1. Breizh ha Bro-Zaoz enebourien |
11. E Kamared en amzer-hont E oa diskennet ar Zaozon; Bragal a reent war ar mor Gant o gouelioù gwenn-kann digor! 12. Gant tennoù kouezjont war an aod; Evel ma vijent kudonned; Deuz pevar mil e oant enno Na zistroaz unan d'e vro. 13. E Gwidel e oent diskennet, E Gwidel e douar Gwened; E Gwidel int bet douaret, Evel ma oent e Kamared. 14. E Bro-Leon 'raok Enez C'hlaz, Gwechall e oent diskennet c'hoazh. Kemend a wad o-deus skuilhet Ken a oa ar mor glaz ruziet! 15. N'eus e Breizh, na bodenn, na bern Elec'h na gaver o eskern; Kon ha brini oc'h o sacha, Glao hag avel oc'h o c'hanna!" 16. Archerien Bro-Zaoz pa glevjont, Gant estlamm arzao a rejont; Ker kaer an ton hag ar c'homzoù Ken a oant bamet o selaou. 17. -Archerien Bro-Zaoz, lavarit, skuizh oc'h eta, pa ehanit? " -Ned'om ket skuizh pa ehanom, Koulz ha re-hont, Bretoned om!" 18. N'oa ket o c'homz peurlavaret: -Gwerzet om! tec'hom kuit, paotred!- Hag ar Zaozon prim d'o listri Hogen na dec'haz nemed tri. 19. Er bloavez-man mil ha seizh kant Hag eiz ouspenn hag hanter-kant, D'an eil lun a viz gwengolo Oa trec'het ar Zaozon er vro. 20. Er bloavez-man evel agent Emaint bet laket en o hent. Evel eur bar grizilh er mor Ar Zaozon bepred en Arvor. |
Six premiers Couplets (transcrits KLT) (Ecriture de Joseph de Calan, 1804 - 1889) 1. Breizh ha Bro-zaoz amezeïen, Adversourien a-dreist penn. Kommandet gant ar Roue, Evit kommandiñ e arme, Deomp en e gostez troad ha troad; Jentil e oa ha paotr mad. 2. Pa vez Degilhon en afer N'eus den er c'harter Na zigorfe e zaoulagad Ouzh e gweled en ur gombat. Skoomp eta va mignoned! Lazhomp ar Saozoned! 3. E blev, e fas hag e zilhat Ne oent nemed ar gwad Distrinket eus ar Saozon De'e ma treuze oc'h c'halon Skoomp eta va mignoned! Lazhomp ar Saozoned! |
4. E Kamared en amzer gozh E voa diskennet ar Saozon. War an aod e voent ledet Hag en o gwad e voent beuzet, Gand tennoù e kouezhe ar Saozon Ker buan evel gedon. 5. Soudard, dragon ha kavalier Toud o-deus graet o dever; Tudjentil ha peizanted, Toud e vint respektet. Meulet e vezo o ligne, Meulet gant ar Roue. 6. Er bloaz seiteg kant eizh ha hanter-kant E voa bet estlammus ar c'hann. D'an degved deiz a gwengolo War an aod tost da Sant Malo E voa bet distroet ar Saozon Gant Arme Louis Bourbon. |
Extraits de "Dugué", 1er carnet de Keransquer (pp.187 & 188) B.4. Barzh ar Kamalet en amzer gozh Eno oa diskennet ar Saoz... D.1. Bragal a raet diwar ar mor Gant o gouelioù digor... E.1. Gant tennoù a gouezh ar Zaozon Kerkent ha ma gouezh ar gudon. C.4. Douaret int da Zant Malou. Ne 'z int ket aet holl d'o bro. |
Strophes ajoutées dans le carnet par La Villemarqué (Source: thèse d'Eva Guillorel) a. N'e deus ket c'hoazh an traez evet Gwad a zo bet eno skuilhet. An traez zoken n'e-deus ket graet Na chas ar barez kennebeud. b. Ne deus ket lonket an douar Gwad ar Saozon, me a oar. An douar n'e-deus ket o lonket Nag al loened gouez kennebeud. c. Ar re all pa o-deus klevet Huchal oant trec'het o-deus graet Ha kuit holl trezek o listri Hogen na tec'has nemed tri. d. Er bloaz-mañ mil seizh kant Hag ouzhpenn hag hanter-kant D'an eil lun a-viz Gwengolo Oa drailhet ar Saozon eno. e. Archerien Bro-Zaoz pa glevjont Gant ar soñj arsav a rejont Ken kaer an ton hag ar c'homzoù Ken oa bannet o chiloù. f. Archerien Bro-Zaoz, lavarit... |