e fenn. Pa oan digouet war ar pont Leven Me gleve ar ...anden Hag ur beleg gwisket e gwenn. Notice bibliographiqueRecueil: Luzel, Sonioù Breiz-Izel 1: "Remed an amourus klañv", (Plouaret 1848) Barzhaz Breizh: 1, 2, 3ème édition (page 454). |