MARO AL LAOUENAN
1. Ann deiz-all o vale oann bet,
Birviken ennañ n'erruan
Eul laouenan em-boa tapet.
Birviken ennañ n'erruan
2. Pa oa tapet, tapet a oa,
Oa laket er c’hraou da lardañ.
3. Pa oa lardet, lardet a oa,
Klasket ar c’higer d’hen lazhañ.
4. Ar c’higer hag e vevelienn,
Holl krient forzh, war bouez ho fenn ;
5. Na oant ket evit hon derc’hel,
Pa welas tont paotr e gontel.
6. Pevar c’har hag i houarnet
Zo êt d’gass he bluñv d’an Naoned;
7. Ha c’hoazh a zo chomet er gêr,
D’akoutriñ pevar gwele kaër....
|
VERSION "BARZHAZ BREIZH"
1. ...Un devezh eñ-devoa bet da chasseal.
Ul laouenanig en-doa tapet.
5. Pa oa tapet, tapet e oa
Laket er c'hraou da lardañ.
Bremañ e vo tenet an den e-maez deuz ar c'hraou...
Goude-se vo klasket ur c'higer d'e lazhañ.
10. Goul(enn)as digant an hini gozh
Hag e vije aet d'ober tan dindan an dour.
Ha pa oa aet d'ober tan dindan an dour...
E ti an hini gozh en-doa aet goulenn lojañ...
15. - Me zo awalc'h evit ho lojañ;
Boued da reiñ d'eoc'h n'em-eus ket.
- Me 'm-eus pemp gwenneg deus ma arc'hant
Ha pemp gwenneged bara en-neveus prenet-
Hag o daou o-deus koañiet.
|
LA MORT DU ROITELET
1. L'autre jour, en me promenant,
Je n'y arriverai jamais
J'ai attrapé un roitelet.
Je n'y arriverai jamais
2. Quand je l'eus pris et bien pris
Je l'ai mis dans la crêche à engraisser.
3. Quand il fut bien engraissé,
On alla quérir le boucher pour le tuer.
4. Tant le boucher que ses valets
Tous criaient à tue-tête.
5. Il n'y avait pas moyen de le tenir
Quand il vit arriver l'homme au couteau.
6. Il fallut quatre charettes bardées de fer
Pour transporter à Nantes toutes ses plumes.
7. Et il en resta à la maison
De quoi remplir quatre beaux lits...
|