1.Pa oa paotr Yannig gant e zenved |
19.Da gemer an urzhoł na it ket En abeg d'an amzer dremenet 20.- Distreiń d'ar gźr me ne c'hallan ket Pe vin anvet ar gaouier touet 21.- N'oc'h eus eta koun eus an holl draoł A zo bet lāret warnomp hon-daou 22.Kollet oc'h eus eta ar walenn 'M eus roet deoc'h e-kreiz an abadenn 23.- Ho kwalenn aour n'am eus ket kollet Doue 'n eus hi diganin tennet 24.- Yannig ar Flecher, distroet en-dro Ha me 'roio deoc'h va holl vadoł 25.Yannig, va mignon, distroet en-dro Ha me 'yelo d'hoc'h heul e peb bro 26.Ha me 'gemero boteier koad Ha me 'yey ganeoc'h da labourat 27.Ma na sentet ket ouzh va goulenn Degasit din-me ar groaz-nouenn 28.- siwazh ! hoc'h heuliań ne c'hallan ket Rak a-berzh Doue on chadennet 29.Rak gant dorn Doue ez on dalc'het Ha d'an urzhoł eo ret din monet IV 30.Hag o tont en-dro eus a Gemper E teuas adarre d'ar maner 31.- Eurvad, aotrou maner Rustefan, Eurvad deoc'h holl dud, bras ha bihan 32.Eurvad ha joa deoc'h, bihan ha bras Muioc'h evit zo ganin, siwazh ! 33.Me zo deuet d'ho pediń, d'an deiz Da zonet d'an oferenn nevez 34.- Ya ! d'hoc'h oferenn ni a yelo Kentań 'brofo er plad, me a vo 35.Me a brofo er plad ugent skoed Hag ho maeronez, va itron, dek ; 36.Hag ho maeronez a brofo dek, Da reiń enor deoc'h, aotrou beleg |
V 37.Pa oan digouet e-tal Penn-al-Lenn O vonet ivez d'an oferenn 38.E welis kalz a dud o redek Hag i en un estlamm bras-meurbet 39.- Na c'hwi, gwregig kozh, din lavaret, Nag an oferenn zo echuet ? 40.- An oferenn a zo deraouet Hogen he echuiń n'eus gallet 41.He echuiń n'en deus ket gallet Gouelań da Jenovefa 'n eus graet 42.Ha tri levr bras en deus treuzet, 'vat, Gant an daeroł eus e zaoulagad 43.Ken a zeuas ar plac'h o redek Ha gouezas da zaoulin ar beleg 44."En anv Doue, Yann, distroet en-dro, C'hwi zo kiriek, kiriek d'am marv" VI 45.An aotrou Yann Flecher a zo person Person eo bremań, e bourc'h Nizon 46.Ha me am eus savet ar werzh-mań M'eus hen gwelet meur 'wech oc'h ouelań 47.Meur 'wech 'm eus hen gwelet oc'h ouelań Tostik-tost da vez Jenovefa ![]() |
P. 137 Renig an Glaz (13) Triwec'h amour kloarek am'eus bet Hag o triwec'h ema beleget! (14) Fulup Olier an diwezhań Eń lakae va c'halon da rannań. (15) Pa oa Olier o vont d'an urzhoł Med eo Janedik war he treuzoł. (16.2) O c'hrouiń dezhi mouchouerioł Holland (17) Gorreet gant neud aour ha neud arc'hant Da c'holo ar c'halis ema koant. P. 138 (18) - Fulup Olier d'ouzhon sentit! Da resev an urzhoł na it ket! (19.2) 'Balamour d'an amzer dremenet, (21) Ni lako ar gwall deodoł da brezeg. (20) - Distreiń d'ar ger n'emaon ket kapabl, Pe me vo ańvet ur c'haouier toued. (30) Mez pa zistroyen d'ar ger, Me a passey tre ti va mager: (31.1) -Bonjour, mager, ha magerez, (33.1) Me zo deuet d'ho pediń d'an devezh, (33.2) Da zont disul d'an oferenn nevez. a. Janedik, dreist pep tra, na 'z ay ivez! - Janedik d'an oferenn n'ez ay ket, (19.2) 'Balamour d'an amzer tremenet, b. Ha pa ve drouk an neb a garo, (34.1) D'an oferenn nevez me a yelo. (34.2) Kentań brofo plad me a vo. (35.1) Ha kant er plad-mań a brofo, (36) Ha ma zat a brofo hanter-kant, Evit reiń an inour d'he merc'hik koant. P. 139 (37) Pa oant degouet er parkoł bras c. E glevaz ar c'hleier son ar c'hlaz. - Ha c'hwi, gwregik koz, lavarit din, Petra zo nevez e parez-mań? - Janedik Mager zo marv Kaerrań femelen a Rousgou. (39) - Ha c'hwi, gwregig kos, din lavarit, Hag an oferenn a zo echuet? (40) - An oferenn a zo komańset. Med d'he echuiń eń n'eo ket kapabl: (41.2) Ouelań da Jan Mager en-deus graet. |
