Son Fest an Arvel

Son Fest an Arvel

 Ton 
Femme de Chateaulin par Hippolyte Lalaisse (1846)

1. Selaouit va douz intanvez Deuet on d'ho ti d'ober al lez. Breman eo digouet an amzer Da zilezel pe da ober.
2. -Er bloavez-man na zimezin, Na biken va c'haon na dorrin; D'ar govant eo red din moned, Lec'h on gant Doue gortozet.
3. -D'ar govant c'hwi ne yelo ket, D'am c'her-me ne lavaran ket; Ar rozen hag ar louzoł fin Zo mad da lakaad er jardin.
4. -Ar rozen zo mad d'ar jardin, D'ar vered ar wezen ivin. Kemeret am-eus da bried An Hini 'neus krouet ar bed.
5. -Dalit, dalit, va dousig koant; Dalit va gwalennig arc'hant! Lakit-hi war ho torn breman, Pe m'he lakai deoc'h va-unan!
6. -Biken gwalenn na gemerin Na biken d'am biz na lakin, Nemed gwalenn diouzh dorn Doue, Pehini e-deuz bet va feizh.
7. -C'hoant ho-peuz eta d'am lakaad D'am lakaad da vervel timad? - Den yaouang, me ho tigollo Diouzh ar pred kollet e va zro;
8. Diouzh ar pred ho-peuz c'hwi kollet, O c'hedal gwalenn en eured Me bedo Doue deiz ha noz Ma em gavim er baradoz!


.

Variantes tirées des carnets de collecte de La Villemarqué


AN INTAŃVEZ

P. 15

1. - Bonjour deoc'h, va dous intańvez!
Deut on d'ho ti da ober lez,
Da ober al lez a galon vad
Giz reas gwechal ho mamm d'ho tad.

1bis. Setu me deut ur wech d'ho ti
Da gweled pe a larfec'h din:
Me zo denjentil, moarvat,
Aour hag arc'hant war va dilhad.

1ter. Bonjour d'eoc'h va mestrez koant,
Deuet on e(vit) goul ho santimant.
Bremań eo digouet an amzer
Da zilezań pe da ober.

2. - Gwell ve din kaoud lińserioł kanap:
Bourev Kerhaes eo ho tad!
Meus ket afer ho abusiń
Rak vit ar bloaz na zimezin;

2bis. Nag e't ar bloaz, nag e't daou,
Ken na vo torret va c'haońvoł.
Ha pa vo va c'haońv torret,
D'ar govant m'eus laret moned,
Da zeskiń lenn hag ar galleg.
2ter. Pell zo amzer e ven dimeet
Anez gant aoń na ven gwall dimeet
Ven gwall dimeet d'ur gwall barti,
Ha ne ven evit e lezel mui.

2quater. - Mar c'hwi 'peus aoń euz gwall bried
Va dousig koant, am kemerit!
Biskoaz 'meus laret gwasoc'h tra
Ged "Va dousig koant, Neketa?"

2quinquies. - Paotred yaouank war a larer
Giz-se zo mat d'eus ar merc'hed,
Ken vint a-benn d'e strafuilhań
Ha neuze e vint (kisedig?).

2sexies. M'am-eus laket em spered
Me zo gant Doue gortozet.
Mond d'ar govant ha lezel ar bed.

3. - Er govant, va mestrez, e viec'h.
Groit-hi dimeuzon boud 'n abad
Dindan ar vantel broderi
Hag ar belleg d'hon eurejiń!

4. Den yaouank, na zimesin ket d'eoc'h
Me 'meus choazet da bried
An Hini 'neus krouet ar bed.

5. - Dallit, dallit va dousig koant
Dallit ho kwallenig arc'hant
Lakit-hi war ho tornig bremań
En enor d'ar walenn promesań.
P. 16

6. - Biken gwalenn na gemerin
Na biken war ma zorn na lakin,
Nemed gwalennig deus dorn Doue,
M'e gonduo ken en noz ha deiz.

6bis. Ni ne gousko ket daou memez gwelead
Hogen ni gousko memez toullad.

7. N'ho-peus-hu ket sońj 'ta, mestrez,
D'peus me karet hag alies?
Den yaouank, m'ho rekompanso
D'an amzer 'peus kollet war va dro.

8. Me pedo Doue, deiz ha noz
Ma yefem hon daou d'ar baradoz
O ya! Me a bedo Doue
Ma yefem Hon daou dirazHań

Notice bibliographique

Manuscrits:
- Collection Penguern t.90: "Mari" (Taulé 1850) (= M VII, 1894).
- La nonne : Carnet de Keransquer N°2, p.186

Recueils:
- Luzel, Gwerzioł 2: "Al Leanez" (Plouėc)
- Guillerm, Chants du Pays de Cornouaille,"Al leanez" (Tregunc).

Barzhaz Breizh: 1, 2, 3čme édition (page 427)


Galleg Saozneg

Olivier Perrin Breiz Izel 1844




Kan ar Beorien