Ton 2
![]() ![]() ![]() ![]() |
I 1. Ur werzenn nevez zo savet; Traetour, a, mallozh dit-ta War markiz Pontkalek eo graet. Traetour, a, mallozh dit, mallozh dit! Traetour, a, mallozh dit-ta! 2. War markiz yaouank Pontkalek Ken koant, ken drant, ken kalonek! 3. Mignon a oa d'ar Vretoned O vezañ anezho ganet, 4. O veza anezho ganet, Hag etrezo oa bet maget. 5. Mignon a oa d'ar Vretoned, D'ar vourc'hizien ne laran ket; 6. D'ar vourc'hizien ne laran ket; 'Zo a-du gant ar C'hallaoued; 7. 'Zo atav 'klask gwaskañ ar re N'ho-deus na madoù na leve, 8. Nemet poan o divrec'h noz-deiz Evit magañ o mammoù dezhe. 9. Lakaet eñ-devoa en e benn Disammañ deomp-ni hor c'hordenn; 10. Gwarizi-tag d'ar vourc'hizien O klask an tu e[v]it hen dibenn. 11. - Aotrou Markiz, deut da guzhat! An tu a zo ganto kavet! - II 12. Pellik zo emañ dianket ; Evit hen glask, n'hen gaver ket 13. Ur paour eus kêr, o klask e voued, Hennezh en-deus hen diskuliet 14. Ur c'houer n'her defe ket graet Pa vije roet de'hañ pemp kant skoed 15. Gouel Maria 'n Eost, deiz evit deiz, An dragoned oa war vale : 16. "Larit-c'hwi din-me, dragoned, O klask ar Markiz emaoc'h bet ? 17. - O klask ar Markiz emaomp bet Daoust penaos emañ-eñ gwisket ? 18. - Er c'hiz diwar-maez 'mañ gwisket, Glas e vorled hag eñ bordet 19. Glas e jak, ha gwenn e jupenn ; Botoù ler ha bragoù lien 20. Un togig plouz neudennet-ruz War e skoaz, ur pennad blev-du 21. Ur gouriz-ler, div bistolenn, Hag int a Vro-Spagn, a-zaou denn 22. Gantañ dilhad pilhoù-huan, Gant unan alaouret dindan 23. "Mar fell deoc'h-c'hwi reiñ din tri skoed Me a roy deoc'h-c'hwi hen gavet 24. - Tri gwenneg zoken na roimp ket, Taolioù sabrenn ne lâromp ket 25. Ne roimp ket zoken pemp gwenneg Ha te reiñ deomp kaout Pontkalleg. 26. - Dragoned ker, en an' Doue ! Na it ket d'ober droug din-me ! 27. Na it ket d'ober droug din-me Ho heñchañ raktal e rin-me 28. Emañ du-se, er sal, ouzh taol, O leinañ gant person Lignol. - III 29. "Aotrou Markiz, tec'hit, tec'hit ! Me wel erru an dragoned 30. Me wel an dragoned erru Sternoù lugernus, dilhad ruz 31. - Me na gredan ket em c'halon E krogfe ennon un dragon. 32.Ne gredan ket'vez deut ar c'hiz Ma krog an dragon er Markiz" |
33. Oa ket e gomz peurechuet Tre 'barzh ar sal o deus lammet 34. Hag eñ da beg 'n e bistolenn : - Neb a dost ouzhin 'n defo 'n tenn !" 35. Ar person kozhh, dal m'her gwelas, Dirak ar markiz 'n em strinkas : 36. - En anv Doue, hor Salver, Na dennit ket, va Aotrou ker !" 37. Pa glevas anv hor Salver En deus gouzañvet gant douster 38. Anv hor Salver pa glevas Daoust d'e spered eñ a ouelas 39. Rez e galon strakas e zent Ken a droc'has, sonn : "Deomp d'an hent !" 40. A-dreuz parrez Lignol pa ae Ar gouer paour a lavare, 41. Larout a rae al Lignoliz: - Pec'hed eo eren ar markiz ! - 42. Paz ae e-biou parrez Berne, Digoue't ur frapad bugale : 43. - Mad-deo'ch, mad-deoc'h, Aotrou Markiz ! Ni ya d'ar vourc'h, d'ar c'hatekiz 44. - Kenavo, bugaligoù mat, N'ho kwelo mui ma zaoulagad 45. - Da belec'h it eta, Aotrou ; Ha dont na reot souden en-dro ? 