I 1. Tro mare e serre an deiz Deue ar glaskerez du-mań Pa'z a ar glaskerez en ti Diouzh an oll defe cholori. 2. Doue d'ho pennigo en ti-mań, C'hwi, gwragez, ha c'hwi, bugale! Deut on ur wech c'hoazh da vale. Mad ar bed ganeoc'h dre amań? 3. -Allas! va c'homer, ne c'hwita; Nemed an ozac'h paour zo klańv; Ha ma ' bad re bell he gleńved, Dao vo din mont da glask va boued. 4. Tapit ur skabell korn an ti, Va c'homer evit azezań; Azezit aze, va c'homer, Ha kontit din-me un dra kaer! 5. -Traoł kaer awalc'h zo degouet, Me zońj, va c'homer, 'peuz klevet. N'ho-peus ket klevet, va c'homer, Pe zo degouet en-dro d'ar gźr?- 6. Neuze e laras 'n ozac'h ker: -Roit d'ar grwreg-se ur bannac'h laezh, Ur bannac'h laezh hag ur grampoue'enn, A vo laket war he barlenn. 7. Yannig Skolan zo bet tapet, Zo bet tapet, zo bet krouget, Bet krouget berr war dachenn Gwened; Torfedoł awalc'h eń-doa graet. 8. -Va c'homer, ne glevan netra, N'hellan ket mont maez an ti-mań, N'hellan mond neb'lec'h da vale, Gant prederi va bugale. 9. Torfedoł awalc'h eń-doa graet Abaoe oa deut war ar bed; Torfedoł awalc'h eń-doa graet, Kentoc'h da lazań Morised. II 10. Pa ziwalle loened he zad, N'he-doa de'i sonj nemed da vad; N'he-doa gouelet nemed ur wech: Gweled he dańv 'vont gant ar bleizh; 11. Nemed ur wech n'he-doa gouelet Setu div bremań he-deus graet Gouelet he-doa ha graet ur zon A vez kanet dre ar c'hanton. 12. -"Kańv, kańv, d'am dańvnig gwenn-kornig! Kańv, kańv, d'am dańvnig penn-gwennig! Kańv, siwazh, kańv, kańv, d'am dańvad, Hag a oa ul loenig ker mad!- 13. Yannig Skolan ' oe 'tont d'ar gźr, Gantań en dorn e grog pouezus: "Morisetig, c'hwi a gan ge, Ur bouchig e refet din-me. 14. -Ur bouch deoc'h-hu me ne rin ket! Ur paotr fall oc'h mar zo er bed.- Hag hi kuit diouzhtu o redeg; Allas, ne oa tost kźr ebed. 15. Hag on war he lerc'h a lammas Ha skei ganti teir gwech a reas Ken he filas 'n he foullad gwad, Serret ganti he daoulagad. III 16.Seizh pe eizh deiz oa tremenet, He zad d'ar gźr ne oa ket bet, War-dro unneg ur pe greisteiz, He zad d'ar gźr a zegouezhe. 17.-Bugale baour, din-me larit, Petra 'peuz-ta ken glac'haret: Nag ho c'hoar pelec'h ema-hi aet? - Abred awalc'h e klefet! 18. Abred awalc'h e klefet Doare diouzh ho c'hoar Morised; Ema-hi tu-hont tal ar prad Hag hi o neuiń en he gwad. 19. Ar gwiader e-neus he lazhet, Abaoe m'oc'h ac'hann diblaset, Oa ' kas he dougen d'ar pec'hed; Yannig Skolan 'neus he lazhet! 20. Oa kas he dougen d'ar pec'hed, Ha padal, n'e-deus ket gallet; Hi a oa ur plac'h digant Doue Felle ket de'i koll he ene. IV 21. O kas Morisetig d'an douar, Divere he gwad diouzh ar c'harr; Tud kozh ha yaouank o ouelań; Ho zad, warlerc'h, o hirvoudiń. 22. Mar 'peuz c'hoant da wel'd Morised, War hent braz Melrand he c'havfec'h. Savet zo bet ur groaz nevez Lec'h he-deus kollet he buhez. TRUEZ AN ENE 23. Yannig Skolan hag e baeron Zo aet o-daou ' c'houlenn pardon, C'houlenn truez d'an eneoł, C'houlenn pardon d'ar bechejoł. 24. Yannig Skolan a c'houlenne En ti e vamm pa errue: -Noz vad ha joa, tud an ti-mań Hag ed eur da gousked ennań? 25. Na dre belec'h oc'h c'hwi deuet? Va dorioł am-boa prennet; Prennet em-boa va dorioł Ha morailhet va frenestoł. |
