1.Merc'hig koantig euz-a Roc'han, alaz, Merc'hig koantig euz-a Roc'han, Ne oa merc'h nemed hi-unan. 2 Etre daouzeg ha trizeg vloaz Da oa dezhi kemer ur gwaz, 3. Da oa dezhi ober dilenn Tre baroned ha marc'heien. 4. Tre marc'heien ha baroned Hag a zeue d'he darempred 5. Na blije nekun dezhi anez Nemed an aotrou baron Vazhe 6. An aotrou kastel Traońyoli Den klog a goste 'n Itali 7. Hennezh a blijaz d'he c'halon Dre ma oa leal ha gwirion. 8. Tri bloavezh hanter e oa bet E plijadur an daou bried. 9. Ken a zeuas kannad d'an holl Da vond d'ar brezel da Zav-heol. 10. - P' emaon d'eus ar gwad uhellań, Red eo din moned da gentań. 11. Arsa'ta, kenderv, pa eo red Dit a ran karg deus va fried. 12. Deus va fried, deus va mab ker, Kloareg mad, pezh outo preder! 13. Tronoz-vintin, pa oe kuit, Marc'het mat, sternet, hag iskuit; 14. Setu an itron, oc'h ouelo, O tiskenn gant ar pazennoł: 15. O tont d'an traoń gant he c'hrouadur, A hirvoude an itron fur. 16. Beteg ennań pa oa degoue'et, Krog e penn e c'hlin he-deus graet, 17. E penn e c'hlin he deus kroget, Gant he daeroł deus hen glebet 18. - Va aotrou ker, ha ! me ho ped, En an' Doue ! n'am lezit ket !- 19. An aotrou, gant truez outi, A astennas e zorn dezhi; ![]() 20. Ha d'an nec'h en deus hi savet, Hag en e 'raok 'neus hi lakaet; 21. War e varc'h neus hi aze'et, Hag he briatat en deus graet. 22. - Jannedig kaezh, tav az oueloł, Kent ur bloaz vin deuet en-dro .- 23. Hag e vab en deus kemeret Diwar barlenn e zous pried; 24. Tre e zivrec'h e gemeras, Hag outań ker kaer a sellas: 25. - Ne ket, ma mab, pa vi en oad Ez i d'ar brezel gant da dad?- 26. Pa oa o vont 'maez deus ar porzh, Bras ha bihan a grie forzh, 27. Bihan ha bras holl a ouele; Nemet ar c'hloareg, eń na rae. ![]() II 28. Ar c'hloareg trubard lavare D'an itron yaouank, ur beure: 29. - Setu ar bloavezh echuet, Kerkoulz hag ar brezel, me gred; 30. Setu echuet ar brezel, Ha na zistro ket d'ar c'hastell. 31. Leveret din, va c'hoar itron, Pe avat a venn ho kalon ? 32. Daoust hag eo deut ar c'hiz nevez, Bev an ozac'h, chom intańvez ? 33. - Serr da veg, kloareg milliget ! Leun eo da galon a bec'hed 34. Mar ve ma fried barzh an ti, E torrfe dit da izili.- 35. Ar c'hloareg pa'n deus hi c'hlevet D'ar chas-si e-kuzh 'mań aet, 36. Ki-red an aotrou neus kavet, E gouzoug en deus kontellet. 37. Ha goude m'en deus hen lazhet, Gant e wad en deveus skrivet, 38. Skrivet en deveus lizherioł Da gas d'an arme d'an aotrou 39. Hag el lizherioł oa merket: "Ho kwreg, aotrou ker, zo nec'het 40. Ho kwregig gaezh zo gwall nec'het En abeg d'ur reuz zo c'hoarve'et 41. Da hersal an hei'ez 'mań bet, Hag ho ki-red-gial zo kreouet." 42. Ar baron en deus askrivet D'al lizher, pa 'n deus hen lennet: 43. "Laret d'am gwreg ket kemer nec'h Ni hon eus arc'hant a-walc'h 44. Mard eo marv va c'hi-red-gial, O tont d'ar gźr, me breno 'n all; 45. Met na heuli re an hei'ez, Gant aon rak belourien direizh. " ![]() III 46. Monet beure ar c'hloareg fall Davet an itron ur wech all: 47. - Koll a rit, itron, ho kened; O ouelań noz-deiz 'vel ma ret. 48. - Me na ran forzh gant va gened, Pa na zeu en-dro va fried. 