46. - Me ne ouzon ket, Doue a oar ; Bugale paour, me zo war var. - 47. O cherisañ en defe graet Panevet e zaouarn ereet 48. Kriz vije 'r galon na ranne Re 'n dragoned zoken a rae 49. Paotred-a-vrezel, koulskoude, O deus kalonoù kriz enne 50. Ha pa oa digoue't en Naoned E oa barnet ha kondaonet 51. Kondaonet, naren d'an tud-par, Nemet tud koue'et diouzhh lost ar c'harr 52. Da Bontkalleg 'deus int lâret : "Aotrou Markiz, petra 'peus graet ? 53. - Pezh a oa dleet din da ober Ha graet-hu ivez ho micher !" IV 54. D'ar sul kentañ pask, hevlene, Oa kaset kannad da Verne 55. "Yec'hed mat deoc'h-holl, er gêr-mañ, Pelec'h 'mañ ar person dre-mañ ? 56. - 'Mañ o lâret e oferenn, 'Mañ o vonet gant ar bregenn" 57. Pa oa o vonet d'ar gador, Oa roet de'hañ ul li'her el levr 58. Ne oa ket gouest evit e lenn Gant an daeloù dimeus e benn : 59. "Petra zo c'hoarvet a nevez Pa ouel ar person er c'hiz-se ? 60. - Gouelañ a ran, ma bugale, War pezh a refac'h-c'hwi ivez 61. Marv, peorien, neb ho mage, Neb ho kwiske, neb ho harpe, 62. Marv an hini ho kare, Berneviz, koulz eveldon-me 63. Marv neb a gare e vro Hag her reas betek ar marv 64. Marv da zaou vloaz warn-ugent 'Vel ar verzherien hag ar sent 65. Doue, ho pet outañ truez ! Marv eo 'n Aotrou ! Marv eo ma mouezh !" En gras, passages absents du carnet 2 ou très modifiés. En italiques str. 44-46 : récit de Fañch Plassard et strophes p. 164 Bold characters: with no direct equivalent in notebook 2 In italics, str. 44-46: Fañch Plassard's narrative and stanzas p. 164. |
![]() ![]() ![]() ![]() |
BREZHONEK | FRANCAIS | ENGLISH |
***** ARROUD KENTAÑ***** 32. Ne gredan ket vez deuet ar giz Da grog un dragon er markiz. 3. Oa en tu gand ar Vretoned Balamour d'eus anhe oa deuet. Ha ra foei war (d'eus) ar C'hallaoued. === [Tiré de la gwerz "Jean Jan"] a. Gouel Mari an Eost deiz evit deiz, An archerien tont da vale Ar re Pondi kerkoulz Alre. === 13 - Kentañ 'deus hen disklaeriet A oa ur paour o klask-e-voued. 23. - Larit din-me ha pet eus groet Ha me rayo d’eoc'h hen kavet. 24. - Ne rin ket d'eoc’h pemp gwenneg Ha me ray d'eoc'h hen c’havet. 28. Ema e porzh person Leol O evañ gwin ruz d’oc’h an daol, 22. Gantañ ur zae pilhaoutet Hag edan unan alaouret, 29. – Demat, markis a "Ponkellek" [souligné] Maint guardoù o klask ho kaouet. b. Met bremañ pa 'm-eus ho kavet Ganeomp d'an Naoned e teuet. c. - Tud-a-justis mar em c'haret, D’ar ger ma loskit da vonet Laret keno d’am mignoned; d. - D'ar Ponkelek na zeuot ket, Ganeomp d’an Naoned e teuet. - *** e. E bourc’h Naoned pa erruas E un karc'har ar paotr a loskas. f. Ken a lare holl Naonediz: - Peuraet e dibenn ar markiz. ... g. Laoskit ar big war ar berchenn Setu echu ar filourien. - p. 63 / 32 [kreion] ***** EILVED ARROUD ***** PONCALEC [kreion] 1. Chilaouet-holl ha chilaouet: ur werzig nevez zo savet. 