Seizenn Eured

Chapelle St Fiacre au Faouet
Ton 1

Ton 2

Ton 3

I

1. Antronoz ma oan dime'et e oan-me kemennet:
Da heuliań baron Rieg oa ret din-me monet;
Da heuliań 'n Aotrou baron ha da dreuziń ar mor,
O klask harpań, mar geller, bar Bretoned tre-mor.

2. "Deus ganin-me, va floc'hig, war ar maez da vale;
Me a renk-me kimiadań gant ma mestrez feteiz;
Me a renk-me kimiadań fenoz gant ma mestrez,
Pe ma c'halon a ranno em c'hreiz gant an enkrez"

3. Dre ma tostae ouzh kźr nemet krenań na rae;
Pa eas tre 'barzh an ti, e galon a bike.
"Tostait, va aotrou ker, ha deuit e-tal an tan;
Me 'ya da aozań deoc'h-hu bremań souden askoan."

4. "Salokras, va moereb gozh, askoan ne c'houlan ket,
Nemet komzań ouzh ho merc'h, mar bez din aotreet."
An itron 'dal m'e glevas, a dennas he botoł,
Hag a lammas war ar bank war solioł he loeroł;

5. Lammout a reas war ar bank war azel ar gwele:
"Dihun, ma merc'h Loļda, ha sav eus alese;
Dihun, ma merc'h, dihun mat, ha sav eus da wele;
Da gomz ouzh da zen-yaouank zo erruet amań."



6. Oa ket ar ger echuet, hi a lammas buan,
Diflasket he blev peur-zu war he divskoaz gwenn-kann:
"Siwazh din, va c'haredig, siwazh din, Loļda,
Me a renk mont war ar mor, me a renk kimiadań.

7. Me a renk mont da Vro-Saoz da heul ost ar baron,
N'eus nemet Doue a oar mar zo keuz em c'halon.
- An' Doue! ma den-yaouank, na aet ket war an dour;
An avel zo hedro hag ar mor zo treitour.

8. Ma teufe deoc'h da vervel, petra ve ac'hanon?
O kaout keloł ouzhoc'h rannafe ma c'halon;
O vonet gant an aojoł deus an eil loj d'eben:
"Klevet hoc'h-eus, merdeidi, klevet roud eus ma den ?"

9. Ar plac'h yaouank a ouele ; eń en-deus he freget:
"Tevet, tevet, Loļda, ouzhin na ouelet ket,
Ur sei'enn a zasin deoc'h dimeus glas-alaouret,
Ur sei'enn eured a voug hag hi rumenluiet."

10. Neb a welje ar marc'heg 'n e goazez 'tal an tan,
E vuiań-karet soublik war benn he c'hlin gantań,
Ganti e kerc'henn e c'houg he divrec'h, oc'h ouelań,
Hep lāret ger, o c'hortoz an deiz da gimiadań.

11. Ha pa baras ar gouloł, ar marc'heg a lāre:
"Kanań a ra ar c'hilhog, ma dous, setu an deiz."
"Ne c'hall! va muiań-karet, ne c'hall! gaou a lavar;
Nemet al loar war ar roz, nemet al loar a bar."

12. "Salokras, me wel an heol dre volzennoł an nor;
Pred eo din-me kimiadań, pred eo din mont war ar mor."
Hag eń kuit; ha tre ma ae 'gregache ar biked:
"Evit ar mor bout treitour, treitouroc'h ar merc'hed!"

II

13. Da ouel Yann-dibun-an-Eost, ar plac'h a lavare:
"Pell war ar mor e welis eus beg Menez Are,
Pell war ar mor e welis ul lestr hag eń war var;
Hini oa war an aroz hennezh hini am c'har.

14. Gantań ur c'hleńv en e zorn, hag eń e gwall stourmad;
Tud varv en-dro dezhań, e roched leun a wad.
Echu eo gant ma den paour! echu!" a lavare.
Ha d'an eginad nevez oa dime'et adarre.

15. Ken e oe kaset keloł, keloł mat dre ar vro:
"Echuet eo ar brezel! deut ar marc'heg en-dro!
Deut eo en-dro d'ar maner, heg eń drev ha divank;
Mont a ra en noz gentań daved e blac'h-yaouank!"

16. Dre ma tostae ouzh ker 'gleve son ar c'hwitoł,
Luc'hań wele ar maner gant ar goulaouennoł:
"Eginanerien laouen, ha pa m'oc'h war vale,
Pezh a vat e lec'h oc'h bet? Pe son a glevan-me?"

17. "Son ar c'hwitourien, Aotrou, o seniń daou-ha-daou:
Emań ar soubenn dre laezh o vont war an treuzoł.
Son ar c'hwitourien, avat, o seniń tri-ha-tri:
Emań ar soubenn dre laezh o vont tre 'barzh an ti."