49. - Pa na zeu ho pried en-dro, 'Michańs, eo dime'et pe marv. 50. E bro sav-heol zo merc'hed koant, Hag ouzhpenn o deus kalz argant 51. E bro sav-heol a zo brezel; E-leizh, siwazh ! a renk mervel. 52. Mard eo dimet, milliget-hen, Mard eo marv, ankouait-hen. 53. - Mard eo dimet, me a varvo, Me a varvo, mard eo marv. 54. - Ar bank en tan na laker ket, Dre ma ve an alc'houez kollet; 55. Un alc'houez nev, war va menoz, Zo gwell eget un alc'houez kozh. |
56. - Tec'h tu-se, kloareg reuzeudik, Goret eo da deod gant traoł-lik.- 57. Ar c'hloareg evel m'he c'hlevas, D'ar marchosi e-kuzh a eas 58. Marc'h an aotrou en deus kavet, Kaerań oa er vro hed-ha-hed; 59. Gwenn evel vi ha flouroc'h c'hoazh; Prim evel evn, ha kas-digas; 60. Ha biskoazh yeotenn na beuras Nemet lann-bil ha segal glaz. 61. Ar c'hloareg pa 'n deus arvestet, E c'hour-glean 'n e vrusk neus plantet; 62. Ha goude ma'n deus hen pilet, D'ar baron en deveus skrivet: 63. "C'hoarve'et eo ur reuz all er gźr (Na daeret ket, va aotrou ker) 64. "O tont eus ur fest-noz d'ar gźr Torret gant ho marc'h e ziv'sker" 65. Ar baron en deus askrivet: "Ha gwir eo ve va marc'h lazhet ! 66. Lazet va marc'h ! kreouet va c'hi ! Kenderv kloareg, aliet-hi ! 67. 'Velken, n'eo ket ret ober trouz, Nemet mont mui d'ar festoł-noz; 68. N'eo ket hepken div'sker rońsed. Terriń priejoł a vez graet." ![]() IV 69. A-benn ur pennad goude-se, 'Teuas ar c'hloareg adarre 70. - Ouzhin, itron, a zentefec'h, Pe bremań raktal e varfec'h ! 71. - Gwell eo ganin mil gwech mervel Vit ober ur pec'hed marvel.- 72. Ar c'hloareg lik, pa he c'hlevas, Gant ar gounnar a zridallas: 73. E c'hougle'e en deus diwennet, Ha ganti en deus hen bannet; 74. Met he ael gwenn hi diwallas, Ha gant ar voger e skoas; 75. Hag an itron gaezh d'en em dec'h; Ha da brennań 'n nor war he lerc'h. 76. Ha hen da zastum e c'hour-glean, Ken diboell evel ur c'hi klańv; 77. Hag eń d'an traoń gant an diri Ha daou ha daou, ha tri ha tri; 78. Ha tre e kambr ar vagerez; Ar bugel enni kousket aes 79. Enni e-unan ar bugel, Ur vrec'h er-maez eus e gavell, 80. E vrec'hig istribilh a-grenn, Hag e vrec'h all dindan e benn; 81. Hag e galonig dizolo... siwazh ! mamm baour, c'hwi a ouelo ! 82. Ha goude d'an nec'h e pignas, Hag e du ha ruz e skrivas, 83. Skrivas ken-ha-ken d'an aotrou: "Hastit ! hastit da zont en-dro 84. Hastit, aotrou, da zont d'ar gźr Da lakaat reizh en ho maner; 85. Lazhet ho ki, hag ho marc'h glas, N'eo ket aze ra din-me wazh, 86. N'eo ket aze raio deoc'h wazh: Lazet ho pugelig, siwazh ! 87. Ar wiz-vras he deus hen debret Keit ha m'oa er bal ho pried, 88. Er bal gant he dous miliner A blant ur rozenn er maner" ![]() V 89. P'erruas al lizher gantań, Oa o tonet deus an emgann, 90. Oa o tonet trezek e vro; C'hoari-gaer gant an drompilhoł. 