Ton

1.Ar benn-hêrez a Geroulaz
He-devoa eun diduel vraz
En eur c'hoari diouzh an dizez
Gant bugale an aotrounez.
2.Evid ar bloaz n'he-deus ket graet
Rag he danvez n'aotre ket;
Emzivadez eo a-berzh tad:
Grad-vad he c'herent a vez mad.
3.Va oll gerent a-du va zad
N'o-deus biskoazh karet va mad,
Nemed c'hoantet va maro,
Da gavoud war-lerc'h va madoù!"
II
4.Ar bennherez a Geroulas He deus hiriv plijadur
vras O tougen ur sae satin gwenn Ha bokedoł aour war he fenn
5.Ned
eo ket botoł lasenet Boas ar bennherez da gaouet Boteier seiz ha loeroł
glas Boas ur bennherez Keroulas"
6.Evel-se a gomzed er sal Pa zeue
'r bennherez er bal Rak markiz Melz oa erruet Gant he vamm hag heul
bras-meurbet
7."Me garje bezań koulmig c'hlas War an doenn a Geroulas
Evit klevet ar gomplidi Etre he vamm ha va hini
8.Me a gren gant
pezh a welan N'eo ket hep sońj int deut amań Eus a Gernev, pa zo en ti
Ur bennherez da zimeziń
9.Gant he vad hag he anv brudet Ar
markiz-se din na blij ket Hogen Kerdomas pellik zo A garan, a garin
atav"
10.Nec'het oa ivez Kerdomas Gant an dud deut da Geroulas
Karout eure ar bennherez Hag a lavare alies :
11."Me garje bezań
eostig-noz Er jardin war ur bodig roz Pa zeufe da zastum bleunioł Ni
'n em welfe eno hon-daou
12.Ma garje bezań krakhouad War al lenn a
walc'h he dilhad Evit glebiań va daoulagad Gant an dour a c'hleb he
daoudroad"
III
13.Na Salaun a zegouezas Da sadorn-noz e
Keroulas War e varc'hig du d'ar maner 'Vel ma oa boazet da ober
14.War an nor borzh pa 'n eus skoet Ar bennherez 'n eus digoret Ar
bennherez, o tont er-meaz O reiń un tamm boued d'ur paour keazh
|
15."Pennherezig, din leveret, Peleac'h eo ho tudjentiled ? - Aet
int da gas ar chas d'an dour Salaun, kae prim d'o sikour
16.- Ned eo
ket evit dourań chas Ez on deuet da Geroulas Nemet evit ober al lez
Ra viot furoc'h, pennherez"
IV 17.Ar bennherez a lavare
D'he mamm itron, en dervezh-se : "Abaoe 'mań ar markiz amań Va
c'halon zo deut da rannań
18.Va mamm itron, ha me ho ped, D'ar markiz
Melz n'em roit ket Va roit kent da Berrarrun Pe, mar kirit, da Salaun
19.Va roit kent da Gerdomas, Hennezh en deus ar muiań gras E ti-mań
e teu alies Hag e lezit din ober lez
20.- Kerdomas, din-me leveret,
Da Gastelgall ha c'hwi zo bet ? - Da Gastelgall ez on-me bet Mad,
m'hen toue, n'em eus gwelet
21.Mad, m'hen toue, n'em eus gwelet Nemet
ur gozh sal mogedet Ha prenestroł hanter torret Ha dorojoł bras
keflusket
22.Nemet ur gozh sal mogedet Ennań ur c'hwregig kozh louet
O trailhań foenn d'he c'haboned Mar defe kerc'h na refe ket
23.-
Gaou a livirit, Kerdomas, Ar markiz zo pinvidik-bras E zorojoł zo
arc'hant gwenn E brenestroł zo aour melen
24.Hounnezh a vezo enoret
A vezo gantań goulennet - N'em bezo, mamm, enor ebet Nag ivez n'e
c'houlennan ket
25.- Va merc'h, ankounit an holl-se Tra kent ho mad ne
zalc'han-me Roet ar gerioł, an dra zo graet D'ar markiz viot dimezet"
26.Itron Keroulas a gomze Ouzh ar bennherez evel-se Dre m'he doa
erez er galon Ha oa Kerdomas he mignon
27."Ur walenn aour hag ur sined
Gant Kerdomas oant din roet O c'hemeris en ur ganań Me o azroy en ur
ouelań
28.Dal, Kerdomas, da walenn aour, Da sined, da garkanioł aour,
N'on ket lezet d'az kemeret Miret da zraoł ne dlean ket"
|
V
29.Kriz vije 'r galon na ouelje E Keroulas neb a vije O welet ar
bennherez keazh O poket d'an nor pa'z ea meaz
30."Kenavo, ti bras
Keroulas, Biken ennoc'h na rin ur paz Kenavo, ma amezeien, Kenavo
bremań, da viken"
31.Peorien ar barrez a ouele Ar bennherez o frealze :
"Tavit, peorien, na ouelet ket, Da Gastelgall deut d'am gwelet
32.Me a roy aluzenn bemdez Teir gwech sizhun, dre garantez,
Triwec'h palevarzh a winizh A gerc'h ivez kerkoulz hag heiz"
33.Ar
markiz Melz a lavare D'e c'hwreg nevez pa he c'hleve : "'Vit kement-all
na refot ket Rak va madoł na badfent ket
34.- Va aotrou, hep kaout ho
re, Me roio aluzenn bemdez Evit dastumiń pedennoł Goude hor marv,
d'hon eneoł"
VI 35.Ar bennherez a lavare E Kastelgall, daou viz
goude : "Ne gavfen ket ur c'hannader Da zougen d'am mamm ul lizher ?"