Me oar an doare pell-zo. Enaouit gouloł, c'hwezhit tan Ha wellfec'h daou e-lec'h unan. 27. Ar gouloł pa oa enaouet, Meurbed emahi bet spontet, O weled daou war al leur-zi Da hanter-noz o komz outi. 28. -Tavit, va mamm, na spontit ket! Me eo ho mab ho-peus ganet, Zo deut ur wech c'hoazh d'ho kweled: Bennozh va mamm am-eus kollet! 29. - Mar d'eo va mab ez eo hemań; M'am-boa eń liammet e gwenn Hag eń deuet e du d'am gweled; Evit doare, ez eo poaniet. 30. Du eo da varc'h, - du out ivez -, Ker garv e reunenn ma pikfe; C'hwezh karnoł rostet a glevan. Va mallozh gant va mab Skolan! 31. - War marc'h an diaoul on deuet amań. Gantan d'an ifern ez ean. Me ya d'an ifern da leskiń Ma na garit me fardoniń. 32. - Penaos oufen az pardoniń? Braz eo an droug az-peus graet din: Laket 'peus an tan em zi-forn, Ha devet triwec'h loen korn! 33. - Va mamm, me oar ervad am-eus. Siwazh! dre wall-youl, ha dre reuz; Hogen p'am-eus truez Doue, Va mamm, ho ped, ouzin truez! 34. - Penaos oufen az pardoniń? Braz eo an droug az-peus graet din: Lakaet an tan e seizh bern ed, Seizh iliz, seizh beleg devet! 35. - Va mamm, me oar ervad am-eus. Siwazh! dre wall-youl, ha dre reuz; Hogen p'am-eus truez Doue, Va mamm, ho ped, ouzin truez! 36. - Penaos oufen az pardoniń? Braz eo an droug az-peus graet din: Gwallań teir eus da c'hoarezed, Lazhań va nizez Morised! 37. - Va mamm, me oar ervad am-eus. Siwazh! dre wall-youl, ha dre reuz; Hogen p'am-eus truez Doue, Va mamm, ho ped, ouzin truez! 38. - Penaos oufen az pardoniń? Braz eo an droug az-peus graet din: Kollet peuz din va levr bian, Va flijadur war ar bed-mań! 39. - Va mammig paour em pardounit! Ho levr bian n'eo ket kollet; Ema 'barzh ar mor tregont goured, Ur pesk aleuret d'e vired. 40. N'eus errut droug erbed gantań, Nemed gant teir feilhenn anezań; Unan dre zour, un all dre wad, Un all dre zaeroł va daoulagad! 41. Neuze e baeron oa gantań E deuas da gomz evitań: -Te zo ur vamm griz a galon Da lezel da vab heb pardon! 42. Penaoz, mamm griz ha dinatur, Bardonfez ket da grouadour? Ma ya da vugel d'an ifern, Te yei ivez, kig hag eskern! 43. - C'hoazh kent evid m'az pardouniń, Un dra bennag e larfez din Diouzh ar pezh az-peus gwelet Abaoe m'out aet diouzh ar bed. 44. - Va mamm, va mamm, ma em c'hredit Kouez d'ar gwener na refec'h ket; Neb a verv lien d'ar gwener, Parediń ' ra gwad hor Salver. 45. Lamfit ket 'r c'houk digant ar yar Na Yann Boc'h-ruz digant e par. Ar c'hilhog a gan en uhel, A gan pa gan an ebestel; 46. Pa gan ar c'houk da hanter-noz, Kan an aelez er baradoz; Pa gan ar c'houk, pa strink an deiz, E kanont oll, sent hag elez. 47. Dreist peb tra deoc'h e kelennan, Ha dalc'hit kont eus an dra-mań: Minellit an hoc'h, pe anez Turiad a ray ar park segal. 48. Mouchit mad an ebeul bihan, Pe anez ho-po poan gantań. Ha heudit mad ho marc'h diwank, Pe en em veuziń ray er stank. - 49. Antronoz beure pa zavas Maen an oaled toull a gavas; Hi a gavas toull an oaled Gant penn he c'hlin oa bet toullet. 