III

18. Pa oa peorien an eured ouzh an daol er maner,
Erruas un truant kaezh o c'houlenn degemer.
"Ha me c'hallfe kaout boued ha bout digemeret?
Setu an abardaez-noz, n'ouzon pelec'h monet."

19. "E-leal, paour-kaezh truant, degemer e kefot,
Ha kevred gant ar re all ouzh an daol e koaniot:
Tostait eta, den mat, ha deuit-tre 'barzh an ti,
Va fried kerkent ha me, ni ya d'ho servijiń."

20. Benn ar c'hentań diaze, hi he deus goulennet:
"Petra c'hoarv' ganeoc'h, paour-kaezh, ha pa na zańset ket?"
"Netra c'hoarv' ganin, itron, pa na zańsan ket-me,
Nemet sabatuet on gant skuizhder o vale."

21. Benn an eilvet diaze e c'houlennas gantań:
"Skuizh emaoc'h atav, den mat, pa na zańset ket?"
"Skuizh emaon atav, avat, pa ne zańsan, itron,
Skuizh emaon, hag ouzhpenn-se tenn eo va c'halon."

22. Benn an deirvet diaze, en ur c'hoarzhin e-leal,
Hi a lavaras dezhań: "Deuit ganin da zańsal
"Honnezh eo din un enor ha ne zelle'an ket,
Hogen na in d'ho tinac'h, na den seven ebet."

23. Ha tra ma oant gant ar bal, war he zu o stouiń,
'Grozmolas e pleg he skouarn, o c'hoarzhin-glas outi:
"Pale 'mań ar walenn aour 'poa bet diganin-me
War dreuzoł dor ar sal-mań, bloaz zo, deiz evit deiz?"

24. Hag hi kroazas he daouarn o sellet trema 'n nec'h:
"Betek vremań, ma Doue, am-boa bevet dinec'h!
Me 'venne bout intańvez ha bez din daou bried!"
"Gwall vennet hoc'h eus, va dous, n'hoc'h eus hini ebet!"

25. Hag eń da denn ur c'hour-gleńv deus dindan e chupenn,
Ha da skeiń gantań 'n itron betek poull he c'herc'henn,
Ken e teuas da stouiń war he daoulin soublik:
"Ma Doue, 'me, ma Doue!" - hag hi da vervel mik.



IV

26. E Daoulas zo ur Werc'hez e iliz 'n abati,
Ur zei'enn glas-alaouret rumenluiet ganti .
Mar 'teus-te c'hoant da c'houzout piv en deus he gouestlet,
Goul' gant ar manac'h nec'het zo a-us hi stouet!

Extraits du Deuxičme carnet de collecte de La Villemarqué

Excerpts from La Villemarqué's Second Collecting Book


L'intrigue générale et un certain nombre de strophes (la scčne des adieux ą la fiancée avec ses détails pittoresques, la collation d'aprčs dīner, "adkoan", le lit clos oł la mčre accčde en ōtant ses chaussures).sont empruntées ą la gwerz "AN DAOU VIGNON". Celle-ci a trait ą la levée de 300.000 hommes de 1793 et fut composée par un certain Per-Yannig. Ce chant est noté pp. 119 ą 121 du Carnet de Keransquer N°2.
Per-Yannig cite lui-mźme dans son texte d'autres gwerzioł fameuses: "Silvestik" et l'"Héritičre de Keroulas". Il s'est surtout directement inspiré du chant "Malrieu 735", dont le titre critique est "An disparti e noz kentań an eured" (Séparés le jour du mariage) que La Villemarqué avait noté tout de suite aprčs, p.121 du mźme carnet, sous le titre Le jeune chevalier (en rouge ci-aprčs).
D'autres rapprochements possibles sont signalés sur la page franēaise, sous "marqueterie de chants".
The general plot and a number of stanzas (the farewell to the bride episode with its picturesque details, the after dinner snack, "adkoan", the closed bed which the mother accesses by taking off her shoes) are borrowed from the ballad "AN DAOU VIGNON" . This relates to the levy of 300,000 men in 1793 and was composed by a certain Per-Yannig . This song is recorded on pp. 119 to 121 Keransquer copybook N ° 2.
Per-Yannig himself quotes in his text other famous gwerzioł: "Silvestik" and the "Héritičre de Keroulas". He was especially directly inspired by the "Malrieu 735" song, whose critical title is "An disparti e noz kentań an eured" (Separated on their wedding day) that La Villemarqué had noted immediately after, on p.121 of the same notebook, under the title The young knight (in rouge below).
Other possible connections are indicated on the English page , under "A patchwork of songs".

p. 168

(En marge ą gauche, au crayon:)
Gouriz Eured

1. Antronoz ma oan dime(ze)t, a oa gourc'hemenet (goulennet)
Da vont difenn baron Rieg oa red din monet,.
Da heul’ an Aotrou baron ha da dreuziń ar mor,
Evit monet da harpań kenk Bretoned tremor.