3. [Savet] war Markiz Ponkallek [eo graet], [a] oa mignon braz d’ar Vretoned, 4. 'Balamour oa deu(e)t d'eus ennomp / o hag (a) oa bet maget etrezomp / o. 9 (Ha lakaet en-doa en e benn Disammañ deomp holl hor c’hordenn.) 5. Mignon a oa d’ar Vretoned D’ar vourc'hizien ne laran ket; 6. D’ar vourc'hizien ne laran ket; Zo en tu gant ar C’hallaoued, 7. Ne gare ket ar bourc'hiz [ken] a zo enep e bep tachenn, 7. E bep tachenn gas gwasañ re n'o-deus na madoù na leve ; 8. Nemet poan o divrec'h noz-deiz Evit souten o mammoù dezhe. 9. Ha lakaet en-devoa en e benn, Disamm deomp-ni hor c’hordenn. 10. Gwarizi vras d’ar vourc'hizien O klask an tu evit hen dibenn. 11. – Aotrou markiz, kit da guzhat! An tu gante a zo kavet. II 65 12. Pell-zo bras ema dianket. Evit hen c’hlask, ne c’haver ket. (Ur paour euz ker etc.) 15. Gouel Maria an etc... h. - Larit c'hwi din-me, Dragoned ; i. D'eus an eil ti, d’egile yae Ha den ebet n’hen zisgulie : j. Re war-maez n'hen ziskulie ket. Nemet archerien o-deus graet ! 13. Met ur paour eus ker (o) klask e boued Digouet gantan an dragoned! 15. Gouel Maria an Eost etc. 16. - Dragoned larit-c'hwi d’in-me, Klask ar markis ema dre-mañ. . ...hen strobet [incert.] 18. - Oh! Ha penaos ema gwisket? - Er c'hiz war-maez ema gwisket. 19. Ur jupenn c’hlaz, ha bordet wenn Botoù ler, loeroù gwenn, bragoù lien. [en marge gauche] 20. Un tog plouz gantañ war e benn En-dro d'e dog-plouz, ur zeizenn Hag ur pennad blev war e gein. 21. En e sakod ur bistolenn Ha d'eus a Vro-Spagn, a zaou denn. |
p. 158 / 87 22. Gantañ ur zae pilhaouet, Ha dindan unan alaouret. 23. Mar roit c'hwi din-me pemp kant skoued Me a ray deoc h-c'hwi hen kavout: 24. Ne roin ket dit-te pemp gwenneg, (2) Ha roit deomp (-ni) kaout Ponkalek.. (1) 25 Pemp gwenneg dit-te ne roin ket. Taolioù sabrenn ne laran ket, 26. ...Oh, mar keret. - Na rit.din-me b[ ?]- droug ebet! 28. - Ema du-se e borzh Lignol ouzh taol o leinañ gant person Lignol. 29 - Aotrou markiz, tec’hit tec’hit! Me wel erru an dragoned! 30. Me well an dragoned erru, ken a vrumenn [incert.] o zilhad ruz. 31. Se [incert.] ne gredan ket Da grog un dragon en ur markis. 33. Oa ket e gomz peurechuet, oa leun ar zal a zragoned. 34. Hag eñ da beg ‘n e bistolenn - Neb a dost ouzhin en-do ‘n tenn! - 35. Ar beleg kozh d'alc'h m' eñ welas, Dirak ar markiz n’em strinkas : 36. - En anv Doue, hor Salver, 37.En-deus gouzañvet gand douster, (2) 36.En anv Doue, hor Salver (1) Na dennit ket, va Aotrou ker! 37. Anv hor Salver pa glevas, en-deus gouzañvet war ar groaz. 38. En-deus gouzañvet war ar groaz. Leskiñ ar bistolenn a reas. 39. Rez e galon strake e zent : - Araok, dragoned, deomp d’an hent! - 40. Betek 'biou parrez Lignol pa ae - P'an holl dud [kouer] paour pa eñ wele, 41. Larout a rae al Lignoliz: - Pec’hed eo eren ur markiz! - 42. Digouet gantañ ar vugale o vont d’ar c’hatekiz da kreisteiz. 