50. Ha lommoł gwadet e-touez ar glaou Eń-doa skuilhet gant e zaeroł, War al ludu ha war en tan Hag a oa bet mouget gantań. 51. - C'hwezh tin ha lore a glevan: Va bennozh gant va mab Skolan; Gwenn eo e varc'n, gwenn eo ivez, Ker splann hag an heol eo he voue. 52. Va mab skolan, lavar din-me Ma iz 'ta gant da baeron-te? -D'ar baradoz ez ean gantań, Gant bennozh va mamm a gavan. Gras: sans corresp. dans les carnets. |
p. 170 Iannik Skolan (23) Yannik Skolan hag e paeron Zo aet o daou da c'houl pardon, Da c'houl pardon d'an eneoł, Remision d'o torfedoł. (24) Yannik Skolan a c'houlenne En ti e vamm pa errue: - Eurvat ha joa holl en ti-mań! Hag aet 'peus da gousked ennań? (a) - Aet eo an holl da gousked, Nemedon m'unan zo chomet. Me zo chomet ma unan, Amań evit pakań an tan. (25) Na, dre pelec'h oc'h antreet, Ma dorojoł am-boa prenet? M'em-boa prenet mat an dorojoł Ha morailhet ma prenestroł! (26.1) - Pa bije prenet ho dorioł Ha morailhet ho prenestroł, Ha morailhet ho prenestroł, (26.2) Me oar an doare ha pell-zo! (25.3) Ha morailhet ho prenestroł, (26.2) Me oar an doare ha pell-zo! (26.3) Alumit gouloł, c'hwezhit tan: (26.4) E c'hwelfec'h daou e-lec'h unan. - |
p. 171 (27) Ar gouloł pa 'n-deus bet c'hwezhet, E-bras ez-eo bet estonet, O c'hwelet daou war al leur-zi, Da hanter-noz o komz outi. (28) - Tavit, va mamm, na spontit ket! Me eo, ar mab ho-peus ganet. Me eo, ar mab ho-peus ganet, Zo deuet ur wech c'hoazh d'ho gweled. (31) War marc'h an Diaoul on deuet amań, Gantań d'an ifern eo ez an. Me ya d'an ifern da leskiń, Ma na karit va fardoniń! (32) - Penaos oufen az pardoniń? Bras an ofańs az-peus graet din: Lakaet 'peus an tan em zi-forn, Devet triwec'h a loened-korn. p. 172 (33) - Va mamm, me oar ervad, am-eus, Siwazh, dre erez ha dre reuz, Med pa'z on pardonet gant Doue, Va mamm, ma fardonit ivez! (36) - Penaos oufen az pardoniń? Bras eo an ofańs az-peus graet din: Violet teir deus da c'hoarezed Ha lazhet o inosańted. |
(37) - Va mamm, me oar ervad, am-eus, Siwazh, dre erez ha dre reuz, Med pa'z on pardonet gant Doue, Va mamm, ma fardonit ivez! (38) - Penaos oufen az pardoniń? Bras eo an ofańs az-peus graet din: Kollet peuz din va levr bihan Ma flijadur war ar bed-mań. (39) - Va mammig paour, ma fardonit: Ho levr bihan n'eo ket kollet. Ho levr bihan n'eo ket kollet: Bet eo er mor tregont goured. (40) N'euz erruet ofańs erbet gantań, 'Met gant teir delien anezhań: Unan dre zour, un all dre wad, Un all gant dour ma daoulagat. (40.3) Unan dre zour, un all dre wad, (40.4) Un all gant dour ma daoulagat. - (41.1) Met e paeron a oa gantań (41.2) Hag e kaozeas evitań: (42) - Penaos, mamm kriz ha dinatur, Pardonfez ket da grouadur? Ma ya da vugel d'an ifern, Te yel' ivez, kig hag eskern! (43) - C'hoazh kent evit da bardoniń, Un dra bennag e komzi din Demeus ar pezh az-peus gwelet, Abaoe m'out aet diouzh ar bed. |