2. - Donet a rez (Deut-te ganin), va floc'hik, ganin-me da vale,
(Cf.Les 2 amis, Carnet 2, p 119, str.1 et 2:)
Me a renk kimiadań, d'eus ma mestrez feteiz,
Me a renk kimiadań fenoz gant ma mestrez,
Pa ma c'halon a ranno, gant an dristidigez. -

3. Dre ma tostaent d"eus ar ger, nemet krenań a rae,
Pa eaz tre barzh an ti, o galon a vanke.

(Cf.Les 2 amis, Carnet 2, p 119, str.4 ą 6:)
- Tostavit, Aotrounez ker, ha deuit e-tal an tan!
Me ya da aozań deoc'h c'hwi bremań souden askoan. -

4. - Oh, salokras, ma moereb (mammig) gozh askoan ne c’houlan ket,
Nemet komzout ouzh ho merc'h mar bez d’in aotreet. -
Hag an itron kozh, dalc'h ma glevas, da dennań he boutoł,
Ha da lammout war ar bank war zolioł hi leroł.

5. Ha da lampań war ar bank, war azel ar gwele:
- Dihun, ma merc'h, dihun mat ha sav d'eus alese
Dihun, ma merc'h, dihun mat ha sav d'eus alese,
Da gomz outi da zenig a zo erruet amań.
-

p. 169 / 98

6. - Ar plachik dalc'h m’hen glevas, a zilammas buhan,
Dispak-kaer he blev peur-zu, war he divskoaz gwen-kann.
- Siwazh din, va c'haredig, siwazh, Aloida,
Ma renkan mont war ar mor, ha renkan kimiadań.

7. Me renkan mont war ar mor da Vro-Zaoz da heul ost ar baron
N'eus nemet Doue a oar mar zo kańv em c'halon.
(Cf.Jean Larc'hantec, Carnet 1, p 181, str. H et 7:)
- En ańv Doue, ma zen yaounk, na it ket war ar mor,
Rak an avel zo e-dro, hag ar mor zo treitour,

8. Ma teufe d’hoc'h da vervel, petra ve ac'hanon ?
O klask keloł douzoc'h c'hwi, e rannfe va c'halon
O vonet gant an aodoł, d'eus an eil loch d’eben,
- N'ho- peus ket klevet, merdeidi, klevet roud eus ma den ?


(Cf.Chanson du Marchand, Carnet 2, p 129, str. 11:)
9. En ańv Doué, karedig, ouzhin na ouelit ket
Pe rannań a ray ma c'halon, keit a vo red monet.


p. 170

Ur sei(z)en a zastumin deoc'h, Aloidig, ma fried,
Ur zae eured satin, hag unan diamantet. -


10. Neb a welje 'r marc'heg,‘n e goazez 'tal an tan,
An dimezellig koant, war benn e glin gantań,
Ganti ' kerc'henn he c'houg he divrec'h, oc'h ouelań
Hep laret ger o c'hortoz an deiz, da gimiadań.

(Cf.Me'm-eus ur vestrez, p 219, Carnet 1, str. 6 ą 8:)
11. Ken a baras ar goulou-deiz: - Ma dous, sav alese!
Kan eta en deiz ar c hilhog, prestik e vo an deiz!
- Gaou a lavar, den yaouank, ar c'hozh chilhog-se!
Al loar a bar war ar roz hag eń gav gantań 'ma deiz. -
(Hanter-noz eo gantań pa vo deiz)


12. - Salokras, an heol a luc'h dre doull an nor:
Poent eo deomp kimiadań, poent eo din mont war vor .

p. 171 / 99

'Vit d'ar mor bout traitour ha d’an avel e-dro,
E-drooc'h c'hoazh ema ar merc'hed e bep bro.

I I
13. Da Ouel Yann eń eas kuit, da Ouel Yann hi lare :
(Da Ouel Yann-Eost d’abardaez ar plac'h a lavare:)
- Me wel pell war ar mor glas d'eus beg ar Menez Bre,
(Cf.Jean Larc'hantec, Carnet 1, p 181, str. B et C:)
Me wel pell war ar mor ul lestr eus-a Gernev,
Hag 'n hini zo ennań ez eo ma c'harantez.

14. Ema-eń en aroz hag ema er stourmad,
Tud varv en dro dezhań, he roched leun a wad.

Pa oa an Nedeleg hi glaske digarez,
D’an eginan nevez, oa dimet adarre.