36.Ur pajig yaouank a gomzas Ouzh an itron pa he c'hlevas :
"Skrivit lizherioł, pa gerfet, Kannaderien a vo kavet"
37.Koulskoude ul lizher skrivas Ha d'ar paj e-berr e roas Gant
gourc'hemenn evit e gas Raktal d'he mamm da Geroulas
38.Pa erruas al
lizher ganti A oa er sal oc'h ebatiń Gant lod tudjentil eus ar vro
Ha Kerdomas a oa eno
39.P'he doa-hi al lizher lennet Da Gerdomas
'deus lavaret : "Likit dipra kezeg raktal Ma'z aimp fenoz da Gastelgall"
40.Itron Keroulas c'houlenne E Kastelgall pa errue : "Netra nevez
zo en ti-mań P'eo stegnet ar perzhier giz-mań ?
41.- Ar bennherez oa
deut amań A zo marv en nozvezh-mań - Ma eo marv ar benneherez Me a
zo he gwir lazherez !
42.Meur wech he doa din lavaret : D'ar markiz
Melz n'em roit ket Va roit kent da Gerdomas Hennezh en deus ar muiań
gras"
43.Kerdomas ha 'r vamm dizeürus Skoet gant un taol ken truezus
Zo en em ouestlet da Zoue Er c'hlaostr du, evit o buhez |
Variantes tirées du premier carnet de collecte de La Villemarqué

P. 265
L'héritičre de Keroulas
(1) Ar benn-herezh a Geroulaz
He-deus un diduemant bras
C'hoari an diz war ar pave
Gant bugale 'n aotroł nevez.
(5) Ned eo ket koefoł lasenet
Sońj d'ar benn-herez da gaoued,
Boteier-ler ha loeroł glaz
Sońj 'deus penn-herez Keroulas.
(15) - Penn-herezig, din lavarit,
Pelec'h ket eo ho tudjentiled?
- Aet int da gas ar chas d'an dour.
Salaün, kerzhit d'o sikour!
(16) - Ned eo evit dour ar chas
Emaon-me deuet da Geroulas,
Nemed evit ober ho lez,
Ma vefec'h furroc'h, penn-herez.
|
(20)- Larit-hu din-me, Kerthomaz,
Ha c'hwi zo bet da Geroulaz?
- Da Geroulaz ez-on me bet,
Netra a feson 'm-eus gwelet,
(21) Netra a feson 'm-eus gwelet,
Med ur goz grwegig vogedet
(22.2) O trailhań foen d'he c'haboned.
Ma defe kerc'h ne refe ket.
(23)- Ur gaou larez din, Kerthomaz,
Rag e Keroulas zo traoł all.
E Keroulaz a zo ur zal
Zo alaouret beteg an douar.
(a) - Bennoz Doue, aour zo en he zi!
Arc'hant deus vit o alaouriń.
Gant ... Markiz Melz a zeuyo er vro,
Me oar awalc'h me goulenno.
(24) - Honnezh a vo din enoret
Vo gant ar markiz goulennet.
|
- Non paz, ma mamm, enor ebed,
Ha pa n'hen goulennan-me ket.
(29) Kriz ar galon, na ouelje
Barzh maner Melz neb a vije
Gweld ar benn-herez desedet
(41.2) An nozvezh ma oa he eured.
P. 66 (noté au crayon)
Keroulas
(26.1) 'N itron Keroulas evelse
Gant ar benn-herez a gaose,
(b) Dre 'gare Kerthomaz ivez,
Kerthomaz, gant gwir garantez.
(26.3) Dre ma oa biskoul 'n he c'halon
Ha Kerthomaz oa he vignon.
|