(44) - Ma mammig paour, mar am karit Lienioł d'ar gwener na vervec'h ket. Pa verver lienioł d'ar gwener, E poazher gwad hor Salver. p. 173 (44.3) Pa verver lienioł d'ar gwener, (44.4) E poazher gwad hor Salver. (45.1) Na lamfec'h ket 'r c'hog digant ar yar (45.4) Eń gan pa gan an ebestel. (46) Pa gan ar c'hog da hanter-noz, E gan an aelez er baradoz. Pa gan ar c'hog pa strink an deiz E ganont holl zent hag aelez! Variante (45.2) Na lamfec'h ket 'n ui gant ar glujar (45.1) Nag ar c'hog digant ar yar (45.3) Ar c'hog pa a gan d'an uhel. (45.4) A gan ar c'han an ebestel. (47) Dreist pep tra d'eoc'h e c'houlennan - Ha dalc'hit sońj euz an dra-mań - Chwi wallit mat ar marc'h bihan (48.1) Ha mouchit mat ar c'hole gann! (48.1) Ha mouchit mat ar c'hole gann! ... torret...a gan (48.3) Mouchit ... ar ... yaouank (48.4) Pa n'em bezo e-kreiz ar stank. - |
(49) E vamm, d'ar mintin pa zavas An oaled toullet a gavas, A gavas dre-doullet ar maen: En-doa toullet gant penn e c'hlin. p. 174 (50) Ha dri lomm gwad, tro war dro En-doa skuilhet gant e zaeroł Gant e zaeroł 'touez an tan A oa bet mouget gantań. Rem: strophes 49 et 50, les formes verbales désignent un sujet masculin (Scolan), tandis que les adjectifs possessifs et les mutations des substantifs qui les suivent sembent se rapporter ą une femme (sa mčre). C'est cette seconde interprétation que Donatien Laurent a retenue dans sa traduction. La Villemarqué a opté pour la premičre, plus logique. In stanzas 49 and 50, the verbal forms hint at a maculine subject (Scolan), unlike the possessive adjectives and "mutations" following them that seem to apply to his mother. Donatien Laurent in his translation chose the latter solution, whereas La Villemarqué opted for the more logical, former one. |
p. 117 Skolan 1. Gwerz ar Skolan zo deuet er vro Dan dud yaouank 'vit he gano, Ha d'ar re gozh, nep he gouio . 2. Ha nep he goar hag he larfe Tri-c'hant deiz pardon en-defe. Ha nep he goar hag he lar ket N'en-devez ket dellid ebet . |
p. 118 3. Ur wregig kozh da doull he dor, Eń rańkontras e gwir amour: 4. - Petra out-te o vont aze Da choulz-mań 'n noz war ar bale? (30) Da varch zo du, te zo ivez Ha reunenn outań am pikfe. 5. - Ma mamm paour, na spontit ket! Me eo ar map hoc'h-eus ganet. |
Bennozh ma mamm am-eus kollet. 6. - Ma mallozh gant ma map Skolan, Mar 'ma doc'htań a gomzan, Me a bar mallozh gantań. 7. Mallozh al loar, mallozh stered, Mallozh kement tra zo er bet! 8. Ho tad zo kriz ha direzon: Reuzioł or mab a bardon. Sell, dezhań a-greiz e galon! |
9. - Nav di en-deus eń tanet, (36) Ha gwallet teir deus e choarezed, (34) Lakaet tan e triwec'h bern ed. 10. - N'eo ket aze e vrassań pec'hed: (38) Ma levr bihan en-deus kollet, Pa ne oa outań evit hen leskiń E taolas er mor da veuziń. p. 119 / 63 |
11.(39) - Ma mammig paour, am fardonit! Ho levr bihan a vo kavet: Gand ur pesk bihan eo miret. 12. - Mar d'eo kavet ma levr bihan, Ma bennozh gant ma map Skolan Bennozh al loar hag ar steret, Bennoz kement tra zo er bet! 13. Mar d'eo d'eus ar bed-all e teuit, Larit din penaos 'ma ar bed... |