43. Bugaligoù ar c'hatekiz: Eurvat deoc'h-c'hwi, Aotrou markiz! 44. - Kenavo, va bugaligoù mat, N’ho kwelo mui va zaoulagad.- 45. - Da belec'h ez it-ta, Aotrou? Donet a reot en-dro d’ar vro? 46. - Me ne ouzon ket. Doue oar: Bugale paour, me zo war var - 48. Kriz vije 'r galon(où) na ranne Re an dragoned zoken a re - [Les deux vers suivants entre accolades.] k. Ar re-se a ouele hep si Truez neoazh, a zo tud kriz. 49. Paotred a vrezel koulskoude O-deus kalonoù kriz enne. 50. Ha pa oa digouet en Naoned, E oa barnet ha kondaonet, 51. Kondaonet da vout dibennet gant barnerien hag a oe prenet, (2) 51. Ne oa nemet gant paotred kouet (1) doc'h lost ar c’har.oa kondaonet. [Dans la marge droite] 51. Naren gant tudjentiled par, Nemet kouezhet doc'h lost ar c’harr. 61. Marv tud paour, nep ho mage Nep ho mage, nep ho kwiske 62. Marv nep ho kuzhe ha kare, Berneviz, kerkoulz eveldon-me 63. Marv nep a gare hor bro; Hag a reas betek ar marv 65. - Doue, ho ped, outañ truez Marv ‘n Aotrou, marv ma mouezh. A la page 37 / 19, au cours d'un entretien avec l'ancien Chouan, Fañch Plassard, le vicaire de Leuhan, M Glévarec et le recteur de Leuhan, M. Quideller, La Villemarqué a noté un dialogue entre un prêtre partant pour l'exil et un enfant sur lequel les strophes 44 à 46 semblent calquées. Qui imite qui? "J’étais enfant – à 6 ans. Le recteur, en en jetant, m'offrit des bonbons et me dit : (44)- Kenavo ma mabik bihan! Ne welin ket ac’hanoc'h mui. (45) - Da belec’h a iet, eta? - N’ouzhon ket, ma mab… (46) – Mes c'hwi teuy en-dro? – N’ouzhon ket, ma mab. Doue a oar! " [- Adieu mon petit enfant! Nous ne nous verrons plus ./ - Où allez-vous donc? / - Je ne sais pas, mon enfant.../ - Mais vous reviendrez? / - Je ne sais pas, mon enfant. Dieu seul le sait!] "Je me mis à pleurer. Il pleurait aussi." Tout timide, il se jette à genoux en sanglotant pour avoir la bénédiction." |
La publication du Carnet de Keransquer N°2 en novembre 2018 montre que La Villemarqué s'est appuyé pour composer son poème sur 3 versions cornouaillaises, notées P. 61-62, 63-64, 158-160 et 164. La 3ème version inclut, sous une forme rimée un dialogue noté à la page 37 / 19 sous la dictée de l'ancien Chouan, Fañch Plassard, entre un prêtre partant pour l'exil et un enfant. La Villemarqué en a fait les strophes 44 à 46 qui ne sont certainement pas populaires. Sont absents du carnet: Les strophes 61-63 et 65 intercalées entre deux chants, p. 164 semblent bien être du cru du collecteur. L'Abbé François Cadic a donné ("Paroisse Bretonne", mars 1907) une version de cette gwerz qui occupe 21 distiques dont les 4 derniers proviennent d'une autre ballade (Page de Louis XIII ou La Fontenelle). Elle mérite le terme de "gwerzig" (petite gwerz) qui figure à la première strophe du carnet, remplacé dans la Barzhaz par le terme impropre de "gwerzenn", un singulatif qui signifie "vers". Avec courtoisie, l'Abbé Cadic note: "M. de La Villemarqué...nous a donné en cornouaillais une de ces ces chansons où le collectionneur a peut-être trop suppléé au défaut de mémoire du chanteur populaire". Voici la traduction des passages absents du Barzhaz: Les autres différences notables sont les suivantes: |