91. Tra ma oa o lenn al lizher, Teue ar baron taer-oc'h-taer 92. Ha pa oa al lizher lennet, Tre e zaouarn deus hen flastret, 93. Ha gant e zent deus hen roget, Ha gant treid he varc'h mac'hellet. 94. - Prim ! trezek Breizh; primoc'h 'ta, floc'h ! Pe me blanto va goaf ennoc'h !- 95. An aotrou er gźr pa erruas Tri zaol war an nor-borzh a reas, 96. War an nor-borzh a reas tri zaol, Ken a lakaas da grenań 'n holl. 97. Ar c'hloareg evel ma klevas, Da zigor an nor a redas: 98. - Petra ta, kloareg milliget, M'boa ket roet dit karg ma fried !- 99. Ha plantań e c'hoaf en e veg, Ma teuas dre e choug ar beg. 100. Hag eń d'an nec'h gant an diri, Ha tre e-barzh kampr he hini 101. Ha kent ma hellas lavar ger, Gant e gleńv he zreuzas emberr. ![]() VI 102. - Aotrou beleg, din leveret, Er c'hastell petra peus gwelet. 103. - Me am eus gwelet ur c'hlac'har Mar zo bet biskoazh war zouar; 104. Gwelet ur verzherez am eus, Hag he merzherier 'vont gant keuz. 105. - Aotrou beleg, din leveret, Er c'hroaz-hent petra peus gwelet ? 106. - Ur c'hagn a welis dizolo, Ha chas ha brini war he zro. 107. - Petra peus gwelet er vered, Da sklaerder al loar, ar stered ? 108. - Un itron wenn en he c'hoazhez A welis war ur bez nevez 109. Ur mabig koant war he barlenn, Toullet treuz-didreuz e gerc'henn, 110. A gostez dehou ur c'hi-red gial, Ur marc'h gwen-kann, a gostez all 111. An eil e c'houzouk kontellet, Egile treuzet e vruched 112. Hag o fennoł a astennent, Hag he daouarn flour a lippent; 113. Ha hi a-youl-vat, tro-e-tro, A rae allazig dezho 114. Hag he mab, dre van gwarizi, A rae allazig dezhi 115. Ken a eas al loar da guzhet, Ha netra mui n'am eus gwelet; 116. Nemet klevet an eostig-noz A gane gwerzh ar baradoz. |
Titre donné par Mme de La Villemarqué dans les Tables oł elle précise que ce chant lui fut chanté en 1780 par Marie Tanguy de Kerlan en Névez. (Retranscrit KLT) 1. Merc'hig koantig deus a Vrehan - Ne oa merc'h nemeti-unan - Oa penherez an holl voyen. 2. He zad ez' a da kompreniń He kase da Pariz da studiań Da zeskiń propr he akademi. 3. He akademi hag he kadańs, He akademi hag he kadańs, Diskourioł kaer gant an noblańs. 4. Etre daouzek bloaz ha trizek Hi konsentaz kemer pried: Denjentil yaouank (katel hibou?) Ha vailhant ma oa er vro. 5. Durant tri miz o-doa padet Ar sonerien e-barzh an eured, Ar sonerien, ar bal, an dańs, An diskourioł kaer gant an noblańs. 6. Pa tri bloaz echu e-oant bet, Ha n'oant bet dre tra tourmańtet, Pa oa echu an tri bloaz Ez a d'ar markiz lizheroł. |
7. Ez a d'ar markiz lizheroł Evit moned 'maez doc'h ar vro. Evit moned d'an arme Pe dezobeisań d'ar roue. 8. Hag ar markiz pa partias, Holl an dud en ti eń briatas. E bried hag e vugale Karg Pońs-Pilat eń o lakaas. 9. N'oa ket aet daou paz doc'h e ti Ha Pońs-Pilat hi atake 10. - E-maez ac'hann, Pońs-Pilat milliget! Karget da galon gant pec'hed! Mar vefe da vreur markiz en ti Eń torrfe dit da izili! 11. Pońs-Pilat publi dre ar bed E oa ar markiz disonoret. 12. E mamm a skriva gant he gwad Evit terriń koler he map. - Va mammig paour, n'em retirit! Ho skeiń n'am-eus ket aotre. |