(42) Tri levr bras en-deus treuzet Gant an daeroł e zaoulagat. d. Adaleg an aoter-vras, beteg an nor-zal, Oa klevet kalon Janedik o strakal! - Fulup Olier, distroit en-dro! Kar c'hwi zo kaos deus va marv. - Mar ouifen e ven kaos ho marv, Ken ne vijen-me kaos deus ho marv, E vijen aet da Rom da zisakrań; Vijen deuet d'ar ger da ho eurediń. (2.2) - Mar e-boa ho sońj barzh ar merc'hed, e. N'oa ket poan d'eoch da vont da belek! Ni kousko etc. VARIANTE (6) Vailhantań merc'hed war ar pavé Oa merc'hed Olier d'an deiz-se (9) Oa ganto bep inkane wenn Ha bridoł alaouret en o fenn. (1) - Pa oan paotr bihan gant deńved, Me ne oa ket sońj da vout beleg. (2) Me ne vin beleg, na manac'h, Lakaat m'eus va spered 'n ur plac'h, (3.1) Ken zeue va mamm da lared din: (4.2) "Deuz er ger vit mont da studiń (5) Mont da studiń evit boud belek Ha da lared "kenavo" d'ar merc'hed!" P. 159 Fulup Olier (31.1) - Dibonjour, d'eoc'h-hu, Ha da Janedik mar 'ma dre-mań. (33) Me zo deuet d'ho pediń Da zont disul d'an ofern nevez. (20.1)- D'an oferenn nevez me n'ayo ket (21.2) Kaer e vo an dud deus he droukprezek b. - He droukprezek neb a garo, (34.1) D'an oferenn nevez me ayo. (35.1) Ha triwec'h bistolenn me brofo... (18)- Fulup Olier, distroit endro! C'hwi lakay va c'halon da rannań. (28) - Distreiń ouzhoc'h me ne rin ket Rag da Zoue am-eus prometet. |
(35) - Ma c'hwi a brofo tregont pistol. f. C'hwi vezo lakaet e benn an daol. Ha c'hwi vezo eno servijet Hag evel ur plac'hig-an-eured. P. 160 - Ha mar e profit hanter-kant... - Me ... d'eoc'h-hu an habit arc'hant - Me ... ganeoc'h ha habit eured Ar choaz eus va breudeur mar karit. - N'eo ket evit ho preudeur emaon bet O paseal va amser dremenet. Me zisońj a bije bet well Eus ho c'harantez araok mervel. - (37) E-barzh ar vourc'h paz eo digouet D'eus "komisar vat" (?) he-deus goulennet: (39.1) - An offerenn ne zo komańset? (40.1) - An oferenn nevez zo komańset (40.2) Mez he achuiń ne heller ket O c'hortoz Janedik da zegoued. (43) E-barzh an iliz pa antreaz Kichenn an nor-zal e zaoulinaz d. E-tall an aoter vras... Voa klevet... strakal. g. - Mar karec'h Janedig lared din A oa din-me ho-poa prometet. c. - Piv a zo marv er ker-mań Pa 'ma ar c'hleier 'glas ar son? h. - Ar vravań plac'hik oa er c'hanton A vo interet war-c'hoas er ger-mań. Na taolit tamm douar war he bez Nemed pezh a daolo ar c'hure. Rak me ayo ganti benn tri deiz. Ni ayo an daou d'ar baradoz Da ganań melodi deiz ha noz. Ni eurejo ... Pa n'ezomp ket ... er bed-mań. P. 220 Variante de Genovefa (d) - Petra zo foll e-touez ar wazed Kemend hag a zo touez ar merc'hed? - Touez ar merc'hed nez-eus foll ebed Nemed kalon Jenovefa rannet. Koulz kalonek eo ar Jenovefa-se! |