En outre, à la page 153 /, on découvre que les strophes 38, 42-1 et 39-1 d'un chant qui raconte, entre autre, la mort d'un contemporain de Pontcallec, le lutteur Cantipou de Riec-sur-Belon, a pu inspirer les strophes 3 à 5 et 10, p. 64 du carnet et reprises dans le Barzhaz de 1845, ainsi que la phrase-écho "Treitour a malloz dit-ta!"; 38. Eñ oa en-tu gant ar Vretoned Balamour d'eus eno a oa deuet. 42. Eñ oe an tu gant ar gumun, 39. Bet a oa bet ' klask e grougañ 38. Il était du parti des Bretons Car c'est de là qu'il était issu. 42. Il était du parti des roturiers... 39. On avait cherché à la pendre... |
The publication of the Second Keransquer Copybook in November 2018 shows that La Villemarqué drew, when he composed his poem, on 3 Quimper dialect versions, noted on pp. 61-62, 63-64, 158-160 & 164. The 3rd version includes, in a rhymed form, a dialogue noted on page 37/19 under the dictation of the former Chouan, Fañch Plassard, between a non-juror priest leaving for exile and a child. La Villemarqué turned it into the stanzas 44 to 46 which are therefore certainly not authentical. Missing from the notebook are: Stnzas 61-63 and 65 inserted between two songs, p. 164 seem to be a free creation of the collector. The Rev. François Cadic gave (in "Breton Parish of Paris", March 1907) a version of this gwerz which occupies 21 couplets (the last 4 of which are borrowed from another ballad ("Page of Louis XIII" or "La Fontenelle"). This version deserves the term "gwerzig" (small gwerz) which appears in the first stanza of the notebook, while it is replaced in the Barzhaz by the improper term of "gwerzenn", a singulative noun meaning "an individual verse". Politely Abbé Cadic notes: "M. de La Villemarqué ... published in Qimper dialect one of these songs where he may have "over-compensated" for the lack of memory of the popular singer". Here is the translation of the passages missing from Barzhaz: Other notable differences are: |
Besides, on page 153 /, we discover that stanza 38, 42-1 et 39-1 of a song recounting, among other things, the death of a contemporary of Pontcallec, Wrestler Cantipou of Riec-sur-Belon, could have inspired stanza 3 to 5 and 10, noted on p. 64 in the notebook and reproduced in the 1845 Barzhaz, as well as the burden "Treitour, a mallozh dit-ta!" 38. Eñ oa en-tu gant ar Vretoned Balamour d'eus eno a oa deuet. 42. Eñ oe an tu gant ar gumun, 39. Bet a oa bet ' klask e grougañ 38. He was a friend to the Bretons Since he was one of their scions. 42. The low people were on his side... 39. They decided, he would be hung, ... |
---|