Stumm orin
1. Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp,
Deomp, deomp, deomp d'ar gad!
Deomp kar, deomp breur, deomp map, deomp tad!
Deomp, deomp, deomp holl! Deomp 'ta, tud vad!
2. Mab ar c'hadour a lavare
Lavare d'he dad, eur beure:
- Marc'hegerien war lein ar bre!
3. Marc'hegerien o vont e-biou,
Mirch'ed adan-he, glaz ho liou
Oc'h hinteal gant ar riou!
4. Stank-ha-stank, c'houec'h-ha-c'houec'h e ri
Stank-ha-stank e ri, tri-ha-tri
Mil goaf oc'h ann heol o lintri;
5. Stank-ha-stank, e ri, daou-ha-daou
O vont da heul ar banielaoł
Hag a vransell glan ann Ankou.
6. Nao bann rong an daou benn anhe;
Bagad Arzur, e goarann, e;
Arzur a-rok lein ar menez. -
7. - Mar ma Arzhur ann hini eo,
Prim d'hor gwarek ha d'hor gwall veo!
Ha 'rok d'he heul, ha flimm ra freo! -
8. Oa ked e c'her losket a-grenn
Pa drouzkrozaz ar iouc'hadenn
Hed ar menezioł penn-d'ar-benn.
9. - Kalon am lagad! Penn am brec'h!
Ha laz am blońs, ha traoń ha krec'h!
Ha tad am map, ha mamm am merc'h!
10. Marc'h am kazek, ha mul am as!
Penn-lu am mael, ha den am goas!
Goad am daeroł, ha tan am c'houaz!
11. Ha tri am unan, evid mad!
Traoń ha krec'h, noz-de mar gell pad
Ken a redo enn traoniou goad!
12. Er stourmad treuzet mar kouezomp
Gant hor goad en-em badezfomp.
Ha laouen galon a varfomp.
13. Mar marvomp evel ma dleet
D'ar gristenien, d'ar Vretoned,
Morse na marvimp re abred! -
|
Stumm KLT
1. Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp,
Deomp, deomp, deomp d'ar gad!
Deomp kar, deomp breur, deomp mab, deomp tad!
Deomp, deomp, deomp holl! Deomp 'ta, tud vat!
2. Mab ar c'hadour a lavare
Lavare d'e dad ur beure:
- Marc'hegerien war lein ar bre!
3. Marc'hegerien o vont e-biou,
Mirch'ed dindano glaz o liv
Oc'h hinteal gant ar riv.
4. Stank ha stank, c'hwec'h ha c'hwec'h war-renk,
Stank ha stank war-renk, tri-ha-tri
Mil goaf ouzh an heol o lintrań!
5. Stank ha stank war-renk, daou ha daou
O vont da heul ar bannieloł
Vrańsell't gant anal an Ankou.
6. Nav bann 'tre 'n daou benn anezho;
Bagad Arzhur, e oaran, eo;
Arzhur a-raok lein ar menez! -
7. - Mar 'ma Arzhur an hini eo,
Prim d'hor gwareg ha d'hor saezh vev!
Araok d'e heul, hor flemm ra freuo! -
8. N'oa ket e c'her laosket a-grenn,
Pa dregernas ur youc'hadenn
'Hed ar menezioł penn-da benn:
9. - Kalon ouzh lagad! Penn ouzh brec'h!
Ha laz ouzh blońs, ha traoń ha krec'h!
Ha tad ouzh mab, ha mamm ouzh merc'h!
10. Marc'h ouzh kazeg, mul ouzh azen!
Penn-lu ouzh mael, ha den ouzh gwaz!
Gwad ouzh daeroł, ha tan ouzh c'hwezh!
11. Ha tri ouzh unan, evit mat!
Traoń ha krec'h, noz-deiz, mar gell pad
Ken a redo en traońioł gwad!
12. Er stourmad treuzet mar kouezhomp
Gant hor gwad en-em badezfomp.
Ha laouen galon a varfomp.
13. Mar marvomp evel ma dleet
D'ar Gristenien, d'ar Vretoned,
Morse ne marvimp re abred!'
|