I I I
15. Ken a zigasor keloł, keloł mat dre ar vro:
Echu eo ar brezel, deuet ar marc'heg en-dro.
Deuet en-dro d ar ger hag eń yac'hb-plom ha divank
Mont a ra, bet' an ti,((trema 'r) maner e flac'h yaouank.

16. Dre-ma tostae d'eus 'r ger, gleve son ar binioł (c’hwitelloł)
Gwele lugern 'r maner gant ar goulouennoł,
Eginanerien 'tont: - Ha p'emaoc’h war vale,
Petra zo nevez e kraoń, pe son a glevan-me?

p. 172

17. - Son ar sonerien, Aotrou, o soniń daou ha daou:
'Ma ar soubenn tre-laezh o vont war an treuzaoł.
Son 'r sonerien, avat, o seniń tri ha tri:
'Ma ar soubenn tre laezh o vonet barzh he zi. -
( <-- p. 221 / 132 st. 1 & 2)

a. 'N aotrou dalc'h ma glevas, a zistroas e ger,
Pa sellas ouzh ar gwaz nevez o tont a-bell
(- Me zo vel ar glujar pa vez kollet he far. -)
Hag eń d'ober e zońj ha da vont da baour zen
Ha da vont da baour zen da glask (c'houll) un aluzen.

(En regard de ces vers, verticalement, en marge ą gauche. )
'Sellout hen hag e zous o tonet er maner...

18. - Pa oa bet peorien an eured, oc'h an daol o kognań
Erruas an den yaouank (ar paour kaez den), o c’houlenn digemer.
- Ha-me c'halfé kaout un tamm boued ha bout degemeret?
(- Nozvat deoc’h, moerep goz, ha bout deghemeret?)
Erru an abardaez, n'ouzhon pelec'h monet.

19. - E-leal, paour kaezh den, degemer he kevfot,
A-gevret gant an dud 'ma bremań o koaniet.

Tostavit-ta den yaouank ha deuit tre an ti!
Ma fried-nevez ha me, amań d’ho servijiń. -

20. 'Benn ar c'hentań diazez, hi e-deus goulennet:
- Petra c'hoarvez ganit, peogwir (den paour) na zańsez ket?
- Netra c'hoarvez ganin, Pa na zańsan ket me.
Netra c'hoarvez ganin, skuizh on deus ar bale.

p. 173 / 100

21. 'Benn an eilvet diazez a c’houlenne gantań,
- Skuiz emaoc'h atav, den paour, pa na zeuit bremań?
- Skuiz atav emaon (emez avat), pa na zańsan, Itron,
Hag ouzhpenn skuiz emaon, zo tenn war ma c halon.

22. - 'Benn an deirvet diazez, 'n ur c'hoarziń e-leal,
Hi 'lavaras dezhań : - Deus ganin da zańsal!
- Honnezh zo din 'n enor na zellezan ket deoc'h.
Med n'on ket di-seven evit mont d’ho tinac'h.
(Pa choullent evel ken n'eont ket d’hen dinac’h)
(N'eus, den dereat ebet a yefe d’he tinac’h.)


23. Tre ma oant gant ar bal, c'houlennas (leun e zac'h?) diganti
(C'houlennas diganti o c'hoarzin glas outi)
Laras e pleg he skouarn: - Ha na 'n aneves mui ?
Pelec'h 'ma ma gwalen aour, ha ma diamanchoł,
Am-boa-me roet deoc'h, Itron, bremań pevar (daouzek) miz zo.

24. Hi da groazań he zaouarn, o sellet trem’ an nec'h
(o leuskel ur youadenn)
- Betek bremań, ma Doue, am-eus bevet dinec’h
Sońjet (am-boa e) oan intańvez. Setu din daou bried!
- Gwall-tag a rit, Itron: N'ho-po hini ebet! -

p. 174

25. Hag eń da denn ur c'hour-gleńv d'eus e jupen pilhoł,
Ha da skeiń, gant an itron (tre zivronn) he vronn dehou,
(Ken a zeuaz da stouiń war hec'h izili (?) soublik)
Ken a gou(ez)e d’an douar, war (pennoł) he zaoulin soublik
- Ma Doue, 'mez, ma Doue! - hag hi da vervel-mik.

IV.
26. E Daoulas zo ur Werc'hez, e milin n'abati,
Ur zei'n rumenluet, hag hi eo vouk, ganti.
Mar fell-dit-te gouzout (mat gout er-vat)piv en-deus hen gouestlet,
(Mar 'peus- te c'hoant da c'houzout piv en-deus hen gouestlet)
Goul gant ar manac'h yaouank, zo a-us-hi daoulinet!






Galleg Saozneg