13. Ema lizheroł dre ar bed E-giz ma 'z on disonoret. 14. Hag ar markiz pa errue, Holl dud e di eń vasakre, E bried hag e vugale. 15. - It-c'hwi du-se em gamprig gwenn! Me yello d'ho kavout soudenn. - D'ar gamprig gwenn pa 'z aeas Seizh taol kleze dezhi a roas. 16. Seizh taol kleze dezhi a roas. Hag e stlapas dre ar fenestr. Doc'h-tu an neńv a zigoras Hag an aelez a ziskennas. 17. "De suite, les anges descendent du ciel et la portent sur leurs ailes au paradis Le diable emporte le marquis... mais j'ai oublié les paroles ..." 18. E Maner Traońjoli oa glac'har Ma zo bet biskoazh war an douar, 'Gwel an itron mont d'ar joaioł Hag an aotroł mont d'an diaoloł. |
1. Me ne mon nemed un tammig bihan, Pa oan abandonet me-unan E maner bras deus-a Rohan. 2. Ken e zeues ma zud hen konsanti... ...studiań ...kademi. ...kadańs, Deskiń parlant da pep noblańs. 3. An aotrou neuze oa frekańtet Gant tudjentil ha baroned, Nemed tud holl e refuze. Ken e deue markiz Cangé, Un den reputet er c'hontre. 4. Hennezh ne grede ket refuziń Gant aoń ne oa e facheri. 5. Tri bloaz hag hanter e oa bet O plijadur d'an daou bried. 6. Pa blije gant E majeste Da skrivań dezhan dont d'an arme. 7. Red oa dezhań mont tu da gentań Pa oa doc'h ar gwad uhellań - - Ah, hola! ma breur Pońs-Pilat, Dit ran-me karg deus ma fried Ma fried ha ma bugale. En ańv Doue pa soagne 'he! - |
8. Pońs-Pilat... 9. -Larit din-me, ma c'hoar itron, Petra mad a lar ho c'halon? 10. An itron skrivas ul lizher Da lar'd d'ar markiz dont d'ar ger Da lakaat urzh en e maner. 11. Pońs-Pilat skrivas araok-hi Da lavar 'devoa ur () e varchosi. 12. Pa erruet al lizher gantań E oa ur kombat a vrassań. Dre ma lennas al lizher, Brassoc'h-bras ez eas e koler. 13. Pa errue markiz Kanj er ger, Holl dud e ti en-deus masakret. E bried hag e vugale Eń vasakre holl dud e ti, Da gentań paotr ar varchosi. 14. An itron a skrivas gant he gwad Da lared d'he mamm-gaer don't timat Vit empechiń koler he map. - M'am eus 'pad nav miz te zouget, Diwar boued ma c'halon te vaget; 15. C'hoazh a rez an enor da Insultiń holl dud da di! |
16. -Ma mammig paour, 'n em retirit! Ar galon ho skeiń n'am-eus ket Ar galon ()iń n'am-eus ket. 17. Ha c'hwi, Itron, n'em retirit D'ar gambr gwenn fenoz da gousked! - E-barzh ar gambr pa erruas Seizh daol "klandaol" dezhi a roas. 18. Pa'z ae an itron d'ar joioł Ae markiz Kanj d'an diaouloł: - Ma malloz dit, Pońs-Pilat! Te 'zo kaoz ma fec'hed O skrivań ar falz lizherioł. Ha setu ni daonet hon-daou! - On la trouve dans le carnet de collectes, sur un groupe de feuillets rajouté postérieurement ą la publication du premier Barzhaz en 1839 (pages 229-230, 247-252 et 225-226). Il s'agit non pas d'un relevé de collecte, mais d'une ébauche presque définitive du texte qui sera finalement publié. |